Emgann Abrittus, anvet ivez Emgann Forum Terebronii a c'hoarvezas e Scythia Minor e deroù miz Gouere 251. An impalaer roman Decius hag e vab Herennius Etruscus a stourmas ouzh ar C'hoted hag o roue Cniva. Faezhet e voe ar Romaned, dreist holl peogwir n'en-doa ket ar jeneral Trebonianus Gallus argaset anezho en un doare argadus a-walc'h. An daou impalaer a voe lazhet.

Emgann Abrittus

Moneiz Decius, an impalaer roman lazhet e Abritus
Maread 21 gouere 251
Lec'h Razgrad, Bulgaria
Disoc'h trec'h ar C'hoted
Emgannerien
Impalaeriezh romanGoted
Pennoù-brezel
Decius
Herennius Etruscus
Cniva
Niver a emgannerien
DianavDianav
Kolloù
DianavDianav

Goude an emgann e sinas Trebonianus Gallus ur peoc'h gant ar C'hoted hag a aotreas anezho da virout o freizhenn ha da vont en-dro d'an tu arall d'an Danav. Grataat a reas ivez paeiñ un truaj dezho bep bloaz.

Hervez an istorour Ammianus Marcellinus e oa emgann Abrittus unan eus ar faezhidigezhioù roman gwashañ e varead gant Emgann Teutoburg, aloudabegoù ar Marcomanni ha Emgann Adrianopolis.

Gant T. Ivanov e 1969 ha 1971 e voe dizoloet lec'h an emgann, e-kichen Razgrad, e Bulgaria.