Marcus Aemilius Aemilianus (war-dro. 207 - 253) a voe impalaer roman e-pad tri miz e 253. N'ouzer nemet nebeud a dra eus e vuhez. Eus Africa e teue, ha dimezet e oa gant Cornelia Supera. E 251 e voe anvet da c'houarner Pannonia ha Moesia Superior goude ma oa bet lakaet ar gouarnour kozh Trebonianus Gallus da impalaer.

Aemilianus
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhHenroma Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAemilianus Kemmañ
Anv ganedigezhMarcus Aemilius Aemilianus Kemmañ
PraenomenMarcus Kemmañ
NomenAemilius Kemmañ
CognomenAemilianus Kemmañ
Deiziad ganedigezh207 Kemmañ
Lec'h ganedigezhDjerba Kemmañ
Deiziad ar marv253 Kemmañ
Lec'h ar marvSpoleto Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
PriedCornelia Supera Kemmañ
GensAemilii Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetlatin Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargimpalaer roman, senedour roman Kemmañ
Relijionancient Roman religion Kemmañ
PrantadImpalaeriezh roman uhel, Greco-Roman Egypt, Roman Egypt Era, Principate Kemmañ
Aemilianus war ur pezh moneiz
Cornelia Supera, gwreg Aemilianus.

E 253 e nac'has Aemilianus paeañ an truaj d'ar C'hoted, un dra hag a blijas kalz d'al lu roman, hag a lakaas ar c'hoted da fuloriñ, ma voe aloubet ar broviñs ganto. Aemilianus a voe trec'h warno avat hag anvet e voe da impalaer gant e soudarded.

Neuze e kerzhas war-du Roma da vrezeliñ ouzh Trebonianus Gallus, met emgann ebet ne voe. Gant e soudarded dezhañ e voe muntret an impalaer hag e vab. Ar Sened a zegemeras Aemilianus ha reiñ a reas an titl a augustus dezhañ hag a augusta d'e wreg. D'an ampoent-se, avat, e antreas rener proviñsoù ar Roen, Valerian, a oa feal da Drebonianus Gallus c'hoazh, en Italia. Kejañ a reas an daou lu, met pa welas soudarded Aemilianus ne c'hellfent ket trec'hiñ, e vuntrjont o fenngadour.

  An Impalaerien roman  
Anarkiezh vilourel
En e raok :
Trebonianus Gallus
gant Volusianus
Aemilianus
(253)
War e lerc'h :
Valerianus
Heuliad Henroma