Everaldo Marques da Silva
c'hoarier mell-droad Brazil
Everaldo Marques da Silva (pell anavezetoc'h evel Everaldo), bet ganet d'an 11 a viz Gwengolo 1944 e Porto Alegre (Rio Grande do Sul, Brazil) hag aet da Anaon d'ar 27 a viz Here 1974 e Cachoeira do Sul (Rio Grande do Sul, Brazil), a oa ur melldroader etrebroadel brazilian.
Graet e veze Estrela Dourada anezhañ ivez.
Peder gwech warn-ugent en devoa douget krez gwer hag aour A Seleção[1] etre 1967 ha 1972, hep markañ pal ebet.
Difenner kleiz e bost dezhañ war an dachenn, kemeret en devoa perzh Everaldo en un dalc'h hepken :
- Kib vell-droad ar bed 1970 bet aozet e Mec'hiko ma oa aet ar maout gant skipailh broadel Brazil. Perzh e oa eus ar skipailh – Félix - Carlos Alberto, Brito, Piazza, Everaldo - Clodoaldo, Gérson - Jairzinho, Tostão, Pelé, Rivellino – a c'hounezas ar gourfenn ouzh hini Italia en Estadio Azteca (Mec'hiko) d'an 21 a viz Mezheven 1970.
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Unan eus al lesanvioù a zo bet roet da skipailh mell-droad Brazil.