11 Gwengolo
deiziad
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1297 : en Emgann Stirling eo faezhet ar Saozon gant ar Skosiz, bleinet gant William Wallace.
- 1541 : distrujet eo Santiago de Chile gant ar penn-brezel indian Michimalonko.
- 1609 : dilestrañ a ra Henry Hudson war enezenn Manhattan.
- 1683 : Emgann Vienna, etre an Impalaeriezh Otoman hag an Impalaeriezh Santel Roman.
- 1709 : Emgann Malpaquet, Aostria, Bro-Saoz hag an Izelvroioù a stourm ouzh Frañs.
- 1714 : rankout a ra Barcelona kodianañ gant armeoù Spagn ha Bro-C'hall.
- 1758 : trec'het eo ar Saozon en emgann Sant-Kast-ar-Gwildoù.
- 1914 : aloubet eo Preden-Nevez gant Aostralia.
- 1927 : krouet eo Strollad Emrenerien Vreiz da-geñver kentañ kendalc'h Breiz Atao e Rosporden.
- 1932 : Stad Roazhon a gemer perzh e kampionad mell-droad Frañs evit ar c'hoarierien a-vicher.
- 1967 : penn-kentañ filmañ Magical Mystery Tour gant ar filmaozer breizhveuriat Bernard Knowles hag izili ar strollad The Beatles evel aktourien.
- 1973 : taol-stad Augusto Pinochet a-enep da brezidant Chile Salvador Allende.
- 1997 : votadeg e Bro-Skos evit adsevel ur parlamant, goude 290 vloaz a unaniezh gant Bro-Saoz.
- 2001 : Gwalldaolioù ramzel e New-York hag e Washington dre dagañ daou skraber-oabl ha Departamant an Difenn gant tri c'harr-nij bras.
Ganedigezhioù
kemmañ- 1470 : Martin Waldseemüller, kartennaouer alaman.
- 1524 : Pierre de Ronsard, barzh gallek.
- 1700 : James Thomson, barzh ha dramaour skosat.
- 1856 : Edgar Alexander Mearns, evnoniour ha surjian an arme stadunanat.
- 1865 : Rainis, barzh ha dramaour eus Latvia.
- 1882 : Asta Nielsen, aktorez danat.
- 1885 : D.H. Lawrence, skrivagner saoznek.
- 1917 : Ferdinand Marcos, prezidant Filipinez.
- 1937 : Herri ar Borgn, skrivagner brezhonek.
- 1944 : Everaldo, melldroader etrebroadel brazilian.
- 1945 : Franz Beckenbauer, melldroader etrebroadel ha gourdoner alaman.
Marvioù
kemmañ- 1161 : Melisanda, rouanez Jeruzalem.
- 1733 : François Couperin, sonaozer gall.
- 1905 : Jules Arnous de Rivière, mestrc'hoarier ha kazetennour echedoù breizhat.
- 1917 : Georges Guynemer, nijer gall.
- 1948 : Muhammad Ali Jinnah, krouer Pakistan.
- 1963 : Victor Le Gorgeu, harzer ha brorener gall.
- 1971 : Nikita C'hrouchtchov, politiker rusian.
- 1973 : Salvador Allende, prezidant Chile.
- 1987 : Peter Tosh, kaner ha soner eus Jamaika.
- 2009 : Yann-Fañch Prigent, melldroader breizhat.
- 2024 : Alberto Fujimori, politiker perouat, 54vet prezidant Perou.
Lidoù
kemmañ- Devezh ar vro : Katalonia
- Deiz kentañ ar bloaz e deiziadur ar Gopted eus Etiopia hag Ejipt
- er Relijion gatolik :
- Sant Glen
- sant Gonvel, eskob-abad († VIvet kantved)
- sant Ozilar, eskob Naoned († 804)
- sant Marbod, eskob Roazhon († 1123)