Eon Fanerozoek

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Kenozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pevare oadvezh
Pleistosen
Holosen


Ar Mezozoeg, bet anvet Eil hoalad, a zo un hoalad douarouriezhel en deus padet etre -251 à -65,5 milion bloavezhioù. E korf an amzervezh-mañ en deus tarzhet spesadoù bronneged ha dinasaored. Echuiñ a ra gant Marvedigezh ar C'hleizeg.

E deroù ar Mezozoeg e oa tolpet an holl douaroù divoret en ur dreistkevandir, ar Pangea. E korf an hoalad en em zisrannañ ar Pangea etre daou gevandir bras, Laurazia ha Gondwana.

Laurazia a ya d'en em zisrannañ ivez etre Norzhamerika ha Eurazia ha Gondwana a zo bet orin pevar kevandir : Suamerika, Afrika, Aostralia hag Antarktika.

Oadvezh an dinosaored a zo unan eus anvioù ar Mezozoeg hag en amzervezh-mañ eo bet gwelet diorroadur al laboused kentañ, ar bronnegeg kentañ hag ar plant angiosperek. Pep a stumm buhez a vez kavet ha pa ve dindan ur stumm kentidik (evit ar bronneged, da skouer).

Rannet e vez ar Mezozoeg etre tri sistem :

  • Trias (etre -251 ha -199,6 milion bloavezhioù) : liesadur an dinosaored ;
  • Juraseg (etre -199,6 ha -145,5 milion bloavezhioù) ;
  • Kleizeg (etre -145,5 ha -65,5 milion bloavezhioù) : en diwezh ar sistem ez a da steuziañ an dinosaored.

Sellet ivez ouzh

kemmañ

Skeul amzervezhioù douarouriezhel

Hoalad ar Mezozoeg
Triaseg Juraseg Kretase