Kaouenn.net
Kaouenn.net a zo ul lec'hienn internet 2.0 a glask bezañ ur skingomz hag ur skinwel war un dro. Videoioù eo a zo dreist-holl e-barzh. Krouet eo bet e miz Kerzu 2006 goude ma 'vefe bet nac'het gant ar CSA reiñ ur frekañs da Gaouenn FM evit bezañ ur skingomz kevredigezhel lec'hel e brezhoneg.
Istor
kemmañKaouenn FM a oa bet krouet e miz Kerzu, ur gevredigezh gant ur 100 bennak a izili ha Gwilhom Morin da brezidant e oa. Kement a spi a oa er raktres-se m'he doa resevet ar gevredigezh skoazell un ugent kumun bennak eus Treger-Goueloù hag un hanter-kant kevredigezh lec'hel all.
E miz Mae 2006, e voe kaset gant Kaouenn un teuliad kinnig d'ar c'h-Comité Technique Régional ha d'ar Conseil Supérieur de l'Audiovisuel (CSA) evit kaout ur frekañsenn evit Kaouenn FM, raktres skingomz brezhonek Bro-Dreger. D'an 18 a viz Du 2006 e voe nac'het ar goulenn gant ar CSA.
Divizet e voe neuze sevel Kaouenn.net, dre ma n'eus ezhomm aotre ebet da vezañ war ar rouedad internet. N'eo ket ken koustus kennebeut bezañ war ar rouedad ha ledanoc'h e vez neuze an dachenn skignañ.
Aozadur
kemmañUr gevredigezh doare lezenn 1901 eo Kaouenn.net. Ur pemp ezel bennak a zo enni bremañ, hag ar prezidant a zo Bertrand ar Gwiader. Ur pal eeun o deus, "reiñ tro d'an holl da gaout abadennoù e brezhoneg pe vefe dre son pe video". Ne resevont tamm yalc'had arc'hant publik ebet evit kas an traoù, met un tamm arc'hant o devez digant tud a galon vat a-wechoù. Diazezet eo ar gevredigezh e Ti ar Vro Treger ha Goueloù e Kawan.
Gant al lec'hienn e vez implijet ar c'hevratoù "Creative Commons" kentoc'h eget ar SACEM.
War al lec'hienn ez eus muioc'h eget 900 fichenn bet krouet, videoioù al lod brasañ anezho. Ar videoioù a vez graet gant tud a youl vat ha kaset e vezont da Gaouenn.net evit lakaat anezho en-linenn. Gweladennet e vez al lec'hienn gant tro 100 den bemdez ha fichennoù 'zo a zo bet kliket ouzhpenn da 2000 gwech warno.
Liamm diavaez
kemmañPorched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |