Kontelezh An Mhí

Kontelezh An Mhí pe Kontelezh Mí (Contae na Mí en iwerzhoneg ha County Meath e saozneg) zo ur gontelezh e reter Iwerzhon, er c’hornôg da Zulenn. An Uaimh (Navan) eo kêr-benn ar gontelezh. Ur gêr vras all eo Baile Átha Troim (Trim), ar gêr-benn gozh. Ul lodenn eus proviñs kozh e oa ar gontelezh-se gwechall, ha rannet e voe diouti Kontelezh Iarmhí (Kornôg Mí) e 1543. 162 831 a dud a oa o chom enni e 2006. Niver an annezidi a sav bremañ da 194 942 (2016).

kontelezh Mí


NotennoùAozañ