Adolf Albin a zo bet ganet d'ar 14 a viz Gwengolo 1848 e Bukarest (Roumania) ha marvet d'ar 1añ a viz C'hwevrer 1920 e Vienna (Aostria).

Adolf Albin in 1895.

Mestrec'hoarier echedoù roumanian.

Diwezhat e teskas c'hoari, goude e 20 vloaz. Kemer a reas perzh e degouezioù etrebroadel goude e 40 vloaz. E tournamant New York 1893 e voe eilvet war-lerc'h Emanuel Lasker, ha dirak Jackson Showalter hag Harry Nelson Pillsbury. C'hoari a reas e tournamantoù a live uhel-kenañ, evel e Hastings (1895) (8,5/21) ha Nürnberg (1896) (7/18). Daoust da disoc'hoù tournamant izel a-walc'h e oa deut a-benn eus c'hoarierion vrudet, da skouer Wilhelm Steinitz (kampion ar bed) e New York (1894) ha Nürnberg (1896). Gantañ e voe skrivet ar c'hentañ levr echedoù e roumaneg: Amiculŭ Jocului de Schach, bet embannet e 1872.

Enepgaradenn Albin

kemmañ
 

Kemm e Garadenn an Damez:

1.d4 d5

2.c4 e5






Tagadenn Albin

kemmañ

En Difenn Gall:

1.e4 e6

2.d4 d5

3.Mc3 Mf6

4.Fg5 Fe7

5.e5 Mfd7

6.h4

Oberenn skrivet

kemmañ
  • Adolf Albin, Amiculu Jocului de Schach, 1872.

Levr diwar e benn

kemmañ
  • O. Urcan, Chess Fathering a Nation: Adolf Albin (1848-1920) and Georg Marco (1863-1923), Moravian Chess, Olomouc, 2004.

Liammoù diavaez

kemmañ