Kawan
Kawan | ||
---|---|---|
![]() An iliz katolik ha monumant ar re varv. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Cavan | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | ar Roc'h-Derrien (betek 2015) Bear (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22034 | |
Kod post | 22140 | |
Maer Amzer gefridi | Maurice Offret 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger-Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 516 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 92 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 97 m bihanañ 53 m — brasañ 111 m | |
Gorread | 16,40 km² | |
kemmañ ![]() |
Kawan (distaget [ˈka.wãn]) zo ur gumun eus Bro-Dreger e kanton Bear, e departamant Aodoù-an-Arvor, e norzh Breizh.
DouaroniezhAozañ
AnvAozañ
- Berard Tanguy ː Ecclesia de Cavan, 1170; Kaguan, 1283; Cavan, c. 1330; fin XIVvet kvd
- Erwan Vallerie ː Kaguan, 1283; Cavarn ?, 1298; Cavan, 1371, 1516; Caven, 1592; Cahoen, 1630
GerdarzhAozañ
Distaget e vez ['kawèn] anv ar barrouz gant tud ar vro ha n'eo ket [ka'wann] evel ma vez klevet re alies gant nevez-vrezhonegerien 'zo. Dont a rafe an anv-se eus un adanv da sant c'hGaran, Kadvan, moarvat, hag a zo testeniekaet e Kembre.
Div skol a zo diwar talvoudegezh anv ar Gumun :
- ar re hag a zo stag gant un anv den :
Ne deu ket anv ar gumun-mañ diwar ar ger kaouenn.
- B. Tanguy : diouzh henbrezhoneg Catman. (dislaret er bajenn Kaouenneg)
- ar re a zo kentoc'h a du gant : kaouenn, an evn
- Marteville & Varin (1843);
- Jean-Yves Le Moing (2007); pajennoù 24 & 72. gwelout er bajenn kaozeadenn.
- Hervez Froger ha Pressensé, teir gaouenn a zo en ardamezioù (kanus) familh Cavan, XIIIvet kantved
(lodenn war ar stern)
ArdamezioùAozañ
En aour e deir c'haouenn en sabel, 2, 1.[2]
IstorAozañ
Nevezoadvezh ar maen hag ar mare gall-ha-romanAozañ
Abaoe nevezoadvezh ar maen e tle bezañ tud o vevañ e-lec'h m'emañ ar barrez.
Er mare galian-ha-roman e tremene an hent eus Landreger da g-Karaez hag an hini eus ar Roc'h da Louergad e-kichen ar bourk.
Ar grennamzerAozañ
E 1030 e oa bet renablet ar barrez er "Pouillé de Tours". D'ar veskontez Royanteline e oa en XIvet kantved. Pa varvas ar veskontez e voe roet he douaroù da Zuk Breizh. War-lerc'h e kouezhas Kawan etre daouarn tud Pentevr ha goude re tud Avaogour. E kentañ lodenn an XIIvet kantved perc'henn aotrouniezh Kawan ha Kaouenneg a oa anvet Aymeri, bev e oa c'hoazh e 1280. Klask a reas e vab, Yann, stourm a-enep Dug Breizh, Yann Iañ, da sikour konted Pentevr. Koll a reas hag e tapas dug Breizh aotrouniezh Kawan digantañ, da reiñ da Yann a Kersaliou. Aotrouien Kawan a douge ur skoed "aour e deir c'haouenn sabel". Er XIVvet kantved e voe reuz e Bro-Dreger etre tiegezh Moñforzh a oa skoazellet gant ar Saozon hag hini Bleaz a oa eus kostezenn ar C'hallaoued. Mervel a reas kalz a Saozon e Kawan setu perak ez eus bet anvet ul lec'h "Bered ar Saozon". Echuiñ a reas al luz pa oant bet skarzhet e 1347. Er mare-se e oa Kawan ha Kaouenneg dindan dalc'h Gwengamp. Rannet e oa ar barrez hag e trev e meur a dalc'h lezennel bras.
Ar C'hevreAozañ
E-kerzh brezelioù ar C'hevre Katolik en emgannas arme Bro-C'hall hag hini dug Mercœur, hag e voe distrujet bro Kawan e fin ar XVIvet kantved.
An Dispac'h GallAozañ
Feulster ha krizder a voe kaset gant an Dispac'h Gall e Kawan. D'an 10 a viz Gwengolo 1792 e oa bet tapet meur a zegad a annezidi eus ar barrez en un emgann etre ar Warded Broadel Lannuon ha 4 000 emsavad eus ar parrezioù tro-war-dro, ha rediet da dennañ warne. Ar c'huzul-kêr kentañ da vezañ dilennet a oa e 1790.
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 77 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 5,27 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Eil Brezel-bedAozañ
- Kemeret e voe 29 000 Lur en ti-post, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 21 a viz Mae 1944, hag 20 000 Lur d'an 31 a viz Mae gant pevar ezel eus ar Rezistañs moarvat, hervez danevelloù sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[4].
- Mervel a reas nav den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
Iliz katolik sant C'haranAozañ
Diavez
Diabarzh
Chapel BarderoùAozañ
Maner Koad-RiouAozañ
Ti ar Vro (er presbital kozh)Aozañ
Monumant ar re varv.Aozañ
BrezhonegAozañ
Ya d'ar brezhonegAozañ
- D’ar 27 a viz Mae 2006 eo bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun ha roet d'ar gumun war un dro al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
DeskadurezhAozañ
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

MelestradurezhAozañ
An amzer a-vremañAozañ
- Pêr ar Floc'h a voe dilennet maer e 1801. War-lerc'h e vezas heuliet gant Gwilhom Tremel, Gwilhom Razavet, F. Loeiz Droumaget, Yves-Marie Unwaz, Loeiz ar C'hwerv, Jozef Klec'h, Jozef ar Rolant, Jozef Helkin, Ujen an Hegarad, Fañch-Mari Perrot, Pierre-Yvon Tremael ha Pierre-Yves Nikol.
TudAozañ
Deuet eo Kawan da vezañ ur seurt "kêr-benn" evit sevenadur ar vro, ha deuet ez eus ur bern sonerien hag arzourien brudet e metoù sonerezh Breizh da vevañ da Gawan. En o zouez emañ: Gweltaz Moal, Hugues Besco, Louis-Jacques Suignard, Ifig Troadeg...
Ardamezeg ar familhoùAozañ
Le Borgne
Aotrounez la Bouëxière / Ar Veuzit |
En argant e gab dentek en gul | |
Michel [6] Aotrou Kerdaniel |
En argant e benn Morian en sabel, talwedek en argant |
Darempredoù etrebroadelAozañ
GevelliñAozañ
Gevellet eo Kawan gant ur gêr eus Kontelezh An Cabhán (Cavan e saozneg) en Iwerzhon.
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
Iwerzhon | Béal Tairbirt | 1989 |
Liammoù diavaezAozañ
LevrlennadurAozañ
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- J. Rigaud : Géographie historique des Côtes du Nord. Ti-moulerezh Guyon, Saint-Brieuc. 1890. Adembannet gant La Tour Gile, 1995.
- Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes. Département des Côtes-d'Armor. Eléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor. Saint-Brieuc. 1990
- Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Chasse-Marée. ArMen. 1992
- Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Hervez Froger ha Pressensé : ardamezioù kanus familh Cavan, XIIIvet kantved.
- ↑ 3,0 ha3,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 254 ha 270, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ MICHEL a zo anv ar familh ( aotrounez e Kemperven, Peurid ar Roc'h, Tredarzeg, Kawan)