Gwerz ar Seizh Sant
Gwerz ar Seizh Sant zo ur werz hag a vez kanet abaoe an Henamzer da geñver lid Seizh Sant ar C'houerc'had da enoriñ Seizh Sant Efesos, hag a anver « Breudeur ar Seizh Hun » ivez. Hiziv c'hoazh e vez kanet e-kichen ar feunteun nevet hag a zo nepell diouzh Chapel ar Seizh Sant, bet savet e 1714.
Mojenn Breudeur ar Seizh Hun
kemmañKer kozh hag an IIIe kantved eo azeul Seizh Sent Efesos, a zo heuliet gant ar vuzulmaned ivez peogwir ez eus meneg anezho e souratenn 18 ar C'horan, anvet الكهف al-Kahf, "ar Vougev"[1].
Er bloaz 250 e tivizas an impalaer roman Decius startaat unvaniezh ar Romaned tro-dro d'o relijion dre heskinañ ar gristenien a nac'he galloud an doueed roman ha dianzav o feiz. Kas a reas kannadourien da Efesos da lakaat seizh breur uhel o dere da zianzav o feiz hag o lezenn. Pa nac'hjont gober e voe lamet o c'hargoù hag o madoù diouto gant an impalaer evit o rediañ da glask an aluzen.
Hag int kuzhet en ur vougev e Menez Kelion e-kichen Efesos e voent adkavet. E-lec'h o lazhañ war an tach e roas an impalaer urzh da vogeriañ digor ar vougev evit ma varvjent gant an naon hag ar sec'hed.
Menel kousket a reas ar seizh breur e-pad 177 vloaz hervez ar werz (seitec vloas hac eiz-uguent e chomjont er plas-se / Qent ma voe divassonet ar c'havern varnese, poz 25), 309 bloaz hervez ar C'horan (Padal e chomjont en o mougev e-pad tri c'hant bloaz hag e ouzhpennjont nav anezho, gwerzenn 25) — bloavezhioù loar eo, daouzek loariad enno ; neuze e hunas ar seizh breur e-pad 14 vloaz ha 9 miz hervez ar werz, pe 25 bloaz ha 9 miz hervez ar souratenn.
Dihun e oant pa voe digoret ar vougev, pa oant bet adsavet a varv da vev gant Doue evit diskouez dasorc'hidigezh an Anaon.
Ar werz
kemmañ- GUERZ AR SEIZ SANT EN PAROUS PLOUARET
Var an ton ordinal
1 Assistantet catholic, tostaet da glévet 2 Mes qent avanç davantach, adresset ol guenén 3 En Escopti a Dreguer, en parous Plouaret, 4 N'en deus qen nemert c'huech men oc'h ober ar Chapel, 5 Avis a ra d'am speret penos e c'houlennet 6 Er Chapel-màn, christenien, e peder ar Seiz Sant ; 7 E màn hocàh imach ive, Mari a visericord, 8 Me gred penos, christenien, e viet dilijant 9 C'hoas evit ho imita hac ober dac'h compren 10 Ar c'hentàn deus ar Seiz Sant a voa Maximian, 11 Goechal e voa un tirant, Decius voa hanvet, 12 Er guær deus a Ephese e voa ive Seiz Breur, 13 Respont a ra ar Seiz Breur d'an ambassadourien 14 An tirant c'hoas o sonjal surmonti o c'honstanç, |
15 Mes caer en deus o frivan a bep commodite, 16 Bete bremàn an tirant n'en dê qet deut a ben 17 Allas ! o c'havet a ra cuzet en eur c'havern, 18 Penos, tirant infernal, honnes eo ar setanç. 19 Da viana mar deo ret e teufent da vervel, 20 Mes coll an ol sclêrijen, beàn beo entêret, 21 Assistantet catholic, n'en doc'h-u qet touchet 22 Allas ! achu eo deze. Lezomp-int da vervel, 23 O Doue ol-buissant ! c'hui gonservas guechal 24 C'hui gonservas Daniel encreis al Leonet ; 25 Seitec vloas hac eiz-uguent e chomjont er plas-se 26 Mes Doue ol-buissant pehini ne les qet 27 Rac pa voa bet ar Seiz Sant er c'havern entêret, 28 En istant ma voent cavet e zes partout ar brut, |
29 Pa voe clêvet qementse ep laqat mar ebet, 30 Dre voyen eur planqen coefr a voe cavet gante, 31 Donet a eure qerqent ar maro d'ar Seiz Sant 32 Pegen evurus omp-ni entreomp, Bretonet, 33 Ouspen ar Chapel devot, eus c'hoas en he c'hichen 34 An dour-màn a fortifi an nep so en yec'het, 35 Eur vroeg deus a Blouaret, a barous ar Seiz Sant, 36 Goude beàn pel amzer er guis-se afflijet, 37 Pieres ar Guillermic, demeus ar C'hos-Varc'hat, 38 C'hoas Pieres Querivoal a barous Pluzunet, 39 Tud clân gent peb sort clénvet, re gam hac impotant 40 Mont a ras gant he fried gant guir devotion 41 Arabat eo ancouant eur faveur excelant 42 Mont a res a vir galon da Chapel ar Seiz Sant, |
43 Daou vab Jacqes ar Goffic a barous Trebeurden 44 Merc'h Julien ar Piver demeus a Lannion 45 Digasset voe d'ar Seiz Sant gant he mam hac he zad 46 Miraclo a rêt amàn en andret peb seurt tud ; 47 Chelouet a hoarveas gant un den insolant 48 Un nombr bras a viraclo a men c'hoas da laret, 49 N'en deus plaç voar an douar pa deuer da bedin 50 Ur Chapel grêt gant c'huec'h men pa voe crouet ar bed. 51 Rac se mar hon eus desir da vonet d'an ênvo, 52 Freqantet e ar Seiz Sant bemde enpad ar zun 53 An induljanç er bed-màn hon rent quit deus a boan 54 Profitomp ol, bugale, deus an occasion, |
Dielfennadur
kemmañDen ne oar resis petore lidoù a veze kaset gant an drouized kozh dirak ar feunteun, anez komz eus abeg savidigezh an daol-vaen.
Gwerz ar Seizh Sant avat a veze kanet pell-bras a-raok savadur ar chapel, pa hañval bout rakkristen ha koshoc'h eget mare ar c'hrennvrezhoneg (1100-1659) dre ma tiouer klotennoù diabarzh.
Pa'z eus meneg eus daol-vaen ar chapel er pozioù 2 betek 5, ha 8, evel oberenn Doue hep labour den ebet, e tle bout koshoc'h eget senedoù-iliz Tours (567), Naoned (668) ha Roazhon (689) hag a erbedas ma vije distrujet ar meurvein.
Er poz 10 e kinnig ar seizh sant : Maximian, Marc, Martinian, Denes, Yan, Serafion ha Constantin, an istor anezho o vout kontet er pozioù 11 da 31. Anat eo ez eo liammet-start Breudeur ar Seizh Hun ouzh Seizh Huner Efesos.
Pozioù diwezhañ ar werz, 54 foz enni, zo bet aozet goude savidigezh ar chapel ; ar pozioù 35-46 a gont pareoù burzhudus.
Dre venec'h ha misionerien gresian ez eo deuet azeul Breudeur ar Seizh Hun d'ar C'houerc'had, pa ambrougent kenwerzhourien ar Reter war hent ar staen. Dilestrañ a raent e porzh ar Yeoded hag e vageent war ar stêr Leger betek an Argoad. Pa 'z errujont er Stiffel e voe kristenaet al lec'h nevet kozh hag e daol-vaen. Adalek ar VIvet kantved e voe azeulet Breudeur ar Seizh Hun eno[2].
Bep bloaz gwechall e veze aozet gant kloer Plûned ur brosesion da bardon ar Seizh Sant evit klask an absolvenn a-c'houde un darvoudenn hag a oa c'hoarvezet e-kerzh savidigezh ar chapel : unan eus parrezianiz Plûned en devoa laeret ur sac'had ed a-douez ar profoù a veze degaset evit arc'hantaouiñ ar savidigezh; meneget eo al laeroñsi e poz 47 ar werz.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) MASSIGNON, Louis : La crypte-dolmen des VII Saints Dormants d'Éphèse au Stiffel (en Plouaret, puis Vieux-Marc'hé), Les Presses Bretonnes, Sant-Brieg, 1958 Lenn en-linenn