Iwerzhoneg

yezh keltiek a vez komzet en Iwerzhon
(Adkaset eus Iwerzhonek)

An iwerzhoneg (Gaeilge) zo unan eus ar yezhoù gouezelek, komzet en Iwerzhon. En Iwerzhon e ra an dud na blij ket ar yezh-se dezho gant an anvadur 'Gaelic' (Gouezeleg), met gant ar yezhoniourien ha gant Bonreizh Iwerzhon ez eo iwerzhoneg a vez graet anezhi peurvuiañ. Ober gant an anv gouezeleg a c’hell lakaat da faziañ ha da gemmeskañ gant gouezeleg Skos, ur yezh kar komzet e Bro-Skos.

Iwerzhoneg
  • ██ Ar Gaeltacht

  • Tachenn Iwerzhon Iwerzhon
    Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
    Rannvro Europa ar C'hornôg

    Yezherien
    (2022)
    Yezh 1 : 195 029
    Er skolioù : 71 968
    Yezh 2 : 1 873 997
    Familh yezh Indezeuropek
     Keltieg
      Gouezelek
       Iwerzhoneg
    Statud ofisiel
    Yezh ofisiel Iwerzhon Iwerzhon
    Norzhiwerzhon
     Unaniezh Europa
    Akademiezh Foras na Gaeilge
    Kodoù etrebroadel
    ISO 639-1 ga
    ISO 639-2 gle
    ISO 639-3 gle
    SIL GLE

    Komzet e vez iwerzhoneg en enezenn a-bezh, e Republik Iwerzhon (Poblacht na hÉireann, Republic of Ireland), hag ivez e Hanternoz Iwerzhon (Tuaisceart na hÉireann, Northern Ireland). Yezh vroadel ha yezh ofisiel gentañ ar Republik eo, hervez ar Vonreizh.

    Gant ar gresianeg hag al latin ez eo an iwerzhoneg unan eus ar yezhoù skrivet koshañ a zo en Europa, peogwir e kaver skridoù iwerzhonek kerkent hag ar c’hwec’hvet kantved. "Amra Choluim Cille", ur skrid diwar-benn buhez sant Colm Cille, eo ar skrid koshañ a zo deuet betek ennomp hiziv ; eus ar bloavezh 597 eo.

    E 1366 e voe embannet "Statudoù Cill Chainnigh" (e saozneg, Kilkenny), al lezennoù kentañ, savet gant ar Saozon o doa aloubet Iwerzhon, a-enep an implij eus an iwerzhoneg gant an drevadennerien saoz, a zeue muioc’h-mui da vezañ heñvel ouzh tud ar vro. Pa fellas d’ar roue saoz Herri VIII bezañ "roue Iwerzhon" ivez, e 1541, e voe ret lenn an embannoù en iwerzhoneg dirak dileuridi an drevadennerien er parlamant e Dulenn.

    E dibenn an 19vet kantved ne chome ket kalz a dud o komz iwerzhoneg er vro ken, goude Naonegezh vras ar bloavezhioù 1845 – 1849, pa varvas tremen ur milion a dud gant an naon, an darn vrasañ anezho tud diwar ar maez hag iwerzhonegerien anezho. Er skolioù e voe berzet an iwerzhoneg, adalek 1831. Muioc’h-mui e veze implijet ar saozneg gant tud ar vro, ha gant ar vroadelourien. E niveridigezh 1891 ne oa nemet 3% eus ar vugale 3-4 bloaz a rae gant an iwerzhoneg.

    Stad ar yezh

    kemmañ

    Pa zeuas Iwerzhon da vezañ ur stad dieub e 1922 e teuas an iwerzhoneg da vezañ yezh ofisiel, ha rediet e voe an holl skolidi d'e zeskiñ er skolioù kentañ hag eil derez. Daoust m’eo yezh ofisiel ha yezh vroadel n’eo ket gwall implijet an iwerzhoneg er vro. Met er bloavezhioù diwezhañ eo bet gwellaet kalzik stad ar yezh. Abaoe 1996 ez eus ur chadenn skinwel en iwerzhoneg, "TG4", hag abaoe miz Ebrel 2003 ez eus ur gazetenn bemdeziek, "Lá" (An Deiz) hag a zo embannet en hanternoz Iwerzhon. Skingomzoù zo ivez : Raidió na Gaeltachta, a skign en iwerzhoneg en enezenn a-bezh, Raidió na Life, ur skingomz lec’hel e Dulenn ; ha bep sul e c’heller prenañ ur gazetenn sizhuniek en iwerzhoneg Foinse (stivell).

    E miz Gouere 2003 e oa bet degemeret gant parlamant Iwerzhon ul lezenn nevez evit kas an iwerzhoneg war-raok, al "Lezenn war ar Yezhoù Ofisiel, 2003". Evit gouzout hiroc’h, en iwerzhoneg pe e saozneg, e c’hellit mont da welet [1].

    Anavezet eo an iwerzhoneg ent-ofisiel en Hanternoz Iwerzhon ivez, abaoe Emglev Gwener ar Groaz, skoulmet e 1998, hag a ro anaoudegezh ivez da skoteg Ulad (n’eo ket ali an holl da c’houzout daoust hag ur yezh pe ur rannyezh eo skoteg Ulad).

    D'an 13 a viz Mezheven 2005 e oa bet divizet gant Unaniezh Europa anavezout an iwerzhoneg da yezh ofisiel : ar 21añ yezh ofisiel e vo, adalek ar 1añ a viz Genver 2007.

    Gaeltacht a reer eus ar c’hornioù-bro m’eo an iwerzhoneg ar yezh komzet pennañ enno. En em astenn a ra ar gouezelegva-se e Conamara, er c’hornôg da gêr Gaillimh/Galway, e kontelezh Dún na nGall/Donegal er gwalarn, hag e ledenez An Daingean e kontelezh Ciarraí/Kerry, dreist-holl. Takadoù bihanoc’h zo c’hoazh e kontelezhioù Korkig/Cork, Maigh Eo/Mayo, Port Láirge/Waterford ("An Rinn") ha /Meath.

    Yezhoniezh

    kemmañ

    Evit ar re na ouzont ket ar yezh e seblant an doare-skrivañ bezañ luziet-spontus ! Pa gomprener ar reolennoù anezhi avat, e teu un tamm poell d’an doare-skrivañ-se. Un tired lemm (´), anvet síneadh fada (pe berraet da fada hepken), a gaver war vogalennoù evit merkañ o hirder. Kalz reolennoù yezhadur zo diazezet war meizad ar vogalennoù "ledan" (a, o, u, á, ó hag ú) ha "strizh" (i, e, í hag é), ha daou zoare kemmadur zo. Diforc’hioù bras a-walc’h zo etre ar rannyezhoù a gomzer er c’hornôg, en hanternoz, hag er mervent, evel ma vez e brezhoneg. Diazezet eo ar yezh skrivet unvan war rannyezh ar mervent kentoc’h.

    Er bloavezhioù 1940 e voe embannet gant gouarnamant Iwerzhon reolennoù ar yezh skrivet unvan, "an Caighdeán Oifigiúil", a eeunas reizhskrivadur kalz gerioù. Lizherennoù na vezent ket distaget a voe paouezet da skrivañ, hag eeunaet e voe an doare d'aroueziañ distagadur ar vogalennoù. Da skouer :

    • Gaedhilge => Gaeilge, "an iwerzhoneg"
    • Lughbhaidh => , anv ur gontelezh (Louth e saozneg)
    • biadh => bia, "boued"

    Doare-skrivañ

    kemmañ
     
    ar ger Gaelach (iwerzhonat, gouezelek) skrivet gant ar font cló Gaelach

    Betek an ugentvet kantved e veze implijet, er skridoù moullet, ur stumm lizherennoù ispisial evit an iwerzhoneg, deuet eus al lizherennoù a veze implijet er Grennamzer dre Europa a-bezh gant ar venec’h a adskrive dornskridoù latin. En ugentvet kantved avat e voe kroget d'ober gant al lizherennoù moull a reer ganto e saozneg pe e brezhoneg ha hiziv ez eo an doare-se a vez implijet.

    Gerioù iwerzhonek implijet evit komz eus Iwerzhon

    kemmañ

    Un toullad gerioù iwerzhonek zo tremenet er saozneg evit komz eus buhez Iwerzhon hiziv ha kavet e vezont bremañ en holl yezhoù:

    • Uachtarán na hÉireann [ˈuəxt̪ˠəɾˠɑːn̪ˠ n̪ˠə ˈheːɾʲən̪ˠ], [OUc’h-tar-AN na HE-ran] (Prezidant Iwerzhon)
    • Taoiseach [t̪ˠiːʃəx], [TI-chac’h] (Kentañ Ministr)
    • Dáil Éireann [d̪ˠaːlʲ ˈeːrʲən̪ˠ], [dal E-ran] (Parlamant Iwerzhon)
    • Seanad Éireann [ˈʃan̪ˠəd̪ˠ ˈeːɾʲən̪ˠ], [CHE-nad E-ran] (Sened Iwerzhon)
    • Éire [ˈeːɾʲə], [Ei-ra] (anv iwerzhoneg ar vro, hag anv ar stad abaoe 1937)
    • Radio Teilifís Éireann [ˈradʲo ˈtʲɛlʲəfʲiːʃ ˈeːrʲən], [RA-dio TE-le-fich E-rin] (skinwel broadel Iwerzhon, RTÉ)
    • Fianna Fáil [ˌfʲiənə ˈfɔːlʲ], [FI-ena fol] (ar strollad politikel brasañ en Iwerzhon, a dalvez e anv kement ha "Soudarded an Tonkadur", pe "Soudarded Iwerzhon" dre zeveradur)
    • Fine Gael [ˈfʲɪnʲə ˈɡeːl̪ˠ], [FI-ne gel] (an eil strollad brasañ, a dalvez e anv kement ha "Familh ar Ouezeled".)
    • Sinn Féin [ʃɪnʲ fʲeːnʲ], [chin fein] (strollad politikel en enezenn a-bezh, a dalvez e anv kement ha "Ni Hon-unan")
    • bodhrán /ˈbaʊrɑːn/, [BAO-ran] (doare taboulin)
    • poitín [ˈpˠotʲiːn], [PO-tyin] (doare lambig)
    • céilí [ˈceːlʲiː], [KEI-li] (fest gant dañsoù ha sonerezh hengounel)

    Levrlennadur

    kemmañ
    • Arzel Even, Istor ar Yezhoù Keltiek, Hor Yezh
    • Jorj Abherve-Gwegen, An iwerzhoneg o skediñ en-dro, Al Liamm] niv. 374

    Liammoù diavaez

    kemmañ
    Sellit ouzh ar ger iwerzhoneg er
    wikeriadur, ar geriadur frank.
      Porched ar yezhoù hag ar skriturioù
    Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar yezhoù.