14 Gwengolo
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- -81 : dont a ra Domitianus da vezañ impalaer an Impalaeriezh roman goude marv e vreur Titus.
- 786 : dont a ra Harun al-Rashid da vezañ kalif e Baghdad.
- 1791 : Avinhon hag a oa e Stadoù ar Pab a dremen e Bro-C'hall.
- 1812 : soudarded Arme Veur Napoleon Iañ a ya tre e Moskov.
- 1946 : referendom war an dizalc'hiezh en enezeg Faero : 48,7% a-du gant an dizalc'hiezh, 47,2% a-enep.
- 1960 : taol-stad gant Mobutu Sese Seko e Kongo.
- 1993 : gant kuzul rannvro Sardigna eo anavezet ent-ofisiel sa Die de sa Sardigna, devezh ar vro, a vez lidet bep bloaz d’an 28 a viz Ebrel, e koun emsavadeg 1774.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1401 : Maria Kastilha, rouanez kenseurt Aragon ha Naplez.
- 1760 : Luigi Cherubini, sonaozour italian.
- 1769 : Alexander von Humboldt, skiantour hag ergerzher alaman.
- 1785 : Louis Bizeul, istorour ha arkeologour breizhat.
- 1804 : John Gould, bevoniour, evnoniour ha skeudennaouer saoz.
- 1848 : Adolf Albin, mestrec'hoarier echedoù roumanat.
- 1849 : Ivan Pavlov, medisin rusian (priz Nobel e 1904).
- 1868 : Théodore Botrel, kaner ha saver kanaouennoù.
- 1899 : Youenn Drezen, skrivagner brezhonek.
- 1926 : Michel Butor, skrivagner gall.
- 1956 : Kostas Karamanlis, kentañ ministr Gres.
- 1965 : Dmitriy Medvyedyev, prezidant ha kentañ ministr Rusia.
- 1969 : Gregory Serper, mestrc'hoarier echedoù ouzbek.
- 1983 : Amy Winehouse, kanerez saoz.
Marvioù
kemmañ- 1321 : Dante Alighieri, barzh italian.
- 1821 : Heinrich Kuhl, loenoniour ha naturour alaman.
- 1835 : Aleksandr MacDonnell, mestrc'hoarier echedoù iwerzhonat.
- 1851 : James Fenimore Cooper, skrivagner stadunanat.
- 1853 : Hugh Edwin Strickland, skiantour saoz.
- 1897 : José Alberto de Oliveira Anchieta, ergerzher ha naturour portugalat.
- 1901 : William McKinley, prezidant Stadoù Unanet Amerika.
- 1919 : Jean Taubenhaus, mestrc'hoarier echedoù poloniat-gall.
- 1932 : Jean Cras, ofiser a vor ha sonaozour.
- 1937 : Tomáš Masaryk, prezidant Tchekoslovakia.
- 1949 : Romuald Joubé, aktour c'hoariva ha sinema gall.
- 1982 : Grace Kelly, aktourez stadunanat, Priñsez a Vonako.
- 1998 : Herve Kerrain, stourmer breizhat.
- 2006 : Seán Ó Tuama, lenneg ha barzh iwerzhonek.
Lidoù
kemmañ- Sant an deiz : Sant Maodan
- Gouel ar Groaz savet, pe Gouel ar Groaz gonezet
- sant Epifan, eskob an Naoned (✝ 527)