Fianna Fáil
Fianna Fáil (pe Soudarded an Tonkad) anvet ivez Fianna Fáil - An Páirtí Poblachtach (Fianna Fáil - ar Strollad Republikan) zo ur strollad politikel iwerzhonat mirour eus Republik Iwerzhon.
Deiziad krouiñ | 16 Mae 1926 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Fianna Fáil |
Anv berr | FF |
Diazezer | Éamon de Valera |
Prezidant | Mícheál Ó Máirtín |
Stad | Iwerzhon |
Ezel eus | Alliance of Liberals and Democrats for Europe Party, Union for Europe of the Nations |
A dalv evit tiriad | Iwerzhon |
Political alignment | centrism, centre-right |
Ideologiezh politikel | Christian democracy, pro-Europeanism, Irish republicanism |
Lec'h diazez | Capitol Cinema |
Sez sokial | Dulenn |
SRGB color hex triplet | 66BB66 |
Lec'hienn ofisiel | https://www.fiannafail.ie/ |
Rummad evit an izili | Category:Fianna Fáil politicians |
An anv Fianna Fáil a vez troet alies gant Soudarded an Tonkad ; gwelet e vez ivez an droidigezh "Kadourien Fál" ("Fál" o vezañ un doare da envel Iwerzhon).
Ar strollad a voe savet evel ur strollad republikan d'an 23 a viz Meurzh 1926 goude un troc'h gant ar Sinn Féin abalamour d'un dizemglev war an emrenerezh.
Ar Fianna Fáil a vez gwelet evel unan eus an daou strollad iwerzhonat eus an tu dehoù, e-kichen ar Fine Gael. Lakaet e vez a-zehoù d'ar Sinn Féin ha d'al Labour Party. Voterien ar strollad zo tud eus an holl renkadoù sokial.
Istor ar Fianna Fáil
kemmañFianna Fáil a oa bet krouet gant Éamon de Valera. Bet e oa bet eñ hag e harperien o freuzañ gant ar Sinn Féin pa voe c'hwitet gantañ da lakaat da dremen ur mennad a ginnige e vefe roet an tu d'ar gannaded dilennet da gadoriañ en Dáil Éireann pa vefe riset an Oath of Allegiance (ledouet da Vro-Saoz). E-pad Ardfheis ar Sinn Féin e 1926 e voe talet ouzh ar mennad. Ar strollad a gemeras an anv Fianna Fáil d'an 2 a viz Ebrel memes bloavezh.
Ar strollad nevez-se ar Fianna Fáil, a oa enebet ivez ouzh an Emglev etre Breizh-Veur ha Republik Iwerzhon, ne oa ket a-du kennebeut izili ar strollad nevez gant an doare ma oa da sevel ar republik iwerzhonat. Mennozh diazez ekonomikel ar Fianna Fáil an emvasterezh (ekonomiezh serret) a blije d'ar gouerien, d'ar vicherourien ha d'ar re baourañ. Eus an tu all e oa gwelet fall ar strollad gant pennoù uhel ar gevredigezh.
Adal savidigezh gouarnamant kentañ ar strollad Fianna Fáil, d'an 9 a viz Meurzh 1932, betek dilennadegoù 2011, ar strollad a oa bet o ren ar vro e-pad 61 bloaz diwar 79.