Charles de Foucauld
Charles Eugène de Foucauld de Pontbriand, beskont Foucauld, bet ganet d'ar 15 a viz Gwengolo 1858 e Strosburi (Elzas) ha marvet d'ar 1añ a viz Kerzu 1916 e Tamanghasset, a oa un ofiser e marc'hegezh al lu c'hall troet da ergerzhour ha douaroniour kent mont da vanac'h katolik, da benitiour ha da yezhoniour.
Charles de Foucauld | |
---|---|
E Béni Abbès, c. 1905 | |
Ganedigezh | 15 a viz Gwengolo 1858 Strosburi Elzas |
Marv | 1añ a viz Kerzu 1916 Tamanghasset Aljeria c'hall |
Broadelezh | Gall |
Urzh relijiel | Trapidi |
Gwenvidikadur | 13 a viz Du 2005 Vatikan Benead XVI |
Azeulet e | المنيعة El Menia Aljeria |
Gouel | 1añ a viz Kerzu |
Goude bout bet aet da vanac'h ez eas da vevañ evel ur c'hevrinad arvestat e metoù Touareged ar Sahara en Aljeria, ma savas ur geriadur tamahakeg-galleg.
Drouklazhet e voe e 1916, lakaet da verzher gant an Iliz katolik roman, ha gwenvidikaet d'an 13 a viz Du 2005 er Vatikan gant ar pab Benead XVI.
Buhez
kemmañYaouankiz
kemmañGanet e voe Charles de Foucauld e Strosburi en un tiegezh katolik eus an noblañs c'hall a orin eus Perigòrd, eil mab d'ar beskont Édouard de Foucauld de Pontbriand, enseller ar c'hoadegi, ha da Élisabeth de Morlet, o tont eus an noblañs lorenat. Intret e voe er feiz katolik ennañ gant e vamm, a varvas e gwilioud d'an 13 a viz Meurzh 1864 ; pemp miz goude, d'an 9 a viz Eost, e varvas e dad ivez diwar neurasteniezh ha desavet e voe ar vugale gant o zud-kozh a-berzh mamm, e Strosburi bepred.
Skoliataet e voe Charles gant an eskopti kent mont d'al lise e 1868 ; dre ma veze klañv alies e heulias kentelioù prevez ivez.
E 1870 e tec'has an tiegezh a-zirak ar brezel etre Bro-C'hall ha Prusia hag en em stalias e Bern (Suis). Goude faezhidigezh ar C'hallaoued e tilojas da Nancy e miz Here 1871[1]. Eno e voe skoliataet Charles el lise lik, met pasket ha kouzoumennet er feiz katolik e voe e 1872.
Nebeut goude e pellaas diouzh ar relijion hag e troas tamm-ha-tamm da aknostek. E 1874 e tapas e vachelouriezh, d'an oad a 16 vloaz.
Goude e vachelouriezh e voe kaset da Baris da studiañ en ul lise dalc'het gant Kompagnunezh Jezuz, a-benn prientiñ kenstrivadeg degemer Skol-uhel Vilourel Saint-Cyr. Eno e savas enep reolenn strizh ar vuhez hag e tilezas kement pleustr relijiel. E 1875 e tapas e eil bachelouriezh avat, kent mont da gas anezhi ha bout skarzhet eus al lise e 1876 en abeg d'e « leziregezh ha disentidigezh ». Distreiñ da Nancy a reas neuze, ma heulias kentelioù ur c'helenner-ti. En hevelep bloaz e voe degemeret e skol-uhel Saint-Cyr ; lakaet e voe en e oadouriezh gant e dad-kozh, ar pezh a zegasas dezhañ un hêrezh vras a 353 500 lur gall (war-dro daou vilion a euro hiziv, da lavarout eo 10 000 € bep miz). Triwec'h vloaz e oa.
Petra bennak ma labouras nebeut e Saint-Cyr e-pad daou vloaz, o vatiñ anezhi bepred hag o vout kastizet alies en abeg d'e zisentidigezh, e teuas a-benn da vout degemeret e Skol ar Marc'hegerezh e Saumur. Eno e kendalc'has gant e vuhez ribouler, o foeltrañ arc'hant forzh pegement hag o lakaat degas gisti eus Paris ; « al lenneg ribouler » e voe e lesanv d'ar mare-se. Meur a wech e voe toullbac'het er skol — disentidigezh, leziregezh, tec'hadennoù — kent bout diplomet en diwezh (87vet diwar 87).
Ofiser
kemmañE 1879, d'an oad a 21 bloaz, e voe anvet da ofiser er marc'hegerezh e Sézanne (Marne) kent bout kaset bloaz goude da Bont-à-Mousson (Meurthe-et-Moselle) diwar e c'houlenn. Eno e renas gwashoc'h buhez c'hoazh, pa gendalc'has da vougañ e leve dre brenañ forzh levrioù hag aozañ dirolladegoù ; serc'hiñ a reas gant un aktorez eus Paris, ha kastizet e voe evit « bout bet dirak an holl gant ur vaouez a vuhez fall ». Nec'het gant kement-se holl e voe e voereb, en e lakaas dindan gwardoniezh lezvarnel evit na lonkje ket e zanvez.
Pa voe kaset da Setif en Aljeria gant e rejimant e tegasas e serc'h gantañ, en daoust da zifenn e goronal ; ker gwarzhus e kaved e emzalc'h eno ma voe digarget e-pad 30 devezh kent bout toullbac'het ; e miz C'hwevrer 1881 e voe lakaet e-maez sternezh al lu en abeg d'e zisentidigezh. Mont a reas gant e serc'h da Évian da chom ; nepell goude avat e teuas keloù dezhañ eus e rejimant o stourm e Tunizia enep un emsavadeg ; goulenn bout dasstaelet a reas, ar pezh a voe asantet gant ma tilezje e serc'h.
Mont a reas da glask e rejimant hag a oa gant ur stourm all er su da Oran en Aljeria. Echu an emgannoù, ma tiskouezas bout un ofiser a-zoare ha ma 'z echuas gant e vuhez diroll, e voe lakaet e gwarnizon e Mascara, en Aljeria bepred. Eno e prederias a-zivout un droiad en Afrika an Norzh. Pa voe nac'het ehanoù dezhañ e roas e zilez hag en em stalias en Aljer e miz Mae 1882, ma studias an arabeg, an hebraeg hag an islam en ur brientiñ ur veaj da Varoko. Peogwir e oa berzet ar vro-se d'ar gristenien e kinnigas dezhañ ar rabin marokat Mordechai Abi Serur (1826-1886) e ambroug, gant ma asantje ar Gall bout lakaet da yuzev gant Marokiz. D'an 10 a viz Mezheven 1883 e kemerjont penn an hent ; 24 bloaz ha hanter e oa an ez-ofiser.
Douaroniour
kemmañ« Rabin Joseph Aleman », ur rabin eus Moldavia bet harluet gant ar Rusianed, e voe anv ha saviad Charles de Foucauld neuze ; pal e veaj, a zisklêrias, e oa mont da weladenniñ ar c'humuniezhoù yuzev e Maroko.
Buhez ur yuzev paour a renas gant e ambrouger, en ur virout שַׁבָּת chabbat evel e c'hoprad[2]. Edo en Aljeria c'hoazh, kostez Tlemsen, pa gejas ouzh ofiserien e rejimant kozh hep bout anavet ganto.
Erru e Maroko e voen degemeret gant familhoù yuzev kent klask mont war-du ar Sahara. Pa ne c'halljont ket treuziñ menezioù ar Rif e pennjont da gêr Fes. Eno e tivizas an ez-ofiser ergerzhout Maroko ar Reter kent treiñ war-du ar Su ; goude bout startaet o surentez dre c'hoprañ marc'hegerien ambrouger ha kevraouiñ gwarez ar pennoù-bras a bennkêr da bennkêr ez errujont e Meknes d'an 23 a viz Eost hag e kemerjont hent ar Su en desped da ziegi ar rabin Abi Serur.
Pa dizhjont menezioù an Atlas-Uhel e voe Charles de Foucauld an Europat kentañ oc'h ergerzhout ar rann-se eus Maroko. Fromet e voe gant ar gweledvaoù ha gant deoliezh ar vuzulmaned. Kenderc'hel a reas an daou veajour betek Tissint ; eno e rankjont distreiñ war o c'hiz abalamour d'an dañjer ha d'an diouer a voneiz. Dilezet gantañ e ambrouger ez eas an ergerzhour yaouank da Vogador da c'houlenn arc'hant digant e familh. Eno e chomas e-pad meur a sizhun evit kregiñ da aozañ danevell e veajoù. Pan erruas an arc'hant e tistroas davit ar rabin Abi Serur hag e veajjont a-hed troad an Atlas, ambrouget gant tri marc'heger hag o ziboubas —hep o lazhañ avat. Repu a gavas ar veajourien e kumuniezh ar yuzevien kent distreiñ da Aljeria, m'en em gavjont e miz Mae 1884. Unnek miz e voe padelezh an ergerzhadenn, e-lec'h ar pemp mizvezh hag a oa bet diawelet.
A-hed ar veaj e savas Charles de Foucauld notennoù ha tresadennoù, betek enrollañ ker bras un niver a ditouroù douaroniezhel ha tudoniezhel ma voe deroet dezhañ medalenn aour Kevredigezh an Douaroniezh Paris d'an 9 a viz Genver 1885, hag ar Palmes académiques e Skol-veur ar Sorbonne. Chom a reas e Paris e ti e voereb, hogen buan e kavas hir e amzer.
Distroet da Alger e voe darbet dezhañ dimeziñ gant merc'h un ofiser douaroniour, hogen nac'h a reas he familh ; goude bout prederiet mizvezhioù-pad e tibabas ar pleustrer an dizimez da vat ha da viken, hag e kemeras penn an hent war-du ar Sahara. Eno e renas un eil ergerzhadeg adalek an 14 a viz Gwengolo 1885 betek distreiñ da Vro-C'hall e miz C'hwevrer 1886.
Manac'h
kemmañA-hed ar bloaz e lennas Charles de Foucauld ar C'horan ha skridoù relijiel Bossuet (1627-1704), en ur brientiñ danevellskrid e ergerzhadenn e Maroko.
Fromet-don c'hoazh an tamm anezhañ gant e gejadenn ouzh an islam e tarempredas metoù ar gristenien e Paris ; a-c'houde kendivizoù relijiel gant e geniterv Marie de Bondy e tistroas tamm-ha-tamm d'ar feiz kristen, betek kofes e hiraezh ouzh an abad Henri Huvelin (1830-1910) ha beuziñ er skridoù kristen klasel.
Buan e teuas an abad da vout e dad speredel ; gantañ e voe erbedet dezhañ habaskaat e c'halvidigezh relijiel, prederiañ don war an Aviel ha lenn L'Imitation de Jésus-Christ kent kemer disentez pe zisentez.
Goude bout graet diouzh an alioù-se e-pad daou vloaz pe dost ez embannas Charles de Foucauld e savboent : mennet e oa da emezelañ « en un urzh hag a zrevez buhez uvel al labourerien baour e Nazaret », pa gave dezhañ e oa dizellezek da vout beleget ha da brezeg.
E 1888 e voe embannet e zanevellskrid, Reconnaissance au Maroc, 4 luc'hengravadur ha 101 dresadenn enni ; berzh a reas al levr e metoù ar skiantourien hep na raje an aozer van ebet avat rak edo o paouez reiñ e zilez d'al lu gall goude bout gweladennet abati sistersian Fontgombault (Indre). A-raok dibenn ar bloavezh, diouzh ali an abad Huvelin, e kemeras penn an hent da Jeruzalem ma 'zerruas d'ar 15 a viz Kerzu. E miz Genver 1889 e weladennas Nazaret kent distreiñ da Bariz ma 'z embannas bout mennet da emezelañ en Urzh sistersian ar Reizhenn Strizh, un urzh menec'h arvestat[3]. Broudet c'hoazh gant an abad Huvelin e weladennas Charles de Foucauld an abati veneadat Saint-Pierre e Solesmes (Sarthe). Goude bout lennet skridoù Teresa de Jesús (1515-1582) ouzhpenn an Aviel e tivizas mont da drapad en abati Notre-Dame-des-Neiges e Saint-Laurent-les-Bains (Ardecha), gant asant e dad speredel. E miz Kerzu 1889 e legadas e vadoù d'e c'hoar kent kuitaat Paris, oadet bloaz ha tregont.
D'ar 16 a viz Genver 1890 e wiskas sae an danvez-lean en abati, e kemeras an anv « Breur Marie-Albéric », hag e krogas ur vuhez a baourentez, a dav, a labour hag a bedennoù. Buan e chomas war dreñv er gumuniezh hag e troas d'ur skouer a sentidigezh hag a uvelded.
An abati N-D des Neiges e 2013 |
E-kerzh e vloavezh kentañ en abati e c'houlennas bout kaset da vanati Akbes, bet savet e 1886 gant Notre-Dame-des-Neiges e-kichen İskenderun, nepell diouzh Aleppo e Siria otoman e kreiz ar bed islamek. Kent mont kuit e roas e zilez a ofiser adarme hag a ezel eus Kevredigezh an Douaroniezh.
Ken aketus e klaskas Charles Foucauld ar barfeted en Akbes ma c'hounezas buan brud ur sant. Daoust dezho bout nec'het gant e emgastizoù niverus, e superior hag e dad speredel e Paris a welas ennañ danvez ur superior da zont, ha goulenn a rejont digantañ adstagañ gant e studioù a-benn bout beleget. Petra bennak ma vije kement-se ouzh e bellaat diouzh ar beurizelegezh a oa o klask e sentas an danvez-lean hag e krogas da studiañ an doueoniezh dindan ren an abad Huvelin. D'an 2 a viz C'hwevrer 1892 e voe beleget ha kerniet.
Bloaz goude, en ul lizher d'e dad speredel deiziadet 26 a viz Eost 1893, ez embannas bout mennet da ziazezañ un urzh nevez, strishoc'h c'hoazh a-fed paourentez ha ma vije dibunet ar pedennoù e yezh ar vro. Klouar e voe ar respont, met e 1895 e krogas ar beleg nevez da sevel ur reolenn. Pa nac'has pennadurezhioù an Trap m'en devije e vennad e kinnigas drevezañ paourentez Nazaret dre vont da benitiour ouzh troad an abati.
E miz Du 1895 e voe gwarezet an abati gant soudarded da geñver deroù gouennlazh an Armenianed gristen ; pa glaske sikour gant ar re baourañ e komprenas Charles de Foucauld stêr wirion e velegiezh, skodeget ma voe gant an drouklazhadegoù a c'hoarvezas e miz Meurzh 1896. D'ar mare-se ez aozas e skrid brudetañ, Pedenn an dilez.
En hevelep bloaz, p'edo c'hoazh o sevel reolenn e urzh da zont, e tistroas war e vennozh pa veizas e oa trubuilhet-bras Urzh ar Reizhenn Strizh gant e raktresoù ; goulenn a reas bout diouestlet, met nac'h a reas e superiored hag urzh a rojont dezhañ da vont da abati Staoueli nepell diouzh Aljer, ma 'z eas e miz Gwengolo. Pa gendalc'he Breur Marie-Albéric gant e vennozh c'hoazh e voe kaset da Roma kentoc'h, da studiañ evit mont pelloc'h er velegiezh. Erru eno e miz Here ne gemmas ket e emzalc'h : mont war-du e bal dezhañ ; buan e voe merzet kement-se gant abad meur an Urzh, ha d'an 23 a viz Genver 1897 e voe diouestlet ar Breur.
Goude bout bet aotreet gant an abad Huvelin da guitaat Roma ez eas Charles de Foucauld d'an Douar Santel, ma wiskas dilhad ur c'houer Palestinat da vont da Nazaret. E miz Meurzh 1897 e voe eno, ma c'houlennas digant superiorez ar gouent Sainte-Claire-de-Nazareth bout kemeret da liorzhour, gant ul loch da vod hag un tamm bara da voued evit gopr.
Boulc'hañ skrivañ e brederiadennoù a reas, ha tremen 3 000 a zuas e-pad an askez-se, a badas tri bloaz. Brud ur sant a c'hounezas e metoù leanezed santez Klara Nazaret, hag ar superiorez e vroudas da ziazezañ ur urzh katolik nevez. E Miz Meurzh 1898 e retredas e-pad ur sizhun e Taubeh e Sisjordania, e kemm e anv e « Charles de Jésus » ; e 1900 e tibabas « Jesus Caritas » ("Karout Jezuz"). A-benn staliañ e beniti e prenas Charles de Foucauld Menez an Eürustedoù gant arc'hant e c'hoar ; c'hwibet e voe avat.
Broudet e voe gant e dad speredel e Paris ha superiorez leanezed santez Klara e Jeruzalem da c'houlenn bout beleget gant patriark Jeruzalem ; pa responstas hennezh gortoz hep kas keloù ken e tivizas an askezour en em brientiñ evit ar velegiezh e Bro-C'hall. E 1900 bepred ez eas da Roma da c'houlenn aotre, ha d'an 9 a viz Mezheven 1901 e voe beleget, d'an oad a 42 vloaz ha 9 miz. Kerkent e tivizas mont d'ar Sahara.
Penitiour
kemmañE miz Genver 1901 e tilestras Charles de Foucauld en Aljer hag e kavas eno soudarded c'hall a-du evit e ambroug betek un oaziz anvet Béni Abbès, 882 km war-nij pelloc'h er mervent. E miz Here en em stalias eno ; gant skoazell ar soudarded hag arc'hant e geniterv Marie de Bondy e savas ur peniti "evit azeuladur hag ospitalded" a anvas Khaoua ("Breuriezh"), ennañ ur chapel, ur gambr degemer hag ul louzaoueg tri hektar dezhañ. Echu al labourioù e miz Kerzu e krogas ar penitiour gant e askez ; dizale e teuas peorien ha soudarded d'e weladenniñ.
Bloaz goude bout dilestret en Aljer ea adprenas frankiz ur sklav, a anvas « Joseph du Sacré-Cœur », pa oa krog ar beleg da stourm ouzh ar sklaverezh en Ahaggar, ur rannvro veneziek lec'hiet kostez Tamanghasset en Aljeria ar Su hag e kreiz ar Sahara.
E deroù 1904 ez eas ar beleg d'an Ahaggar, ambrouget gant soudarded c'hall hag a yae di da bourvezañ rejimantoù. Eno e klaskas lec'hioù da staliañ un eil Khaoua hag e voulc'has un droidigezh eus an Aviel e tamahakeg evit e gelenn d'an Douareged.
A-boan distoet e Béni Abbès e miz Genver 1905 e voe gweladennet gant ar jeneral gall Hubert Lyautey (1854-1934), a oa e penn al lu c'hall en Aljeria hag o prederiañ a-zivout ar feiz kristen.
Gant asant eskob Béni Abbès ha hini an abad Huvelin ez ambrougas adarre ar soudarded en o zroiad pourvezañ en Ahaggar. Eno, d'an 29 a viz Mezheven e kejjont ouzh amenoukal[4] ar vro, Mousa Ag Amastan (1867–1920) ; pouezus e voe ar gejadenn-se e daou geñver : asantiñ a reas an amenoukal kevrediñ gant ar C'hallaoued evit peoc'haat e vro, hag e roas e aotre da Charles de Foucauld d'en em staliañ en Ahaggar, e Tamanghasset — ur muzulman deol e oa Mousa Ag Amastan, klouaraat a re da welout ur beleg kristen o vont da chom en e diriad, met hoalet e voe gant an den a feiz-se pa zisplegas e vennozh e yezh ar vro ; mignoned tost e chomas an amenoukal hag ar penitiour betek marv hemañ diwezhañ.
E miz eost 1905 en em stalias Charles de Foucauld e Tamanghasset, gant un ez-sklav anvet Paul, ha e savjont eno un ti diwar mein ha douar sec'h. Mennet e oa ar penitiour da studiañ sevenadur an Douareged ha da sevel ur geriadur tamahakeg-galleg. Meur a wech e teuas Mousa Ag Amastan da glask kuzul a-zivout an darempredoùgant ar pennadurezhioù gall ; en eskemm e c'houlennas Charlesma vije skoliataet ar maouezed ha doujet d'o gwirioù. E miz Mae 1906 ez eas Paul en e roud — ddre ma chomas en e unan ne c'hallas mui ar beleg lavarout an oferenn, pa ranker en ober dirak un den da nebeutañ. E miz Gwengolo e tistroas da Véni Abbès, gant ar soñj da rannañ e amzer etre an daou lec'h: tri mizvezh eno, c'hwec'h mizhvezh en Ahaggar ha tri mizvezh o veajiñ eus an eil lec'h d'egile.
E dibenn 1905 e voe aotreet da zegemer ur breur en e beniti, met hemañ a glañvaas en abeg da strizhder reolenn an askez ha d'ar monedone a-dreuz Aljeria : diskouviet e voe gant ar penitiour, ha dilezet e voe Béni Abbès diwezh e 1907.
En e unan e chomas ar penitiour e Tamanghasset ; dre ma oa naonegezh er vro e roe boued d'ar re baourañ, setu e voe diviet ha seizet e deroù miz Genver 1908 ; saveteet e voe gant an Douareged, a gasas keloù d'ar soudarded c'hall, hag ar re-se a gasas pourvezioù d'ar peniti. E dibenn ar miz e tegemeras ul lizher digant ar pab Pi X en e aotree da lidañ an oferenn en e unan. Adkregiñ a reas gant e c'heriadur hag e droidigezhioù eus barzhonegoù tamahakek.
Pa voe savet ur c'hreñvlec'h gant al lu c'hall nepell diouzh Tamanghasset e fellas d'ar beleg diazezañ ur gevredigezh liked ; kennerzhet e voe gant an eskob hag an abad Huvelin, setu e tistroas da Baris e miz C'hwevrer 1909. Eno e kejas gant an islamoniour kristen Louis Massignon, hag e kinnigas dezhañ distreiñ gantañ da Damanghasset, en aner avat. Mont da abati Notre-Dame-des-Neiges ez eas ivez da vrudañ e gevredigezh liked kent distreiñ da Aljeria.
Eno, en In Salah e wilayah (gouarnelezh) Tamanghasset ez ijinas ur chapeled kristen-ha-muzulman en ur c'hortoz aotre ar Vatikan da sevel ar gevredigezh a anvas « Union des Frères et Sœurs du Sacré-Cœur ».
E Tamanghasset e voe e miz Mezheven, ma krogas da aozañ ar gevredigezh nevez ; un trede troiad pourvezañ a reas gant ar soudarded kent distreiñ d'e askez ; e-kerzh ar pevare troiad a reas e miz Ebrel 1910 e tivizas sevel ur peniti e lec'h uhelañ an Ahaggar, an Assekrem (2 780 m), kement-se evit kaout an dizober eus ar gweladennoù hag eus gor ar Sahara.
E miz Gwengolo 1910 e voe pedet an amenoukal Mousa Ag Amastan e Bro-C'hall gant ar Stad ; eno e weladennas familh Charles de Foucauld ; e miz Here e tistroas ar penitiour da Damanghasset, ma voe beuzet er goulennoù sikour abalamour da zistro ar glaveier, kent mont da Vro-C'hall e miz Genver 1911 da ziorren e vreuriezh nevez. Tri mizvezh a dremenas eno kent distreiñ d'e beniti.
E miz Gwengolo 1911 en em stalias da vat en Assekrem, ma vrasaas e beniti nevez. Pa santas e yec'hed o wanaat e skrivas e destamant : « C'hoant am eus da vout beziet el lec'h end-eeun ma varvin ha da ehanañ eno betek an dasorc'h. Berzañ a ran ma vefe treuzkaset ma c'horf, ma vefe tennet a-ziwar al lec'h m'en devo an Doue mat ma lakaet da echuiñ ma firc'hirinded. »
E deroù ar bloaz 1913, echu gantañ e c'heriadur tamahakeg-galleg, ez eas Charles de Foucauld da Vro-C'hall adarre evit kenderc'hel da sevel e vreuriezh lik ; ur c'heloù mat a oa ouzh e c'hortoz, pa oa bet tutet 26 ezel evit an « Union des Frères et Sœurs du Sacré-Cœur de Jésus », a-drugarez d'an abad Antoine Crozier hag a galonekaas ar penitiour en e zifraeoù ; dizouezhet avat e voe hemañ diwezhañ pa voe kaset kuit yen gant arc'heskob Paris. E miz Du e voe ar penitiour en Assekrem da genderc'hel gant e askez.
Klañvaat a reas e dibenn ar bloaz 1914, goude disklêriadur ar brezel en Europa. Sikour a reas gant ar soudarded c'hall da raktresañ roudoù en Ahaggar evit ar c'hirri-tan kentañ. E-pad bloaz e savas e-kichen e beniti ur c'hreñvig brikennoù — ur puñs, bevañs hag armoù ennañ — evit gwareziñ an Douareged e ken degouezh ma vijent taget. Nac'h a reas bout lojet gant al lu c'hall en he c'hreñvlec'h, pa gavas gwell chom gant tud ar vro petra bennak ma 'z e alijont start da asantiñ.
D'ar 1añ a viz Kerzu 1916, preizherien deuet eus Libia hag a oa mennet da skrapañ Charles de Foucauld evit kaout un daspren a zeuas a-benn da vont tre er c'hreñvig m'edo ar penitiour, a voe fiziet e gward ur c'hrennard. Pan erruas daou dennataer aljerian eus al lu c'hall e seizhfollas ar yaouankiz hag e fourras ur boled e penn ar beleg .
Da noz e voe beziet nepell diouzh an nor gant an Douareged, e-kichen ar arsailherien vuzulman. Pemzektez goude ez erruas al lu c'hall, a zilec'hias ar c'horf marv.
D'ar 26 a viz Ebrel 1929, en en daoust d'e destamant, e voe kaset da El Goléa, a zo El Menia hiziv, ur 950 km bennak er gwalarn-uhel eus al lec'h ma varvas.
-
An Assekrem
-
Diabarzh ar peniti
-
En El Menia
Hentenn speredel
kemmañ- Imitatio Christi
Jezuz-Krist, skouer er gristenien : a-hed e vuhez relijiel e klaskas Charles de Foucauld bout el "lec'h diwezhañ" evel erbedet gant Jezuz Nazaret hervez an Aviel (Lukaz 14:7-11)[5]. En Assekrem e soñjas dezhañ bout kavet al lec'h-se er bed-mañ, er baourentez hag en uvelded er bed speredel.
- Abostoliezh
En eskemm diouzh abolostoliezh hengounel an Iliz, ma vez ar beleg a-us e zeñved, e tibabas ar penitiour bevañ e-touez an Douareged hag evelto, hep prezeg dezho a-benn o gounit d'ar feiz kristen. Doujañ d'an islam a reas, en ur vevañ evel ur c'histen — al lec'h diwezhañ bepred.
Pa vez an Iliz mennet da c'hounit pobladoù d'he feiz kent o "sevenaat" e soñje dezhañ e oa gwelloc'h o c'helenn kent klask o gounit, dre o anavezout ha deskiñ diganto, rak en aner e labourer pa ne vez ket ar bobl ken desket hag ar veleien evit kompren o relijion dezho ha dibab kemmañ o c'hredenn pe get.
- An dilez da Zoue
« Pedenn an Dilez » eo disoc'h hag arouez prederiadennoù Charles de Foucauld a-zivout e zilez da Zoue ; enni e tiskleirias Ch. de Foucauld en em reiñ d'an doue korf hag ene hag e drukarekaat evit kement tra a vije graet dezhañ. Aberzhiñ a reas e frankiz ha, kontrol d'an disentegezh a renas e yaouankiz hag el lu, e veuzas er sentidigezh d'an urzhaz katolik ha d'e dad speredel e Paris ; imitatio Christi c'hoazh.
- An islam
Breudeur e voe ar vuzulmaned hag ar yuzevien evit Charles de Foucauld, pa wele enno ar gred don ha naturel — magañ karantez evit an doue — a oa bet o klask. Abalamour da gement-se ez ijinas ar chapeled kristen-ha-muzulman, a anvas "chapeled ar garantez". Peursur e oa e tizhje pep den er bed islamek ar Baradoz, ha bazetet pe get e vefe, gant ma renfe ur vuhez reizh.
Adkemeret e voe ar soñj-se gant an Iliz katolik e 1965, en he disklêriadur Dignitatis Humanae[6].
Ur c'hantved pe dost a dremenas ebiou e-pad ma voe studiet degouezh ar penitiour. E 1927 e voe boulc'het ar studi dre an dastum skridoù ha lizheroù ar beleg, a voe echuet e 1947.
Hêrezh
kemmañD'ar 1añ a viz Kerzu 1916 neuze ne voe mui heñcher ebet en « Union des Frères et Sœurs du Sacré-Cœur de Jésus », 48 ezel enni ; tamm-ha-tamm e voe renet gant Louis Massignon, betek asant ofisiel arc'heskob Paris e 1919. E 1947 e voe adanvet « Union-Solidarité ». Hiziv an deiz ez eus tremen 13 000 ezel enni, e 82 Stad[7].
E 1921 e voe embannet buhezskrid kentañ Charles de Foucauld, bet savet gant René Bazin diwar goulenn Louis Massignon. Er bloavezhioù 1920 e voe diazezet meur a gevredigezh lik diwar skouer hini ar beleg uvel, ha meur a veleg a yeas da benitiour eveltañ.
Tamm-ha-tamm e tiwanas meur a vreuriezh relijiel adalek ar bloavezhioù 1930, e Paris da gentañ hag e Montpelhièr da eil e 1933, er Sahara e 1939 ; e 1956 e voe unan e Belgia hag a daolas hed en Europa, e Kreizamerika hag e Suamerika ; e 1963 e voe unan all e Paris, e 1966 unan en Ardecha e-kichen abati Notre-Dame-des-Neige, unan all c'hoazh e 1989 e Draguinhan... Tremen 20 breuriezh zo hiziv.
Tud lik ivez o deus divizet heuliañ skouer speredel Charles de Foucauld adalek ar bloavezhioù 1950 : tremen 6 000 a dud zo bodet war pemp kevandir ha 46 Stad — muioc'h a liked eget a leaned ha leanezed zo aet kammed ouzh kammed a-dreñv ar penitiour.
Meur a zen zo aet da gej ouzh an Douareged goude bout lennet skridoù Charles de Foucauld. War-lerc'h an Eil brezel-bed e voe savet pirc'hirindedoù betek e beniti, al lec'hioù ma oa bet, hag e vez en El Menia.
E 1927 e krogas an Iliz katolik da blediñ gant degouezh Charles de Foucauld, tremen dek vloaz goude e varv. Boulc'het e voe an enklask dre an dastum e skridoù hag e lizheroù, a voe echuet e 1947. Goude-se e voe klasket testoù bev evit o atersiñ, ar pezh a voe ampellet e 1956 en abeg da Vrezel Aljeria. E 1986 e voe embannet L'Évangile du fou - Charles de Foucauld, le manuscrit de ma mère morte, ul levr sinet gant Jean-Edern Hallier (1936-1997) ma veskas e vuhezskrid gant hini ar penitiour, e koll hemañ diwezhañ dirak daoulagad an Iliz[8]. Disheñvel diouzh re ar pab Benead XV e oa selloù ar penitiour war sevenadur Touareged Aljeria, ha disheñvel ivez o ali a-zivout an trevadennerezh, pa oa savet ABU a-du gant an didrevadennerezh.
En desped da gement-se holl e voe lakaet Charles de Foucauld da azaou d'ar 24 a viz Ebrel 2001 gant ar pab Yann-Baol II kent bout gwenvidikaet gant ar pab Benead XVI d'an 13 a viz Du 2005.
D'ar 15 a viz Mae 2022 e voe santelezhet gant ar pab Frañsez[9].
Labourioù
kemmañ- Skiantel
- 1908 : Grammaire, dialogues et dictionnaire touaregs de A. de Motylinski, revus et complétés par le P. de Foucauld, René Basset
- Esquisses sahariennes, trois carnets inédits de 1885, Jean Maisonneuve, 1985 (ISBN 978-2-7200-1038-5)
- Reconnaissance au Maroc (1888), L'Harmattan, 1998 Patrom:978-2-7384-6645-7
- 1918-1920 : Dictionnaire abrégé touareg-français (dialecte de l’Ahaggar), René Basset, Aljer, Carbonnel, 2 levrenn
- 1920 : Notes pour servir à un essai de grammaire touarègue (dialecte de l’Ahaggar), René Basset, Aljer, Carbonnel
- 1922 : Textes touaregs en prose, Édisud, 1984 (ISBN 978-2-85744-390-2)
- 1925-1930 : Chants touaregs, Albin Michel, 1997 (ISBN 978-2-226-09432-2)
- 1925-1930 : Poésies touarègues (dialecte de l’Ahaggar), Paris, Leroux, 2 levrnn
- 1940 : Dictionnaire abrégé touareg-français des noms propres (dialecte de l’Ahaggar), André Basset, Paris, Larose
- 1951-1952 : Dictionnaire touareg-français - Dialecte de l'Ahaggar, L'Harmattan, 2005, (ISBN 978-2-7475-8173-8)
- Speredel
- L'Évangile présenté aux pauvres nègres du Sahara, Paris et Grenoble, B. Arthaud, 1947[10]
- Contemplation, Beauchesne, 1969 (ISBN 978-2-7010-0469-3)
- Aux plus petits de mes frères, Nouvelle Cité, 1974 (ISBN 978-2-85313-002-8)
- Qui peut résister à Dieu ?, Nouvelle Cité, 1980 (ISBN 978-2-85313-046-2)
- Voyageur dans la nuit, Nouvelle Cité, 1980 (ISBN 978-2-85313-038-7)
- Carnets de Tamanrasset, Nouvelle Cité, 1986 (ISBN 978-2-85313-129-2)
- Considérations sur les fêtes de l'année, Nouvelle Cité, 1987 (ISBN 978-2-85313-149-0)
- Commentaire de Saint Matthieu,, Nouvelle Cité, 1989, (ISBN 978-2-85313-205-3)
- Le Modèle unique, Résiac, 1990 (ISBN 978-2-85268-188-0)
- Cette chère dernière place, Éditions du Cerf, 1991 (ISBN 978-2-204-04143-0)
- Carnet de Beni Abbes, Nouvelle Cité,1993 (ISBN 978-2-85313-258-9)
- Règlements et Directoire, Nouvelle Cité, 1995 (ISBN 978-2-85313-276-3)
- La Bonté de Dieu, Nouvelle Cité, 1996 (ISBN 978-2-85313-298-5)
- L'Imitation du Bien Aimé, Nouvelle Cité, 1997 (ISBN 978-2-85313-317-3)
- Au fil des jours, Nouvelle Cité, 1997 (ISBN 978-2-85313-309-8)
- La Dernière Place, Nouvelle Cité, 2002 (ISBN 978-2-85313-425-5)
- Méditations sur les psaumes, Nouvelle Cité, 2002 (ISBN 978-2-85313-419-4)
- En vue de Dieu seul, Nouvelle Cité, 2002 (ISBN 978-2-85313-001-1).
- Petit frère de Jésus, Nouvelle Cité, 2003, (ISBN 978-2-85313-438-5)
- Crier l'Évangile, Nouvelle Cité, 2004 (ISBN 978-2-85313-450-7)
- Seul avec Dieu, Nouvelle Cité, 2004 (ISBN 978-2-85313-462-0)
- L'Esprit de Jésus, Nouvelle Cité, 2005 (ISBN 978-2-85313-483-5)
Levrlennadur
kemmañUl levrlennadur klok (1908-2015) ha liesyezhek zo e lec'hienn an Association Famille Spirituelle Charles de Foucauld
- Mammennoù pennañ
- ANTIER, Jean-Claude : La Prière d'abandon, Desclée de Brouwer, 2010 (ISBN 978-2-220-06187-0)
- BOULANGER, Jean-Jacques : Charles de Foucauld, Perrin, 2004 (ISBN 978-2-262-01818-4)
- HALLIER,Jean-Edern, L'Evangile du fou : Charles de Foucauld, le manuscrit de ma mère morte, Albin Michel, 1986
- MAXENCE, Jean-Luc : L'appel du désert, Presses de la Renaissance, 2002 (ISBN 978-2-85616-838-7)
- SIX, Jean-François & SERPETTE, Maurice & SOURISSEAU, Pierre : Le Testament de Charles de Foucauld, Fayard, 2004 (ISBN 978-2-213-62282-8)
- SIX, Jean-François : Le Grand Rêve de Charles de Foucauld et Louis Massignon, Albin Michel, 2008 (ISBN 978-2-226-18276-0)
- SIX, Jean-François : Charles de Foucauld autrement, Desclée de Brouwer, 2008 (ISBN 978-2-220-06011-8)
- VIRCONDELET, Alain : Charles de Foucauld, Éditions du Rocher, 1997 (ISBN 978-2-268-02661-9)
- JIJÉ : Charles de Foucauld : conquérant pacifique du Sahara, Éditions du Triomphe, 2005 (ISBN 978-2-84378-262-6)
- MARCHON, Benoît Marchon & BECKER, Léo & BECKER, Béatrice : Charles de Foucauld : Bayard Jeunesse, 2005 (ISBN 978-2-7470-0568-5)
- VALSESIA, M. & BACH, D. : Charles de Foucauld, Éditions du Signe, 2005 (ISBN 978-2-7468-1606-0)
- L'Appel du silence gant Léon Poirier, 1936[11]
- La Route Inconnue, gant Léon Poirier, 1949[12]
- DVD Charles de Foucauld Une histoire de confiance, Petites Sœurs de Jésus, 2008
- DVD La trace du premier pas, Dominique Davin, Abbaye Notre-Dame-des-Neiges
- DVD Bernard Martino, Charles de Foucauld, 1858-1916, Le Jour du Seigneur
- Charles de Foucauld, chemin d'humanité, Daniel Ziegler, 2010
Notennoù
kemmañ- ↑ Gall e oa chomet Nancy, tra ma oa aet Metz ha Strosburi gant an Impalaeriezh alaman.
- ↑ Er yuzeviezh ez eo chabbat lid seizhvet deiz krouidigezh ar bed ; a Wener noz da Sadorn noz ez eo arabat labourat ha ret studiañ, pediñ ha kousket ; gwelit (br) Geneliezh 2:1-3
- ↑ « An Trap » a reer eus an urzh relijiel-se peurliesañ, en enor d'an abati Notre-Dame de la Trappe e Soligny-la-Trappe (Orne) ma voe diazezet e 1098.
- ↑ Penn uhelañ ur c'hengevread Touareged ; tamenoukalt eo an anv pa vez ur vaouez o ren.
- ↑ (br) Ar Skol dre Lizer, 1982, p. 261
- ↑ (fr) Lenn en-linenn
- ↑ (fr) AFS Charles de Foucauld
- ↑ (fr) HALLIER, Jean-Edern : L'Évangile du fou - Charles de Foucauld, le manuscrit de ma mère morte, Albin Michel, 2007 (ISBN 978-2-226-17669-1)
- ↑ (fr) 'Charles de Foucauld – Canonisation le 15 mai 2022'. Kavet : 20 Mae 22.
- ↑ Amazon.fr
- ↑ (en) Internet Movie Database
- ↑ (en) Internet Movie Database