Alexander von Humboldt

Friedrich Wilhelm Heinrich Alexander von Humboldt pe, berroc’h, Alexander von Humboldt (ganet e Berlin d’ar 14 a viz Gwengolo 1769 – marv e Berlin d’ar 6 a viz Mae 1859) a voe un ergerzher hag ur skiantour alaman, breur d’ar yezhour Wilhelm von Humboldt.

Alexander von Humboldt, taolenn gant Friedrich Georg Weitsch (1806)

Adalek 1788 e voe mignon gant al louzawour Carl Ludwig von Willdenow, ha gant hennezh e voe broudet e zoug da skiantoù an natur. E 1789 ez eas da skol-veur Göttingen, ar skol-veur brudetañ en Alamagn en amzer-se, hag eno e voe dedennet gant ar studi war an dachenn. Ober a reas anaoudegezh gant Georg Forster, ha mont a reas a-gevret gantañ e 1790 da veajiñ dre Europa (an Izelvroioù ha Bro-Saoz). Kenderc’hel a reas e studioù en Akademiezh Busch e Hamburg ha goude-se e Skol Vengleuzioù Freiberg, ma oa an douarour brudet Abraham Werner.

Beaj da Amerika

kemmañ

Da 27 vloaz e oa gantañ ur stummadur klok war skiantoù an natur, an douarouriezh, al louzawouriezh, an douaroniezh, ar steredoniezh, al loenoniezh, ha war meur a yezh. Ouzhpenn se e oa pinvidik ha prest da aozañ beajoù skiantel bras. E Pariz e reas anaoudegezh gant Aimé Bonpland, a yeas gantañ en e veaj da Amerika. Loc’hañ a rejont kuit eus A Coruña, e Galiza, ha goude un diskenn e Tenerife, ez erruas Humboldt ha Bonpland e Venezuela d’ar 16 a viz Gouere 1799. O vont kuit eus Caracas e savas an ergerzherien gant traoñienn an Orinoko da-gaout eien ar stêr vras-se ha diskouez a rejont e oa e darempred gant an Amazon. Ur veaj all a rejont da Guba, ha distreiñ d’an douar bras da c’houde. O loc’hañ kuit eus aod Kolombia e savjont a-hed traoñienn ar stêr Magdalena, evit treuziñ an Andoù goude-se hag erruout e Quito.

 
Alexander von Humboldt hag Aimé Bonpland e-harz ar menez-tan Chimborazo, taolenn gant Friedrich Georg Weitsch (1810)
 
Chimborazo, Riobamba - Ecuador

E-pad o beaj e voe krapet ganto menezioù uhel evel ar Chimborazo hag ar Pichincha, daou venez-tan zo bremañ en Ecuador, ha kenderc’hel a rejont gant o beaj war-zu andon ar stêr Amazon, a-raok distreiñ war-zu ar c’hornôg ha tremen dre Lima ha Callao. Eno e studias von Humboldt ar gwano a oa dianav en Europa c’hoazh. Studiañ a reas ivez ar Meurvor Habask ha deskrivañ a reas ur gasenn vor zo anvet kasenn Humboldt abaoe, diwar e anv. Eus aod Perou ez ejont war vag da Vec'hiko. Eno e tremenjont ur bloavezh a-raok na vijent pedet gant prezidant ar Stadoù-Unanet Thomas Jefferson, a blije dezhañ kenañ ar studioù douaroniezh. En dibenn ez ejont da Europa en-dro, da Bariz. En holl e oa padet o beaj pemp bloavezh (eus 1799 da 1804) ha dizoloet o doa ur bern traoù war dachenn an douaroniezh ha skiantoù an natur.

Skrivagner ha diplomat

kemmañ

E 1805 e teuas da vezañ doktor e skol-veur Frankfurt an der Oder hag ezel eus Akademiezh Skiantoù Prusia. Goude meur a vloaz e Berlin ez eas von Humbolt da Bariz en-dro, hag eno e chomas betek 1827. Labourat a reas neuze war e levr Régions équinoxiales du Nouveau Continent (1811 - 1826), ur c’hendastum eus e veaj da Suamerika hag e zizoloadennoù eno. Goude-se e voe o chom e Berlin, ur gêr a veze kuitaet gantañ ur wech an amzer da vont d’ober kefridioù evel diplomat da Vro-C'hall, Bro-Saoz ha Danmark, e servij roue Prusia. E 1829 ez eas da ergerzhout Kreiz Azia (Oural, Altai ha Mor Kaspia), a-gevret gant ar skiantour Christian Gottfried Ehrenberg. E 1844 e teuas er-maez e levr "Central Asien", diwar-benn ar veaj-se. Bloavezhioù diwezhañ e vuhez a voe gouestlet gantañ da sevel e oberenn veur Kosmos (1845 - 1862), ur c’hendastum eus holl ouiziegezh skiantel ar mare-se, e pemp levrenn.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.