Decius
Un impalaer roman e oa Gaius Messius Quintus Traianus Decius (g.201, m 251). Ren a reas eus 249 betek 251. E-pad ar bloavezh diwezhañ eus e renadur e kenrenas gant e vab Herennius Etruscus. Lazhet e oa bet gantañ en Emgann Abrittus.
![]() | |
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Yaouankiz ha donedigezh d'ar galloudAozañ
Ganet e Budalia (e-kichen Sirmium, Panonia) e oa Decius an hini kentañ eus an Impalaerien Ilirianek. Nebeut traoù a zo anavezet diwar-benn e yaouankiz. Ur c'hoñsul a oa e 232 ha rener Moesia ha Germania Inferior er bloaz goude. Etre 235 ha 238 e oa-eñv rener Hispania Tarraconensis ha Urbanus Praefectus Roma e-pad darn gentañ ren Fulup an Arab.
War-dro 245 en anvas Filip jeneral ul lu vras lec'hiet e-kichen an Danav. E 248 pe 249 e voe kaset e panonia ha mesia da voustrañ emsavidigezh Tiberius Claudius Pacatianus. Fulor enno abalamour d'ar peoc'h en doa sinet Fulup gant Sasanided e redias e soudarded d'en em embannañ impalaer.
Decius a drec'has Filip e-kichen Verona hag anavezet e voe gant ar sened evel an impalaer reizh.
RenadurAozañ
Ur merour barrek hag ur soudard peurvat a oa Decius. Strivañ a reas d'adaozan galloud ar stad dre stourm ouzh an ennebourien diavaez ha dre nevesaat ar relijion ofisiel.
Heskinerezh ar gristenienAozañ
Pouezus eo "Heskinerezh Decius" en istor an Iliz Gatolik met ne vez ket komzet kalz diwar-e-benn e testennoù ofisiel. E 250 e kemeras Decius ur gourc'hemen a-enep ar gristenien a gave-eñv arvarus evit unander an impalaerezh. Goulenn a reas ma raje an eskibien un aberzh d'an impalaer, ar pezh a nac'hjont ober.
D'an ampoent-se e voe gwastet an impalaerezh gant Bosenn Antonin ha seblout a ra o doa dianzavet o feiz un niver bras a gristenien, digalonekaet gant ar c'hleñvded.
Gant Galienus hepken, e 260-1, e voe dilamet gourc'hemenn Decius.
Ar brezel a-enep ar c'hotedAozañ
E-pad ren Decius e teuas ar c'hoted war wel evit ar wech gentañ e istor an impalaerezh. Bleniet gant rou Cniva e raent redadegoù e Moesia ha Thracia. O souezhiñ a reas Decius e 251 tra m'edont o sezizañ Nikopolis hag o rediañ da dec'hiñ a reas. Ne zeuias ket a-benn d'o feurdrec'hiñ, avat hag ret e oa da Zecius da drec'hiñ en e dro pa argadas Cniva ar c'hamp roman.
Kemer a reas ar c'hoted Philipopolis neuze, en em embannas he c'hommandant, Gaius Julius Priscus impalaer gant skoazell Cniva. Skuizhet e voe ar c'hoted gant seziz Philipopolis ha arnodiñ da varc'hata a rejont.
Decius, a oa deuet a-benn d'o enkelc'hiañ, ha nac'has hag argadiñ anezho a reas. En ur c'heun enDobrujda e c'hoarvezas an emgann-dibenn. Ur gwallreuz evit ar romaned a oa Emgann Abrittus. Hervez Jordanes e oa lazhet gant ur sae mab Decius, Herennius Etruscus e derou an emgann, tra ma varvas Decius un pa oa peurzistrujet e lu.
Gwelet ivezAozañ
An Impalaerien roman | ||
Anarkiezh vilourel | ||
En e raok : Fulup an Arab |
Decius gant Herennius Etruscus (249 - 251) |
War e lerc'h : Hostilianus |
Heuliad Henroma |