Ar C'houerc'had
kumun Aodoù-an-Arvor
Ar C'houerc'had | ||
---|---|---|
Chapel ar Seizh Sant | ||
Anv gallek (ofisiel) | Le Vieux-Marché | |
Bro istorel | Bro-Dreger | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Aodoù-an-Arvor | |
Arondisamant | Lannuon | |
Kanton | Plouared (betek 2015) Plistin (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 22387 | |
Kod post | 22420 | |
Maer Amzer gefridi | Gérard Kernec 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Lannuon-Treger Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Treger ha Goueloù | |
Lec'hienn web | Ti-kêr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 1 280 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 55 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 126 m bihanañ 27 m — brasañ 192 m | |
Gorread | 23,13 km² | |
kemmañ ![]() |
Ar C'houerc'had, pe ar C'hozhvarc'had, a zo ur gumun eus Breizh e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor.
DouaroniezhAozañ
Ar C'houerc'had he deus al Leger evit bevenn war ar reter, gant Tregrom ha Plûned.
Kumunioù amezek : Ploubêr; Tonkedeg; Plûned; Tregrom; Plouraed; Plounevez-Moedeg
IstorAozañ
XXvet kantvedAozañ
Brezel-bed kentañAozañ
- 138 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 6,23 % ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[2].
Eil Brezel-bedAozañ
- Mervel a reas seizh den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[2].
Monumantoù ha traoù heverkAozañ
|
TudAozañ
- Fañch an Uhel, gwerinoniour ha barzh brezhonek (d'ar 6 a viz Even 1821).
- Añjela Duval, barzhez ha skrivagnerez vrezhonek (d'an 3 a viz Ebrel 1905).
- Louis Massignon (1883-1962), skolveuriad a studie an islam.
BrezhonegAozañ
Ar Brezoneg er SkolAozañ
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].
- E distro-skol 2022 e oa 14 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (13,1 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[4]
Ya d'ar BrezhonegAozañ
- D'an 11 a viz Gouere 2012 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun. Al live 2 oa bet roet d'ar gummun.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Aozañ
Niver a annezidi

GevelliñAozañ
- Iwerzhon : Ráth Luirc, 1997 (a-gevret gant Plouared)
LevrlennadurAozañ
- ARSSAT, Le Vieux-Marché ar C'houerc'had ses noms de lieux et leur histoire, An Alarc'h Embannadurioù, 2011
Liammoù diavaezAozañ
- (br) Geobreizh
Notennoù ha daveoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ 2,0 ha2,1 Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Kelenn