Impalaer roman e oa Gaius Vibius Trebonianus Gallus (206 - 253). Ren a reas gant e vab Volusianus adal 251 betek 253.

Pezhioù en anv Trebonianus Gallus

Ganet e oa bet Trebonianus Gallus en Italia en ur familh a renk uhel. Dimezet e oa gant Afinia Gemina Baebiana ha dauu vugel en-doa : Gaius Vibius Volusianus hag ur verc'h, Vibia Galla. Ur respet reizh evel un uhelad en trede kantved a oa gantañ. Konsul e oa e 250 ha gouarnour Moesia Superior. Er post-mañ e c'hounezas fiziañs an impalaer Decius ha mont a reas da vrudet el lu dre stourmañ ouzh ar C'hoted.

E 251 e voe lazhet Decius hag e vab gat ar c'hoted er Emgann Abrittus. Pa glevjont ar c'heloù-se e embannas e soudarded Trebonianus Gallus impalaer. E Roma, avat, e chazas ar Sened Hostilianus. Ne renoñsas ket Trebonianus Gallus d'an tron met koñsantiñ a reas e vefe ken-impalaer gantañ.

Tra ma oa Trebonianus Gallus o kerzhout davet Roma, avat, e varvas Hostilianus gant ar vosenn, ha da impalaer nemetañ ez eas.

Ur ren diaes a voe gant Trebonianus Gallus. Er reter, Shapur I a aloubas Siria hep ersav digant Roma ha gwaskañ a reas ar c'hoted rannvro an Danav. Diblijet e oa al lejionoù ha pa drec'has ar c'hoted Aemilianus, rener Moesia Superior e embannjont impalaer.

Evit ar brezel en em brientas Trebonianus Gallus met e soudarded a vuntras anezhañ gant e vab e Interama e miz eost 253.

  An Impalaerien roman  
Anarkiezh vilourel
En e raok :
Hostilianus
Trebonianus Gallus
gant Volusianus
(251 - 253)
War e lerc'h :
Aemilianus
Heuliad Henroma