Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Eon Fanerozoek

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Kenozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pevare oadvezh
Pleistosen
Holosen


Pempvet marevezh ar Paleozoeg eo ar c'harbonifer, anvet ivez Marevezh ar glaou. Padet en deus eus diwezh an Devonian, 359,2 milion a vloavezhioù zo, betek deroù ar Permian, 299,0 milion a vloavezhioù zo. Evel evit an darn vrasañ eus ar marevezhioù koshañ eo anavezet mat ar gwiskadoù maen a verk e zeroù hag e ziwezh met diresis eo e deiziadur. Hervez ar gweleadoù glaou a furmas en e gerzh eo anvet ar c'harbonifer. Ar Missisippian eo anvet lodenn gentañ ar c'harbonifer hag eben zo badezet Pennsilvanian

Isrannadurioù

kemmañ

Rannet eo ar c'harbonifer e daou ismarevezh, ar Mississippian hag ar Pennsilvanian, hag en un niver bras a ismareadoù:

Pennsylvanian diwezhat Kasimovian

kemmañ
  • Klazminskian
  • Dorogomilovksian/Virgilian
  • Chamovnicheskian/Cantabrian/Missourian
  • Krevyakinskian/Cantabrian/Missourian

Pennsylvanian krenn Moscovian

kemmañ
  • Myachkovskian/Bolsovian/Desmoinesian
  • Podolskian/Desmoinesian
  • Kashirskian/Atokan
  • Vereiskian/Bolsovian/Atokan

Pennsylvanian abred Bashkirian/Morrowan

kemmañ
  • Melekesskian/Duckmantian
  • Cheremshanskian/Langsettian
  • Yeadonian
  • Marsdenian
  • Kinderscoutian

Mississippian diwezhat Serpukhovian

kemmañ
  • Alportian
  • Chokierian/Chesterian/Elvirian
  • Arnsbergian/Elvirian
  • Pendleian

Mississippian krenn Visean

kemmañ
  • Brigantian/St Genevieve/Gasperian/Chesterian
  • Asbian/Meramecian
  • Holkerian/Salem
  • Arundian/Warsaw/Meramecian
  • Chadian/Keokuk/Osagean/Osage

Mississippian abred Tournezian (koshañ)

kemmañ
  • Ivorian/Osagean/Osage
  • Hastarian/Kinderhookian/Chautauquan/Chouteau

Douaroniezh

kemmañ

Kiladeg ar morioù a verkas dibenn an Devonian ne badas ket. E-pad ar Misisippian e oa goloet darn vrasañ an izeldirioù gant morioù bas. Ar wrez a zigreskas war-dro penn-ahel ar su, avat, ha skornet e chomas su Gondwana e-pad an holl varevezh. N'anavezer ket hag e o ar skornegoù-se ar peurrest eus re dibenn an devonian pe o-doa en em furmet e-pad ar c'harbonifer. Levezon ebet war hiniad an trovanoù o-deus, avat. Koadegoù lagennek a greske 30° hepken diouzh bevenn ar skornegoù.

E krenn ar marevevezh e tigreskas adarre live ar morioù ar pezh a voe abeg ul lazhadeg vihan. Da get ez eas un lodenn vras eus ar grinoided hag eus an ammonitoù. Merkout a ra an darvoud-se an harzhoù etre ar Misisippian hag ar Pennsilvanian.

Un amzer ag orogeniezh oberiant e oa ar c'harbonifer. Kevandirioù ar su, hag a furme ar Gondwana a stokas ouzh Laurusia a-hed ar pezh a zo deut da vezañ biz Amerika hiziv. Degas a reas an dra-se an orogeniezh Hersiniek en Europa hag an orogeniezh Alleghaniek en Amerika. Brasaat a reas ivez ar menezioù Apalach dre grouiñ ar menezioù Ouachita er su dezho. En hevelep amzer e kejas darn vrasañ eus ar pezh a zo ar blakenn euraziatek hiziv gant Europa a-hed ar menezioù Oural. Sina ar Su ha Sina an Norzh hepken a chome dizalc'h. An dreistkevandir nevez, Pangea e anv, en-doa furm ur O.

Daou veurvor a oa e-pad ar c'harbonifer : Panthalassa a c'holoe darn vrasañ an Douar ha Paleotethis a oa e kreiz Pangea. War-zigresk e oa ar meurveurioù arall ha da get ez ejont pa douezas ar c'hevandirioù a rible anezho.

En Europa ez a gwiskadoù raz, krag, skiltr ha glaou d'ober reier ar c'harbonifer. Asambles e furmont ar pezh a vez anvet cyclothems er Stadoù-Unanet ha coal measures e Breizh-Veur. Goueledennoù ar c'harbonifer abred a vez morel ar peurliesañ, ar pezh a zispleg disrannadur ar c'harbonifer e Amerikan an Norzh. Ar glaou furmet e-pad ar c'harbonifer a bourvezas darn vrasañ an trelosk evit an dispac'h greantel hag ur pouez armerzhel bras en-deus c'hoazh hiziv.

Evit daou abeg e voe furmet glaou ar c'harbonifer. E-pad ar marevezh-se e tiwanas ar gwez kentañ gant plusk met ar bakteri barrek da ismoriñ al lignin. Mat tre e oa ar marevezh evit kreskadeg koadegoù geunniek bras. Daoust ma oa uhel a-walc'h live ar morioù izeloc'h e oa eget e-pad an devonian, ar pezh a frankizas kelc'hiadoù-aod bras. Kalz karbon a voe beuziet er reier, a pezh a voe kaoz d'ur c'hresk eus ar feur oksigen en atmosferenn. 35% a dizhas, war a greder, ar pezh a zegasas tanioù-gwall hag a aesaas diorrodigezh amprevaned ramz.

E biz Amerika e vez boutinoc'h ar gweleoù morel e-pad deroù ar c'harbonifer eget e fin ar marevezh.

Buhez ar c'harbonifer

kemmañ

Divellkeineged ar morioù

kemmañ

Er meurvorioù e oa ar strolladoù pennañ ar foraminiferae, Anthozoae, bryozoae, brac'hiopodoù, ammonoided, ec'hinodermed (krinoided dreist holl),ha C'hondric'hthyed (ar bleizi-mor hag o c'herent).

Evit ar wech kentañ e furme ar foraminiferae darn vrasañ eus faon ar morioù. Fonnus e oa ar fusulinae er pezh a zo hiziv Rusia, Sina, Japan ha Norzh-Amerika. Ar genadoù pennañ arall a oa Valvulinae, Endothyrae, Archaediscused, ha Saccamminae Kavout a reer kregin a radioloariae e chertoù ar Chulm e Devon hag e Kernev-Veur.

Anavezet e vez ar spoue dre o spikuloù dreist holl. Ar genadoù pouezusañ a a zo Cotyliscus ha Girtycoelia. Paotiñ a ra ar c'houral. Ar furmoù pennañ a zo rugosa ( Canina, Corwenia, Neozaphrentis) ha Tabulata. Ar Bryozoa a zo fonnus e rannvroioù 'zo. Ar c'herentiad fonnusañ a zo ar fenestellidae hag a endalc'h ar Fenestellae, Polypora, hag an Archimedesed.

Fonnus e oa ar brac'hyopodoù ivez. Enderc'hel a raent ar broduktided, a dizhas reoù'zo, evel ar Gigantoproductus, tra m'o-doa reoù rall evel ar Chonetes furmoù hengouneloc'h. An athyridided, ar spiriferided, ar rhynchonellided, ha an derebratulided a zo boutin.

Annelided evel Spirorbis ha Serpulites a zo boutin ivez e-barzh an holl rannvroioù. E-touez ar vlodeged e kreskas e niver ha pouez an divgrogeneged. Ar genadoù boutinañ a zo Aviculopecten, Posidonomya, Nucula, Carbonicola, Edmondia, ha Modiola. Ar rostrokonc'hed evel Conocardium a zo boutin ivez.

Liammoù diavaez

kemmañ

Ar c'harbonifer war Palaeos.org