Louis Massignon
Louis Fernand Jules Massignon (Nogent-sur-Marne, 25 a viz Gouere 1883 – Suresnes, 31 a viz Here 1962) zo un istorour, ur reteroniour hag un islamoniour gall bet kelenner er skol-uhel Collège de France.
A-hed e vuhez, dre e studioù hag e labourioù, e klaskas Louis Massignon unaniñ an Islam hag ar gristeniezh dre ar meizad anvet badaliya en arabeg, "erlerc'hiañ ouzh ur soudard bet tennet d'ar sort", da lavarout eo reiñ e vuhez evitañ.
Louis Massignon | |||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Louis Massignon e 1956 | |||||||||||
Ganedigezh | 25 a viz Gouere 1883 Nogent-sur-Marne | ||||||||||
Marv | 31 a viz Here 1962 Suresnes | ||||||||||
Broadelezh | Gall | ||||||||||
Micher | Islamoniour Istorour Reteroniour skiantel | ||||||||||
Relijion | Iliz katolik roman | ||||||||||
Resped | |||||||||||
|
Diwar e atiz e voe savet pirc'hirinded kristen-ha-muzuman chapel ar Seizh Sant er C'houerc'had e 1954, hag a-drugarez e oberiantez e voe kemmet sell an Iliz katolik roman war an islam e-kreiz ar bloavezhioù 1960.
Buhez
kemmañMab e oa d'ar c'hizeller Pierre Henry Ferdinand Massignon, alias Pierre Roche ha d'e wreg Marie Hovyn, a orin flandrezat. Un hollboellour dizoue e oa an tad ha kristenez pleustrerez e oa ar vamm. A-hed bugaleaj Louis Massignon e voe eneberezh e Bro-C'hall etre dalc'hidi ar relijion gristen ha re al likelezh, betek ma voe disrannet an Iliz diouzh ar Stad dre lezenn an 9 a viz Kerzu 1905.
Diwar levezon e vamm e voe pasket ha kouzoumennet e 1893, er bloaz ma'z eas d'al lise Louis-le-Grand e Paris da-heul e studioù el lise Montaigne. En hañvezh 1898 e veajas en e unan en Alamagn, kent tapout e vachelouriezh war al lizhiri e 1900.
Bloaz goude, e 1901, e veajas da Aljeria hag e tapas un eil bachelouriezh, war ar jedoniezh ha diwar gourc'hemenn e dad.
E miz Ebrel 1904, echuet gantañ e servij-soudard a zaou vloaz, ez eas gant unan eus mignoned e dad da ober savleoù topografek etre Fes ha Tanja e Maroko ; diwar disoc'hoù ar veaj-se ez embannas e 1905 ur studiadenn a-zivout douaroniezh Maroko hervez an ergerzher eus ar XVIvet kantved Hassan al-Wazzan, gwelloc'h anavet evel Leo Africanus.
E miz C'hwevrer 1906 e voe diplomet war an arabeg klasel ha poblek hag e heulias kentelioù islamoniezh ; tamm-ha-tamm ez eas e feiz katolik da get. E dibenn ar bloaz e voe anvet en Ensavadur gall an Henoniezh e Kaero, ma labouras war istor ha yezhoniezh ar bed arabek.
E 1907 ivez e voe kaset da Iraq da seveniñ ur gefridi henoniel e kreñvlec'h al-Oukhaidir e-kichen Karbala, ur 150 kilometr bennak er mervent da Vaghdad. Eno, hag a-drugarez an tiegezh Alusi e zegemeras hervez hengoun ospitalded nevet ar soufiegezh, e reas anaoudegezh gant skridoù ar c'hevrinour soufi persian Mansour al-Hallaj (c. 858-922) hag a levezonas don koulz e vuhez personel, e resped skiantel hag e feiz.
P'edo o veajiñ dre Iraq e voe paket gant dispac'herien Durk war zigarez e oa ur spier anezhañ. Lazhet e vije bet panevet erbedadennoù an tiegezh Alusi. Turkeg a zeskas e-pad ma oa dalc'het gant e skraperien.
A-c'houde ar gwalldaol-se ma voe darbet dezhañ mervel d'an oad a 24 bloaz e tivizas distreiñ d'ar feiz katolik, en ur genderc'hel da sevel un dezenn diwar-benn Mansour al-Hallaj.
Ur bloavezh pouezus e buhez Louis Massignon e voe 1908. Kenderc'hel a reas da labourat e Baghdad war an dopografiezh istorel hag ar gevrinelezh. D'an 3 a viz Mae, goude bout klasket en em lazhañ en abeg da vreteoù e-mesk karavanenn an ergerzhadenn, e vevas un darvoudenn gevrinek a anvas « Gweladenn an Estrañjour » : Doue a zeuas dezhañ e stumm ar Barner hag an Tad[1]. Goude bout bet prederiet en ospital e Baghdad ez eas gant ur mezeg hag ur beleg da Veirout e Liban, ma vevas div zarvoudenn gevrinek all d'ar 24 ha d'ar 25 a viz Mezheven.
En hañv e tistroas da Vro-C'hall kent mont da Zanmark da gemer perzh e XVvet Kendalc'h ar reteroniourien e Kopenhagen ; eno e kejas ouzh an islamoniour hungariat meur Ignaz Goldziher (1850-1921), unan eus diazezerien ar reteroniezh skiantel en Europa, hag a skoazellas ar reteroniour yaouank en e labourioù diwar-benn Mansour al-Hallaj.
E miz Here e voe e Breizh, ma lakaas sevel ur groaz en enor d'e zistro da zoue ar gristenien e-kichen maner e familh e Porzhig[2].
E deroù 1909 e kejas Louis Massignon ouzh an ergerzher, douaroniour ha danvez gwenvidig Charles de Foucauld (1858-1916) ; e miz Gwengolo e kinnigas hennezh dont da vevañ gantañ e dezerzh ar Sahara en Aljeria — gwell e voe d'an islamoniour distreiñ da Gaero da brientiñ embannadur danevell e enklask e kreñvlec'h al-Oukhaidir, met klask a reas evelato bevañ evel ur penitiour e dezerzh Iraq. Un eil gwech e kejas ouzh Ch. de Foucauld e miz C'hwevrer 1911.
E 1912, goude bout kemeret perzh e XVIvet Kendalc'h ar Reteroniourien en Aten hag e IVe Kendalc'h etrebroadel Istor ar relijionoù e Leiden, ez eas da Gaero da reiñ ur rummad 40 kentel en arabeg diwar-benn istor termenoù arabek ar brederouriezh. Goude-se e tistroas da Baris, ma kejas un trede gwech ouzh Ch. de Foucauld, kent mont e miz Gwengolo d'ur birc'hirinded en Alamagn war bez ar gevrinadez Anna Katharina Emmerick (1774-1824) e Dülmen (Nordrhein-Westfalen).
E miz Genver ar bloaz 1914 e lakaas e Skol-veur ar Sorbonne e dezenn a-zivout Mansour al-Hallaj ; d'ar 27 e timezas e Brusel gant e geniterv Marcelle Dansaert-Testelin. E Paris en em stalias ar c'houblad, en devoe tri bugel : Yves (1915-1935), Daniel (1919-2000) ha Geneviève (1921-1966).
D'ar 1añ a viz Eost e voe ar genvodadeg hollek da geñver deroù ar Brezel-bed kentañ ; e Leuven e Belgia e voe distrujet dornskrid tezenn-klokaat Louis Massignon diwar-benn « Orin geriaoueg teknikel ar gevrinouriezh vuzulman ». Adal miz Gwengolo e labouras an islamoniour e Servij kelaouiñ Ministrerezh an Aferioù Estren souzet e Bourdel kent bout kaset e miz Meurzh 1915 da jubennour saozneg war Enez Bozcaada e Turkia ha d'ar Sturvod gall en Dardanelloù.
E miz Here 1916 e c'houlennas Louis Massignon bout kaset d'an talbenn ; perzh a gemeras neuze en emgann Dobromir e Bulgaria.
Mervel a reas Charles de Foucauld e miz Kerzu 1916 ; pa glevas ar c'heloù e miz Genver 1917 ez eas L. Massignon da Baris da sikour gant ar skrivagner René Bazin (1853-1932) da sevel buhezskrid an hini tremenet[3].
E miz Meurzh 1917 e voe anvet da guzulier an diplomat François Georges-Picot (1870-1951) evit a sell ouzh an aferioù arab hag otoman, e Kaero adarre. E miz Kerzu, pa oa ofiser el Legion arab renet gant ofiserien breizhveurat ez eas tre e Jeruzalem gant Thomas Edward Lawrence hag e pedas el lec'hioù nevet.
Pelloc'h, e 1918, e voe oberiant war tachennoù an diplomatiezh, ar politikerezh, ar skiantoù hag ar gevrinelezh e Kaero, Pariz ha Roma.
E miz Gouere 1919 e voe anvet da eilkelenner war ar sokiologiezh hag ar sokiografiezh muzulman en ensavadur Collège de France e Pariz ; e miz Kerzu e roas e gentel gentañ.
E sizhunvezhioù kentañ 1920 e skridaozas ar feurioù-emglev etre Georges Clemenceau, prezidant Kuzul ministred Bro-C'hall, ha Faisal Iañ Irak a-zivout dizalc'hiezh Siria diouzh an Impalaeriezh otoman.
En hañv e roas lañs da bleustr pemdeziek an tri Anjeluz, evit ar yuzevien, ar vuzulmaned hag an heñvelreviaded. Boulc'hañ a reas ur Bloaziadur ar Bed Muzulman e 1921 hag e studias skridoù ar Mahatma Gandhi.
E miz Mae 1922 e kinnigas e dezenn a-zivout Mansour al-Hallaj er Sorbonne kent e embann ; yen e voe an degemer gant ar meteier katolik : nac'h a rejont e spered digor war an Islam, war zigarez ma oa ar soufiegezh ur rannig eus an islam.
Er bloavezhioù 1923-24 ez enklaskas er Maghreb diwar-benn ar c'horfuniadoù ; e miz Gouere 1924 e prezegas e Belgia a-zivout ar santez Christina Mirabilis (1150-1224).
E 1926 e voe dilennet Louis Massignon da gelenner e Collège France, er gador ma oa bet eilkelenner adalek 1919 betek 1924.
D'an 30 a viz Du 1931 ez emezelas en Trede Urzh frañsezat, dindan an anv « breur Abraham »[4]. E miz Kerzu e kejas ouzh Mahatma Gandhi e Paris.
E Kaero e voe a-nevez e miz Genver 1934 evit kemer perzh evel ezel e dalc'h kentañ Akademiezh an Arabeg.
E miz C'hwevrer, gant ar C'hresianez katolik Mary Kahil (1889-1979) en devoa kavet e Kaero e 1912, e tiazezas ar Badaliya, ur genvreuriezh etrebroadel mennet da bediñ evit ar vuzulmaned e ra o c'harantez diouer da Jezuz-Krist ; ne voe anzavet ar genvreuriezh gant ar Vatikan nemet dek vloaz diwezhatoc'h[5].
Pa darzhas an Eil Brezel-bed e 1939 e voe anvet Louis Massignon e Sturvod al Luioù ; adalek miz Kerzu 1939 betek miz C'hwevrer 1940 e voe kaset da seveniñ kefridioù er Reter-Nesañ, kent distreiñ da gelenn e Collège de France adalek miz Here ; a-hed an amzer ma voe dalc'het Bro-C'hall gant an nazied e chomas tost d'ar Rezistañs.
E 1941 e tiazezas an Ensavadur Dar-as-Salaam ("Ti ar Peoc'h") e Kaero.
Goude ar brezel, e 1945, e voe fiziet ennañ un droiad en anv ar Stad c'hall en holl vroioù ar Reter-Nesañ evit adskoulmañ darempredoù politikel ha sevenadurel.
D'an 30 a viz Genver 1948 e voe drouklazhet Mahatma Gandhi e New Delhi.
D'ar 14 a viz Mae e voe staliet Stad Israel ; sevel groñs enep rannadur Palestina a reas an islamoniour, ha stourm evit ma vije roet ur statud etrebroadel d'al lec'hioù nevet. E 1949 e voe kaset di gant an eskobelezh c'hall evit skoazellañ ar repuidi balestinat.
En hevelep bloavezh ez asantas ar pab Pi XII ma tremenfe L. Massignon eus al lid latin d'an hini gresian-ha-katolik melkit. Bloaz goude, e 1950, e voe beleget el lid melkit e Kaero.
E miz Gouere 1951 e voe er C'houerc'had, ma teskas a-zivout chapel-daol-vaen ar Seizh Sant.
E 1952 ez eas da Iraq da geñver « Mil bloaz » ar prederour muzulman Avisenna (980-1037), kent ober un droiad skolveuriek e Stadoù-Unanet Amerika e-pad tri miz.
E miz Genver 1953 ez eas da New Delhi da geñver deiz-ha-bloaz marv Mahatma Gandhi. E miz Mezheven e voe beskadoriad ar Gevredigezh Frañs-Maroko bet krouet gant he frezidant François Mauriac. E miz Gouere e voe er C'houerc'had adarre hag e verzas ar gerentiezh tost etre gwerz ar Seizh Sant ha souratenn 18 ar C'horan.
Bloaz war-lerc'h, d'an oad a 71 vloaz, e tilezas e garg a gelenner da vont war e leve.
E miz Gouere 1954 e roas lañs d'ar birc'hirinded katolik-ha-muzulman e chapel ar Seizh Sant er C'houerc'had.
E 1955 ez eas da Vadagaskar da welet gwragez ar gannaded valgach hag a oa bac'het en Ouganda, kent mont da Namugongo e-kichen Kampala da weladenniñ o friedoù el lec'h ma voe merzheriet ar sant Charles Lwanga (1865-1886) ha 31 c'hristen all (22 gatolig ha 23 anglikan).
Brezel Aljeria a o ren abaoe daou vloaz pa dremenas Louis Massignon ar bloavezh 1956 a-bezh e Bro-C'hall o tistagañ prezegennoù evit difenn ar peoc'h en anv Charles de Foucauld ; kement-se hag ur yun-enebiñ en abeg d'ar jahin en Aljeria a dalvezas dezhañ bout kunujennet ha lorgnet garv gant izili al luskad Algérie française pa oa o vont da ober ur brezegenn diwar-benn Ch. de Foucauld e 1958 e Kreizenn gatolik ar gefredourien c'hall[6].
E 1958 ivez ez eas da Japan evit kemer perzh e Xvet Kendalc'h istor ar relijionoù.
Perzh a gemeras e XXVvet Kendalc'h ar Reteroniourien e Moskov e miz Gouere 1960 ; klañv e voe eno. Bloaz goude hag e 1962 e voe gwelet e pirc'hirinded ar Seizh Sant, d'ar Sul diwezhañ a viz Gouere.
Mervel a reas Louis Massignon e Suresnes, e bannlev Paris, gant ul lamm-kalon e-kerzh an nozvezh etre an 31 a viz Here hag ar 1añ a viz Du 1962. D'ar 6 a viz Du e voe beziet e marvgav ar familh e Porzhig, e Breizh.
Kredennoù relijiel ha politikel
kemmañRelijion
kemmañDiazez feiz Louis Massignon eo ospitalded nevet ar soufiegezh, a zeskas digant an tiegezh Alusi e Baghdad, hag ar badaliya.
- ♦ An ospitalded nevet
Unan eus gourc'hemennoù an islam eo. Hervez Louis Massignon e ranker degemer forzh pe zen ha zoken en em lakaat ouzh e servij hep klask e gemmañ pe karout e vije disheñvel.
Diwar kement-se e teu e stourm evit kenvezañs peoc'hiek ar pobloù, e enebiezh ouzh disrannadur Palestina, hag e stourm evit ma vije Aljeria ur Stad dizalc'h met lies ar sevenadurioù hag ar relijionoù enni.
- ♦ Ar badaliya
Diwar buhezskrid ar santez katolik izelvroat Liduina a Schiedam (1380-1433) bet savet gant ar skrivagner gall Joris-Karl Huysmans (1848-1907) hag embannet e 1901[7] e teu kredenn start L. Massignon ez eo ar badiliya kar islamek boureverezh ar C'hrist war ar groaz : hervez Huysmans, ar santez a ginnigas da Zoue gouzañv evit dasprenañ pec'hedoù un den all, evel ma reas ar C'hrist war ar groaz evit Mab-den ; ouzhpenn, kement hag an erbediñ kristen — pediñ evit mad un den all — eo ar badaliya.
Meizad ar badaliya eo a gasas an islamoniour da gomz d'an doue kristen en anv ar vuzulmaned — hep klask o zreiñ da gristenien avat rak enep an ospitalded e vije — gant ar soñj da seveniñ youl an doue drezo. Pelloc'h, mont da veleg a reas gant ar mennozh da reiñ e vuhez evit e hentez.
- ♦ An islam
Louis Massignon a wele an islam evel ur relijion diazezet war awen Mohamed, pa veizas hennezh an توحيد tawhid "unelezh" an doue. Pelloc'h ez eas ar profed, hag e Levr ar C'heneliezh ar Bibl e kavas ur respont : mab henañ Abraham, Ishmael, e voe hendad an Arabed[8] Neuze e soñjas e voe an diskuliadur-se ur respont kevrinus a-berzh gras Doue da bedenn Abraham evit Ishmael hag an Arabed.[9].
Hervez L. Massignon ez eo an islam un distro da relijion an Natur, hogen gant un doue hepken na c'heller ket anaout e hennad, dre deir fazenn : an hendadoù a azeulas an Natur dre al loened, ar plant, ar mein hag ar c'hosmoz ; an doue a ziskulias e lezennoù da Voizez ; Jezuz-Krist a ziskulias karantez an doue. Neuze ne c'hall Mab-den nemet asantiñ d'ar pezh a zo bet diskuliet diwar-benn an doue ha sentiñ d'e lezennoù, hep klask en em unaniñ gant an doue dre al lezennoù-se.[9] Hervez an islamoniour e tiskleir kement-se an diforc'hioù a zo etre an islam diouzh an eil tu, ar gristeniezh hag ar yuzevegezh diouzh an tu all evit a sell ouzh an divezegezh.
- ♦ Islam ha kristeniezh
Peogwir ez eo Abraham o hendad boutin e rankje ar gristenien hag ar vuzulmaned bout breudeur er feiz hag en alberzh, ha saveteiñ an eil re ar re all de ar badaliya ; neuze e fellas da L. Massignon degemer ar vuzulmaned er salvidigezh bet degaset gant Jezuz-Krist hep dezho treiñ war-du ar feiz kristen. Ar pezh a rank ar vuzulmaned ober, e gwirionez, eo treiñ o-unan war-du an islam gwirion — ar soufiegezh, en e spered.[9]
Dre e studioù war an islam ha war skridoù Mansour al-Hallaj e c'hallas Louis Massignon termeniñ ha disklêriañ meur a bimpatrom boutin d'an div relijion :
- An ospitalded, hag a zo nevet koulz er gristeniezh (dre gomzoù Jezuz-Krist) hag en islam (dre c'hourchemenn ar C'horan) ;
- an erbediñ, gant ster arsevel e vouezh evit difenn un den dirak Doue er relijion gristen, hag a zo kar da vadaliya an islam.
- Abraham, hag a zo tad an undoueouriezh ;
- Fatima Zahra, merc'h ar profed Mahomed, hag a zo kar he c'hlanded da hini ar Werc'hez Vari ;
- Salman ar Persian, ur c'hristen troet war-du an islam hag ambrouger ar profed Mahomed ;
- Breudeur ar Seizh Hun, hag a zo azeulet en div relijion evel testeni eus galloud Doue da zasorc'hiñ ar feizidi ;
Politikerezh
kemmañEn e oberoù politikel e chomas feal Louis Massignon da genvezañs peoc'hus ar pobloù hag ar relijionoù (an ospitalded nevet) ha da vennozhioù Mahatma Gandhi a-zivout an ober hep bell.
Burutelladennoù
kemmañTrubuilhet un tamm e voe koulz pennadurezhioù ar gatoligiezh ha re an islam gant mennozhioù Louis Massignon.
Petra bennak ma chomas an islamoniour feal bepred d'ar gatoligiezh, hep kouezhañ gwech ebet er sinkretegezh[10], e voe tamallet dezhañ bout ur sinkretour gant kalz katoliged, a reas ur "muzulman katolik" anezhañ ; heñvel a voe lavaret diwar e benn, evel meuleudi avat, gant ar pab Pi XI[11].
Mennozhioù Louis Massignon a zegasas kemm en emzalc'h pennadurezhioù ar gatoligiezh e-keñver an islam, pa grogjont da gendivizout gant re an islam a-c'houde ar sened-Iliz Vatikan II (11 a viz Here 1962 – 8 a viz Kerzu 1965) hag e zisklêriadenn Nostra Ætate ("En hon amzer")[12].
Ne oa ket echu Vatikan II pa varvas an islamoniour, met dre e zarempredoù gant ar bibien Pi XI, Pi XII ha Yann XXIII e voulc'has al labourioù evit reiñ bod d'an div relijion d'en em glevout.
Lod muzulmaned o deus rebechet da L. Massignon dougen re a vri da dud evel Mansour al-Hallaj hag a zo dister e bed an islam ; lod all o deus tamallet dezhañ bout troet betek re war-du ar soufiegezh e-lec'h chom gant lezennoù hollek ar relijion[13].
Al lenneg palestinat-ha-stadunanat Edwar Said (1935-2003), ha n'eo ket mulzulman, a zisklêrias ez implijas L. Massignon skridoù Mansour al-Hallaj evit enkorfañ talvoudegezhioù berzet gant kelennadurezh pennañ an islam ha diskar ar verz-se[14].
Levrlennadur
kemmañ- Louis Massignon
- La crypte-dolmen des VII Saints Dormants d'Éphèse au Stiffel (en Plouaret, puis Vieux-Marc'hé), Les Presses Bretonnes, Sant-Brieg, 1958 Lenn en-linenn – Gwerz ar Seizh Sant : pp. 4–10 (4-7 PDF)
- Les Trois Prières d'Abraham, Le Cerf, 1997 (ISBN 978-2-204-05568-0)
- La Passion de Husayn ibn Mansûr Hallâj, Gallimard, 2010 (ISBN 978-2-07-012967-6)
- Écrits mémorables, Bouquins, 2009 (ISBN 978-2-221-10572-6) & (ISBN 978-2-221-10656-3) (Div levrenn)
- Kitâb al Tawâsîn, BiblioLife, 2009 (ISBN 978-1-113-78513-8)
- Badaliya, Le Cerf, 2011 (ISBN 978-2-204-09217-3)
- Essai sur les Origines du Lexique Technique de la Mystique Musulmane, Forgotten Books, 2017 (ISBN 978-0-259-88537-5)
- Le Maroc dans les premières années du XVIe Siècle – Tableau géographique d'après Léon l'Africain, Forgotten Books, 2018 (ISBN 978-1-391-56953-6)
- Louis Massignon & Ignaz Godziher
- Le Dogme et la Loi dans l'Islam, Éditions del'Éclat, 2005 (ISBN 978-2-84162-102-6)
- Louis Massignon & all
- Prophètes du dialogue islamo-chrétien, Cerf, 2009 (ISBN 978-2-204-08247-1)
- Diwar-benn Louis Massignon
- SIX, Jean-François : L'Aventure de l'amour de Dieu – 80 lettres inédites de Charles de Foucauld à Louis Massignon, Seuil, 1993 (ISBN 978-2-02-019258-3)
- (Stroll) : Présence de Louis Massignon — Hommages et témoignages, Maisonneuve & Larose, 1995 (ISBN 978-2-7068-0938-5)
- MASSIGNON, Daniel (Rener) : Louis Massignon et le dialogue des cultures — Actes du colloque, Cerf, 1996 (ISBN 978-2-204-05270-2)
- (en) GUDE, Mary Louise : Louis Massignon — The Crucible of Compassion, University of Notre Dame Press, Notre Dame, Indiana, 1997 (ISBN 978-0-268-01308-0)
- SIX, Jean-François : Le grand rêve de Charles de Foucauld et Louis Massignon, Albin Michel, 2008 (ISBN 978-2-226-18276-0)
- KERYELL, Jacques : Louis Massignon – la grâce de Bagdad, Pierre Téqui éditeur, 2010 (ISBN 978-2-7403-1616-0)
- DESTREMAU, Christian & MONCELON, Jean : Louis Massignon, Tempus Perrin, 2011 (ISBN 978-2-262-03748-2)
- MEESMAECKER, Laure : L'autre visage de Louis Massignon, Via Romana, 2011 (ISBN 978-2-916727-89-9)
- DE PERETTI, André & BORRMANS, Maurice : Louis Massignon et le Comité Chrétien d'Entente France-Islam (1947-1962), Karthala, 2014 (ISBN 978-2-8111-1115-1)
- JACQUIN, Françoise : Louis Massignon, hôte de l'Étranger, Chemins de dialogue Éditions, 2016 (ISBN 979-10-93441-03-0)
- MEESMAECKER, Laure : Louis Massignon et le langage, Champion, 2017 (ISBN 978-2-7453-4514-1)
- SIX, Jean-François : Louis Massignon – De l'art des mots au goût de Dieu, Chemins de dialogue Éditions, 2018 (ISBN 979-10-93441-17-7)
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Le Figaro, 04 MEZ 09
- ↑ Kuzul Departamant Aodoù-an-Arvor
- ↑ BAZIN, René (1921) : Charles de Foucauld, explorateur du Maroc, ermite au Sahara, Nouvelle Cité, 2003 (ISBN 978-2-85313-441-5) • Lenn en-linenn
- ↑ Trede Urzh frañsezat : kevredigezh deol lik bet diazezet gant Frañsez a Asiz e 1222 diwar goulenn tud dimezet hag a venne bevañ evel ar Vreudeur minor hep bout beleget.
- ↑ KERYELL, Jacques : Mary Kahîl : Une grande dame d'Egypte 1889-1979, Levrdi Paul Geuthner, 2010 (ISBN 978-2-7053-3827-5)
- ↑ E 1941 e voe diazezet, dre guzh diouzh an nazied, ar Centre catholique des intellectuels français gant istorourien ha prederourien ; adalek 1952 ez embannas ar gelaouenn Recherches et débats kent divodañ e 1976 • Gwelit TOUPIN-GUYOT, Claire : Les intellectuels catholiques dans la société française : le Centre catholique des intellectuels français, 1941-1976, Presses Universitaires de Rennes, 2002 (ISBN 978-2-86847-698-2)
- ↑ HUYSMANS, Karl-Joris : Sainte Lydwine de Schiedam, CSIPP, 2016 (ISBN 978-1-5238-9229-7)
- ↑ Gn. 21:8-21.
- ↑ 9,0 9,1 ha9,2 BORRMANS, Maurice : Aspects théologiques de la pensée de Louis Massignon sur l'Islam, e danevellskrid ar gendael Louis Massignon et le dialogue des cultures (1996), op. cit.
- ↑ Sinkretegezh : ar c'hemmeskañ meur a hengoun, a gredenn hag a lid relijiel evel pa vije un unvaniezh orin ha pa vije gwir holl bennsturiennoù ar redennoù mennozhioù a gemmesker.
- ↑ ANAWATI, Georges : Louis Massignon et le dialogue islamo-chrétien, e danevellskrid ar gendael Louis Massignon et le dialogue des cultures (1996), op. cit.
- ↑ E latin • E galleg
- ↑ Mary Louise Gude, op. cit.
- ↑ SAID, Edward : L'orientalisme – L'Orient créé par l'Occident, Points, 2015 (ISBN 978-2-7578-5307-8)