Menezioù Atlas
- Ur pennad disheñvelout Atlas zo ivez.
An Atlas (berbereg: idurar n Watlas, arabeg: جبال الأطلس) a zo un aradennad venezioù Afrika an Norzh, er Maghreb, war 2 500 km a-dreuz Maroko, Aljeria ha Tunizia. Toukbal, gant e 4 167 m eo ar beg uhelañ, e mervent Maroko. Ar menezioù Atlas a zisparti an aodoù kreizdouarel hag atlantel diouzh ar Sahara. An dud a zo chom er menezioù Atlas a zo Berbered anezho evit an darn vrasañ. Er menezioù-mañ ez eus plant ha loened na vezont kavet nemet amañ, reoù all eus Europa ; ha reoù zo a zo en arvar pe aet da get. Da skouer ar marmouz berber, arzh an Atlas (aet da get), al loupard berber, ar c'harv berber, al leon berber (aet da get), hag all.
Lakaat a ra an anv da soñjal er vojenn c'hresian eus ar ramz Atlas bet kondaonet gant Zeus da zougen bolz an oabl war he zivskoaz.
Rannoù
kemmañMeur a venezieg zo anezho. Teir rann zo d'an Atlas, a gornôg da reter:
- Atlas Maroko e Maroko, teir rann enne ivez[1]:
- an Atlas Krenn a sav betek 3 356 metr e Maroko;
- an Atlas Uhel a sav betek 4 167 metr e Maroko;
- an Enep-Atlas a sav betek 3 305 metr e Maroko;
- Atlas ar Sahara (Aljeria ha Tunizia) anezho
- ar menezioù Aorez a sav betek 2 328 metr er Djebel Chelia en Aljeria;
- Menezioù Tunizia a sav betek 1 544 metr er Djebel Chambi e Tunizia;
- an Atlas tellian (Aljeria ha Tunizia):
Geografiezh
kemmañSavet int bet da mare ar Rakkambrian, ha savet goude e-pad tri marevezh eus istor an douar.
Ar menezioù Anti-Atlas a zo bet krouet pa voe stokadenn etre Afrika hag Amerika. Hiziv an deiz e c'haller gwelout restajoù eus ar menezioù se er Menezioù Appalachoù en Amerika.
Tektonik kentañ
kemmañMare distummadur a empleg an Anti-Atlas, a zo bet krouet er Paleozoeg gant stokadenn ar c'hevandiroù. Norzhamerika, Europa hag Afrika a zo bet stok-ha-stok milionoù a vloavezhioù zo.
An eil tektonik
kemmañE-pad mare ar Mezozoeg e lakae un astennadenn eus ar gwiskad douarel ar c'hevandiroù da bellaat an eil diouzh ar reoù all. An astennadenn-mañ a groue diazoù goueledennet bras ha intrakevandirel. Ul lodenn vras eus lodenn roc'hellek ar menezioù a oa dindan ar morioù pell 'zo.
An trede tektonik
kemmañA-benn ar fin, etre 65 ha 1,8 milion a vloavezhioù zo ez eus bet ur stokadenn all etre Europa hag Afrika evit sevel ar menezioù Atlas a-vremañ.
Regennadoù ar menezioù Atlas
kemmañAtlas Uhel
kemmañAr regennadoù a c'hell bezañ rannet e peder rannvro vras, eus ar c'hornôg d'ar gevred:
- an hini "grenn" Atlas, Atlas uhel, hag Anti-Atlas (Maroko).
- Atlas ar Sahara (Aljeria).
- Tell Atlas (Aljeria, Tunizia).
- Menezioù Aoures (Aljeria, Tunizia).
An Atlas Uhel a zo lec'hiet a-us an Atlas Krenn, mont a ra war-zu bro Aljeria, poblet gant Berbered dreist-holl. El lodenn-mañ emañ Ouarzazate, traoñien an Draa, ha traoñienn an Ourika.
Regennad Atlas krenn
kemmañAl lodenn gren eus ar menezioù Atlas a zo lec'hiet nemet e bro maroko. Goude al lodenn man a zo ul loden garvegier a za betek bro aljeria. An Atlas uhel a en em ledannat a ra war 700 kilometric gant tro dro 10 beg menez a za uheloc'h eget 4.000 metrad. An norzh a zo dispartiet eus al lodenn gren gant ar stêr Sebou.