Chapel ar Seizh Sant

Arabat eo droukveskañ gant Chapel ar Seizh Sant (An Ardeven).

Chapel ar Seizh Sant, lec'hiet er Stiffel e pennkêr ar Seizh-Sant er C'houerc'had, eo ar chapel nemeti e Breizh hag e Bro-C'hall a gement a zo gouestlet da azeul Seizh Sant Efesos[2], a anver Breudeur ar Seizh Hun e brezhoneg[3] ; en Islam ivez e vez enoret ar seizh den-se, pa 'z int meneget e souratenn 18 ar C'horan.
Nepell diouzh ar chapel, war-du ar C'houerc'had, ez eus ur feunteun hag a zo ker pouezus all e lidoù ar sent.

Ilizoù Breizh
Ar Seizh Sant

Ar chapel gwelet eus an Norzh
48° 37' 57.58" N - 03° 25' 26" K
Relijion Katoligiezh
Statud Iliz-trev
Parrez Ar C'houerc'had

Saverezh
• Deroù
• Diwezh

22 a viz Gouere 1703
1714
Adaozadur 1970
Stil Hini ebet.

Azeul Breudeur ar Seizh Hun
Pirc'hirinded Sul diwezhañ miz Gouere

Gwarez
• Taol-vaen
• Chapel

 Monumant istorel (1889)[1]
 Monumant istorel(1956)[2]

Abaoe ar VIvet kantved e vez azeulet Breudeur ar Seizh Hun eno. Unan eus koshañ gwerzioù Breizh eo Gwerz ar Seizh Sant, a ganer c'hoazh er pardon hag e-kerzh ar birc'hirinded katolik-ha-muzulman hag a vez aozet bep Sul diwezhañ miz Gouere abaoe 1954.

Ar chapel

kemmañ

Ur chapelig distil eo, savet adalek 1703 betek 1714 e stumm ur groaz latin tuet kornôg-reter. Perzh dibar chapel ar Seizh Sant eo e voe savet war un daol-vaen da ober ar c'hev anezhi.

Daou enskrivadur zo a-us ar porched : 22 IVILLET 1703 hag unan all hogozik diverket bremañ hag a lenner « Savet on dre an aluzen ha dre aket Yves Denmat adalek 1703 betek 1714 ».

Uheloc'h eget an nev hag ar chantele eo toennoù kazelioù ar groazenn ; un tourig zo war an tenn-kroaz. Un tour-iliz bras zo ouzh ar pignon kornôgel, a zo porched an nev.

 
  • ██ Kroazenn un iliz
  • E kazel su ar groazenn emañ kev ar chapel, 5.25 x 2.10 m he mentoù, a zo bet savet war un daol-vaen eus Nevezoadvezh ar Maen. Dre un norig e moger kornôgel tu Su ar groazenn ez eer tre er c'hev hag a zo kloz, an daol-vaen o talvezout da sel ha da leur d'ar chapel a-us dezhañ. Uhel a-walc'h eo ar c'hev evit ma c'hellfe un den chom en e sav ennañ.
    An daol-vaen zo tuet kornôg-reter, 4.40 m he hirder ha 2 m he ledander ; staliet eo war ur maen-sav 2.70 x 1.70 m en Norzh ha daou vaen-sav 1.80 x 1.70 er Su.

    Un ex-voto bet profet gant ar c'helenner Louis Massignon zo lakaet war un daolig koad : lunell ur vag anvet L'abandon à Dieu ha marilhet "309" — un dave da vojenn Breudeur ar Seizh Hun.
    A-drek an daolig hag e foñs ar c'hev, ouzh ar voger e-tal an nor, ez eus ur meni aoter m'emañ delwennoùigoù ar seizh sant a zo bet kavet dindan an daol-vaen hervez an hengoun ; un delwennig eus ar Werc'hez Vari o terc'hel ar Mabig Jezuz zo en o zouez. Dizanv eo an delwennoù.

     
    Ar seizh sant er c'hev

    Anvioù zo avat war an delwennoù a zo e chantele ar chapel.
    Delwennoù koad livet eeunek o stil int, bet graet en XVIIIvet kantved, lakaet a-steudad ; a gleiz da zehoù emañ Constantin, Maximilien, Martineau, Denis, ar Werc'hez Vari hag ar Mabig Jezus, Jean, Serafein ha Marc. Damheñvel eo an anvioù ouzh a re a zo meneget e gwerz ar Seizh Sant (Konstantin, Maksimian, Martinian, Denez, Yann, Serafion ha Mark), hag ouzh re Legenda aurea Iacobus a Voragine bet skrivet en XIIIvet kantved.

     
    Ar seizh sant er chantele
    • Teir delwenn a voe laeret e 1985 hag adkavet e pakva porzh-houarn Montparnasse[5].

    Ar feunteun

    kemmañ
     
    Ar feunteun

    Ar stivell he deus roet he anv d'al lec'h, Stiffel, zo war-dro 250 m a-vaez d'ar chapel, war-du ar C'houerc'had ; a-viskoazh ez eo bet azeulet gant ar Gelted hag o drouized.
    Ar pezh dibar anezhi eo e strink dre seizh toull, unan er c'hreiz ha c'hwec'h tro-dro. Meneget eo e gwerz ar Seizh Sant, poz 33 :

    Ouspen ar Chapel devot, eus c'hoas en he c'hichen
    Ur Feunteun gaer d'ar Seiz Sant hac he deus seiz sourcen ;
    Seiz canal int dre bere e ro Doue graço
    Hac e ra en peb amzer nombr bras a viraclo.

    Kantvedoù-pad ez eo bet ur feunteun hag ur poull-kanañ, betek adaozadur al lec'hienn e 1970 pa voe lamet ar poull. Klañvidi a zeue da gibellat en dourioù nevet hag a veze pareet, hervez gwerz ar Seizh Sant (poz 34).

    Al lidoù

    kemmañ

    Gwerz ar Seizh Sant

    kemmañ

    Den ne oar resis petore lidoù a veze kaset gant an drouized kozh dirak ar feunteun, anez komz eus abeg savidigezh an daol-vaen.
    Gwerz ar Seizh Sant avat a veze kanet pell-bras a-raok savadur ar chapel, pa hañval bout rakkristen ha koshoc'h eget mare ar c'hrennvrezhoneg (1100-1659) dre ma tiouer klotennoù diabarzh.

    Pa'z eus meneg eus an daol-vaen enni er pozioù 2 betek 5, ha 8, evel oberenn Doue hep labour den ebet e tle bout koshoc'h eget senedoù-iliz Tours (567), Naoned (668) ha Roazhon (689) hag a erbedas ma vije distrujet ar meurvein.
    Er poz 10 e kinnig ar seizh sant : Maximian, Marc, Martinian, Denes, Yan, Serafion ha Constantin, an istor anezho o vout kontet er pozioù 11 da 31. Anat eo ez eo Breudeur ar Seizh Hun liammet-start ouzh Seizh Huner Efesos.

    Mojenn Breudeur ar Seizh Hun

    Ker kozh hag an IIIe kantved eo azeul Seizh Sant Efesos, a zo heuliet gant ar vuzulmaned ivez peogwir ez eus meneg anezho e souratenn 18 ar C'horan, anvet الكهف al-Kahf, "ar Vougev"[6].
    Er bloaz 250 e tivizas an impalaer roman Decius startaat unvaniezh ar Romaned tro-dro d'o relijion dre heskinañ ar gristenien a nac'he galloud an doueed roman ha dianzav o feiz. Kas a reas kannadourien da Efesos da lakaat seizh breur uhel o dere da zianzav o feiz hag o lezenn. Pa nac'hjont gober e voe lamet o c'hargoù hag o madoù diouto gant an impalaer evit o rediañ da glask an aluzen.
    Hag int kuzhet en ur vougev e Menez Kelion e-kichen Efesos e voent adkavet. E-lec'h o lazhañ war an tach e roas an impalaer urzh da vogeriañ digor ar vougev evit ma varvjent gant an naon hag ar sec'hed.
    Menel kousket a reas ar seizh breur e-pad 177 vloaz hervez ar werz (seitec vloas hac eiz-uguent e chomjont er plas-se / Qent ma voe divassonet ar c'havern varnese, poz 25), 309 bloaz hervez ar C'horan (Padal e chomjont en o mougev e-pad tri c'hant bloaz hag e ouzhpennjont nav anezho, gwerzenn 25) — bloavezhioù loar eo, daouzek loariad enno ; neuze e hunas ar seizh breur e-pad e-pad 14 vloaz ha 9 miz hervez ar werz, pe 25 bloaz ha 9 miz hervez ar souratenn.
    Dihun e oant pa voe digoret ar vougev, pa oant bet adsavet a varv da vev gant Doue evit diskouez dasorc'hidigezh an Anaon.

    Pozioù diwezhañ ar werz, 54 foz enni, zo bet aozet goude savidigezh ar chapel ; ar pozioù 35-46 a gont pareoù burzhudus.

    Dre venec'h ha misionerien gresian ez eo deuet azeul Breudeur ar Seizh Hun d'ar C'houerc'had, pa ambrougent kenwerzhourien ar Reter war hent ar staen. Dilestrañ a raent e porzh ar Yeoded hag e vageent war ar stêr Leger betek an Argoad. Pa 'z errujont er Stiffel e voe kristenaet al lec'h nevet hen hag e daol-vaen. Adalek ar VIvet kantved e voe azeulet Breudeur ar Seizh Hun eno[7].

    Bep bloaz gwechall e veze aozet gant kloer Plûned ur prosesion da bardon ar Seizh Sant evit klask an absolvenn a-c'houde un darvoudenn hag a oa c'hoarvezet e-kerzh savidigezh ar chapel : unan eus parrezianiz Plûned en devoa laeret ur sac'had ed a-douez ar profoù a veze degaset evit arc'hantaouiñ ar savidigezh; meneget eo al laeroñsi e poz 47 ar werz.

    Ar birc'hirinded kristen-ha-muzulman

    kemmañ

    E 1951, ar reteroniour hag islamoniour gall Louis Massignon (1883-1962) a weladennas kev chapel ar Seizh Sant ; distreiñ di a reas e 1953 hag ez arvestas ar pardon. Eno e klevas gwerz ar Seizh Sant, ha souezhet-bras e voe gant he zroidigezh : heñvel eo he danvez ouzh hini souratenn 18 ar C'horan. Ker souezhet all e voe pa welas ar feunteun : unan stummet heñvel zo e Ra's al-Mâ ("Roue an Dour") e Guidjel e-kichen Setif en Aljeria[8].

    A-c'houde e gavadenn e tistroas an islamoniour d'ar pardon e 1954, en ur gas muzulmaned yaouank gantañ evit unaniñ ar Gristeniezh hag an Islam en ur bedenn evit ar peoc'h[9].
    An abadenn-se a roas lañs d'ar birc'hirinded kristen-ha-muzulman, a vez dalc'het bep bloaz abaoe 1954 da Sul diwezhañ miz Gouere ; tost da 1 500 a dud a oa deuet d'ar pardon e 2016[10] Skeud an drouized zo er pardon ivez, pa vez dibunet ar souratenn 18 dirak ar feunteun. Krampouezh a vez evel-just, rannet e vez al laezh hag an datez, hag ur fest-noz a vez aozet a-wechoù da heul al lidoù relijiel[11],[12].

    Brudet eo pirc'hirinded ar Seizh Sant e bed an Islam[13].
    E 1965, ar voskeenn Ketchaoua en Aljer a brofas ur c'hloc'h anvet Kloc'h an Unvaniezh da chapel ar Seizh Sant ; dre ma oa re vras e voe lakaet en iliz-parrez ar C'houerc'had.

    Liammoù diavaez

    kemmañ

    Levrlennadur

    kemmañ
    • LUZEL, François-Marie : La chapelle des Sept-Saints dans la commune du Vieux-Marché, kelaouenn Mélusine, 1878, pp. 201–204 • Lenn en-linenn
    • MASSIGNON, Louis : La crypte-dolmen des VII Saints Dormants d'Éphèse au Stiffel (en Plouaret, puis Vieux-Marc'hé), Les Presses Bretonnes, Sant-Brieg, 1958 Lenn en-linenn – Gwerz ar Seizh Sant : pp. 4–10 (4-7 PDF)
    • PÉNICAUD, Manoël : Le réveil des Sept Dormants – Un pèlerinage islamo-chrétien en Bretagne, Éditions du Cerf, Paris, 2016 (ISBN 978-2-204-10976-5)
    • VIAUD, Gérard : Les sept saints dormants d'Éphèse, Annales de Bretagne, levrenn 73, niv. 4, 1996, pp. 599–606 • Lenn en-linenn

    Liammoù diavaez

    kemmañ

    Notennoù

    kemmañ