Benead XVI
Pab an Iliz katolik roman

Nos ergo debemus sublevare huiusmodi, ut cooperatores simus veritatis

Ardamezioù ar pab Benead XVI

Ganedigezh 16 a viz Ebrel 1927
Marktl, Alamagn Alamagn
Dilennet da bab 19 a viz Ebrel 2005 (78 vloaz)
Tronidigezh 24 a viz Ebrel 2005
Dibenn e baboni 28 a viz C'hwevrer 2013 (85 bloaz) (dilez)
En e raok Yann-Baol II
War e lerc'h Frañsez
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Benead XVI (latin: Benedictus XVI, italianeg : Benedetto XVI, alamaneg : Benedikt XVI) eo an 265vet pab. Dilennet eo d'an 19 a viz Ebrel 2005 e-kerzh ur sened kardinaled, oferennet e liderezh gentañ d'ar 24 a viz Ebrel 2005, ha perc'hennet penniliz San Giovanni in Laterano d'ar 7 a viz Mae 2005. Pab eo betek an 28 a viz C'hwevrer 2013, pa ro e zilez.

Ganet e oa Joseph Alois Ratzinger e Bavaria d'ar 16 a viz Ebrel 1927 ha marvet d'an 31 a viz Kerzu 2022 er Vatikan. Dre ma oa pab e oa ivez eskob Roma ha dre-se, penn an Iliz Katolik ha penn Keoded ar Vatikan. Ar geodedourelezh alaman ha vatikan en doa. Yann-Baol II a oa ar pab araozañ.

Red-buhez

kemmañ

Goude bezañ bet e-pad pell kelenner skol-veur, o kelenn an deologiezh e meur a skol-veur en Alamagn eo anvet da arc'heskob München ha Freising ha kardinal gant ar pab Paol VI e 1977. E 1981 ez eas da Roma e-lec'h ma teuas da vezañ prefed er genvreuriezh evit doktrin ar feiz, unan eus ensavadurioù pennañ ar guria roman.

Paboni

kemmañ

Evel ar bibien all araozañ ez eo Benead XVI mirelour e-keñver an deologiezh hag e gelenn hag e skridoù sperius a zifenn un doktrin gatolik hengounel. E-kerzh e baboni en deus kuzuliet Benead XVI Europa da zont en-dro war-du pennaennoù kristen evit respont d'an digristennadur a zo o c'hoarvezout e meur a vro. Soñjal a ra dezhañ eo nac'h ar c'henverelouriezh e-keñver ar wirionez objektivel, ha nac'h ar wirionez divezel, ar gudenn vrasañ er XXIañ kantved. Kelenn a ra ar fed eo a-bouez evit an Iliz Katolik hag evit an denelezh arvestal karantez dasprener Doue.

Ar Ratzinger Foundation

kemmañ

Benead XVI a zo saver ha penn ar Ratzinger Foundation, un aozadur aluzenus. Gounez a ra hemañ diwezhañ arc'hant gant ar skridoù embannet gant Benead XVI ha reiñ a ra yalc'hadoù gant an arc'hant-se da studierien ar bed a-bezh.

D'an 11 a viz C'hwevrer 2012 ec'h embannas ar pab Benead XVI e roe e zilez a-benn an 28 eus ar miz da 8e00 noz. Un darvoud seurt-se a c'hoarvez ral a wezh en istor an Iliz (er XVvet kantved evit ar wezh diwezhañ, gant Gregor XII). Adal neuze e oa deuet da vezañ "pab enorus" hag aet da vevañ e manati Mater Ecclesiae eus ar Vatikan, lec'h ma varvas d'an 31 a viz Kerzu 2022.

Notennoù ha daveoù

kemmañ