Paol VI
Paol VI Pab an Iliz katolik roman | |
---|---|
In nomine Domini | |
Ganedigezh | 26 a viz Genver 1897 e Concesio, ![]() |
Dilennet da bab | 21 a viz Even 1963 (65 bloaz) |
Tronidigezh | 30 a viz Even 1963 |
Dibenn e baboni | 6 a viz Eost 1978 (80 vloaz)![]() |
En e raok | Yann XXIII |
War e lerc'h | Yann-Baol Iañ |
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg | |
kemmañ ![]() |
Paol VI (e latin Paulus VI, e italianeg Paolo VI), bet ganet Giovanni Battista Enrico Antonio Maria Montini d'ar 26 a viz Genver 1897, a zo bet Pab an Iliz katolik roman adalek 1963 betek e varv d'ar 6 a viz Eost 1978. Dilennet eo bet da bab goude marv Yann XXIII, pab araozañ hag en doa roet lañs da eil sened-iliz Vatikan. Gwellaet en deus an darempredoù etre ar gristenien, etre an Iliz katolik hag an ortodoksed, an anglikaned hag ar brotestanted ar pezh en deus roet emvodoù hag emglevioù istorel. Lakaet eo bet da wenvidig d'an 19 a viz Here 2014 ha da sant d'ar 14 a viz Here 2018. [[Rummad:Marvioù 1978]