Tonkedeg
Tonkedeg ([tõŋˈkeːdek]) zo ur gumun eus Breizh e Treger, e departamant Aodoù-an-Arvor.
Tonkedeg | |
---|---|
![]() | |
![]() Ar c'hastell | |
![]() | |
Anv gallek (ofisiel) | Tonquédec |
Bro istorel | Treger |
Bro velestradurel | Treger-Goueloù |
Melestradurezh | |
Departamant | Aodoù-an-Arvor |
Arondisamant | Lannuon |
Kanton | Plouared (betek 2015) Bear (abaoe 2015) |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger |
Kod INSEE | 22340 |
Kod post | 22140 |
Maer | Jean-Claude Le Buzulier (2014–2020) |
Internet | www.tonquedec.fr |
Douaroniezh | |
Gorread | 18,01 km² |
Uhelderioù | • Kreiz kêr : 90 m • Izelañ : 10 m • Uhelañ : 106 m |
Poblañsouriezh | |
Poblañs | 1 209 ann. (2016) |
Stankter poblañs | 67 ann./km² |
48° 40' 12" N – 3° 23' 38" K |
![]() |
Douaroniezh Aozañ
Etre ar stêrioù Leger ouzh ar c'hornôg ha Gindi ouzh ar reter Bevennet eo gant Lannuon ouzh an norzh, Kaouenneg ha Kawan ouzg ar reter, Plûned ouzh ar su, Ar C'houerc'had ouzh ar mervent ha Ploubêr ouzh ar c'hornôg.
Anv Aozañ
Stummoù skrivet Aozañ
Tonkadoc, 1231 ; Tonguedec, 1235 ; Tonkedoc, 1239, 1242 ; Tonquedec, 1253, 1267, 1300, c. 1330 ; Tonquedeuc, 1395 ; Tonquedec e dibenn ar XIVvet kantved[1].
Gerdarzh Aozañ
Eus al lesanv Tonkadok
("Tonkedek") bet roet da aotrou ar c'hastell bet savet e dibenn an XIIvet kantved gant Prigent (Prit gent, A ouenn gaer
) Koedmen-Pentevr e teu anv kêr hep mar ebet[2].
Ardamezioù Aozañ
En gul e seizh ruilhenn en argant, 3, 3, 1 eo deskrivadur ar skoed, a zo hini an tiegezh Koedmen abaoe 1298[3]
Istor Aozañ
- Etre ar 24 a viz Genver hag an 8 a viz Even 1394, an dug Yann IV a lakaas dismantrañ kastell an tiegezh Koedmen, a oa kevredet gant e enebour Olier V Klison.
- Ur parrouz e voe Tonkedeg ken abred ha 1426.
- D'ar 17 a viz Eost 1447 e voe lakaet iliz Tonkedeg da iliz chabistr dre ur builh a-berzh ar pab Nikolaz V diwar goulenn Roland V Koedmen, beskont Tonkedeg.
- E deroù 1588 e savas beskont Tonkedeg ur gwarnizon evit servijout ar roue gall Henri III en e brezel enep ar C'hevre katolik. E miz Gwengolo 1589 e voe trec'h ar gwarnizon-se war argevredidi, hogen e kastell Tonkedeg e varvas o fenn goude an distro. Meur a emgann a voe c'hoazh enep ar C'hevre betek 1598.
- E miz C'hwevrer 1614 e voe kemeret ar c'hastell gant breur beskont Tonkedeg hag un nebeud soudarded ; e miz Ebrel e voe adtapet gant un dousennad tudjentil deuet eus Lannuon.
- D'ar 16 a viz Kerzu 1636 e voe gwerzhet beskontelezh Tonkedeg da René Iañ Kengo a Lanwal (1586–1644) ; d'an 22 a viz Gouere 1637 e voe ar beskont nevez er c'hastell, a oa bet unan eus melloù chadenn-difenn dugelezh Breizh[4].
- D'an 10 a viz C'hwevrer 1790 e voe dilennet ar maer kentañ, pa oa war-dro 1 700 a dud o chom er gumun.
- Brezel-bed kentañ : 70 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lavarout eo 4,35 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[5].
- Eil Brezel-bed : 16 den ag ar gumun a varvas abalamour d'ar brezel, hervez monumant ar re varv[5].
- Brezel Aljeria : ur soudard eus Tonkedeg a varvas e 1955 e Tunizia.
Monumantoù ha traoù heverk Aozañ
-
Kastell Tonkedeg gwelet diwar nij
-
An iliz chabistr Sant-Pêr
-
Monumant ar Re Varv
- Eizh chapel zo ivez : Kerriwalan, Kerveur (aet da get), al Loc'h, Logivi, Sant-David, Sant-Gweltaz, Sant-Gwenole ha Sant-Medard.
Emdroadur ar boblañs Aozañ
Niver a annezidi

Niver a annezidi

Brezhoneg Aozañ
- D'an 23 a viz Mae 2006 e voe votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Tud Aozañ
- Jañ-Mai 'n Olier, tad-kozh Anjela Duval, gouestlet ul levr dezhañ ganti (Tad-kozh Roperz-Huon)
- A orin eus Tonkedeg
- Guillaume Emmanuel Marie de Quengo de Tonquédec, aktour (bet ganet e Pariz, 1966)
- Beziet eno
Ardamezeg ar familhoù Aozañ
d'Acigné,
beskonted Tonkedeg |
en erminoù, e dreustell divouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour | |
Darempredoù etrebroadel Aozañ
- Gevelliñ
- Cora Finne, Iwerzhon – 1999
Levrlennadur Aozañ
- (fr) COUFFON, René : Recherche sur les églises primitives, Bulletins et Mémoires, Société d'Émulation des Côtes du Nord, 1945-1946.
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Liammoù diavaez Aozañ
- (fr) Kartenn IGN
- (fr) Château de Tonquédec
Notennoù ha daveoù Aozañ
- ↑ (fr) TANGUY, Bernard : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor – Origine et signification, ArMen - Le Chasse-Marée, 2003 (ISBN 978-2-903708-36-8)
- ↑ (fr) Léon Fleuriot (1964) : Le vieux breton – Éléments d'une grammaire, Slatkine Reprints, 1989 (ISBN 978-2-05-101059-7) • §11, IV, p. 45 ; §57,2 p. 173 ; §101, II, 6 p. 244 ; §146, II, 2 p. 320.
- ↑ (fr) FROGER, Michel & PRESSENSÉ, Michel : Armorial des communes des Côtes-d'Armor et Ille-et-Vilaine, Froger & Pressensé, 2008 (ISBN 978-2-908752-83-0)
- ↑ (fr) René I de Quengo de Tonquédec
- ↑ 5,0 ha5,1 (fr) Memorial Gen Web
- ↑ (fr) Ouest-France, 17/08/2015