Eon (douarouriezh)
An eon eo ar prantad amzer douarouriezhel hirañ implijet gant an douarourien. Rannet eo istor an Douar e pevar eon : an Hadean (betek - 3,6 miliard a vloavezhioù), an Arkean (-3,6 Mbz betek -2,5 Mbz), ar Proterozoeg (-2,5 Mbz betek -542 milion a vloavezhioù 'zo) hag ar Fanerozoeg (adalek -542 vloaz 'zo). Mont a ra meur a hoalad douarouriezhel da ober un eon. Rannet int d'o zro e marevezhioù douarouriezhel zo rannet e grezioù douarouriezhel. Emaomp hiziv e-barzh an eon fanerozoek, an hoalad kenozoek, ar prantad neogenek hag ar grez holoken.
Poent zo bet, ne oa ken un eon estreget ar Fanerozoeg : ar Rakkambrian. Deut eo an hoaladoù anezhañ, anvet an Hadean, an Arkean, hag ar Proterozoeg, da vezañ eonoù nevez e diwezh an ugentved kantved.
Dont a ra ar ger eon eus ar ger gresianek aiôn (αιον) a dalvez peurbadelezh
setu amañ da-heul da betra e tenn rizenn an amzerioù douarouriezhel