Tenerife

Tenerife eo ar vrasañ eus an Inizi Kanariez, er Meurvor Atlantel, dirak aod Afrika, e dalc'h Spagn.

Sede pelec'h emañ Enez Tenerife

IstorAozañ

Tenerife, evel Kanariez gwitibunan, a oa poblet gant Gwanched, Berbered anezho. Er XVvet kantved e oa Tinerfe o ren e Tenerife, pa rannas an enez etre e nav mab.

En 1483 e kodianas pobl Gran Canaria, an enez amezek, d'ar Spagnoled, ma chomas Tenerife an enez diwezhañ o stourm ouzh Kastilha.


  • 31 a viz Mae 1494 : en inizi Kanariez : lazhadeget ar Gastilhaned gant ar Gwanched en Tenerife e La Matanza de Acentejo.