Arme Veur
An Arme Veur (la Grande Armée e galleg) e oa an anv roet da Arme an Impalaer gall Napoleone Buonaparte adal 1805 da dalañ ouzh monarkiezhioù Europa bodet e kenunaniezhioù enepgall.
Embreget mat e oa, prest da vrezeliñ, doujet e veze outi gant hec'h enebourien, kaset gant an impalaer e-unan, harpet gant e varichaled, ha trec'h e voe alies e tachennoù-emgann Alamagn, Aostria, Polonia ha Spagn, adal aod Portugal betek ar stêr Niemen.
Distrujet e voe an Arme Veur e-pad tro-vrezel Rusia e 1812.
Pennoù an Arme Veur e 1805
kemmañSed amañ anvioù pennoù korfoù-arme an Arme Veur e deroù 1805
-
Iañ korf-arme, marichal Jean-Baptiste Bernadotte
-
IIvet korf-arme, jeneral Auguste Marmont
-
IIIvet korf-arme, marichal Louis Nicolas Davout
-
IVvet korf-arme, marichal Nicolas Soult
-
Vvet korf-arme, marichal Jean Lannes
-
VIvet korf-arme, marichal Michel Ney
-
VIIvet korf-arme, marichal Pierre Augereau
-
Adarme marc'hegerezh , marichal Joachim Murat
Niver a soudarded
kemmañDa gentañ, er Grande Armée e oa seizh korf-arme dindan Marichaled an Impalaeriezh. Dre ma veze aloubet douaroù nevez e kreske niver ar soudarded betek tizhout 600 000 soudard, hep kontañ ur milion en adarme en 1812, a-raok aloubadeg Rusia en brezel ar C'hwec'hvet Kenunaniezh. A-benn neuze e konted :
War-bouez ar c'horfoù-arme polonat hag aostrian ne oa nemet ur jeneral gall e penn pep hini eus ar re-se.