Eon Fanerozoek

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Kenozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pevare oadvezh
Pleistosen
Holosen

Ar Fanerozoeg zo ar prantad amzer m'eo bet fonnus ennañ ar vuhez hag ar spesadoù loened peurgetket. Kregiñ a ra 545 milion a vloavezhioù zo, d'ar poent ma oa diwanet an anevaled kentañ dezho ur grogenn galet. N'eo ket echu c'hoazh. Dont a ra goude ar Proterozoeg zo ul lodenn eus ar rakkambrian, ur marevezh ledan a grogas gant ganedigezh hor planedenn hag a echu kent ar Fanerozoeg

E-pad ar fanerozoeg e kreskas en un doare padus liesekder ar vuhez.

E anv a dalvez "buhez welus" ha daveiñ a ra da vent bras an organegoù a ziwan adalek an darzhadeg kambrian.


Un tamm diresis eo an harzioù etre ar c'hambrian hag ar rakkambrian. En XIXvet kantved o lakaed e lec'h ma yeas diwar-wel ar vuhez vetazoeg gentañ met adalek-se e oa bet kavet un niver bras a daksonoù rakkambriat na grogjod d'o studiañ nemet er bloavezhioù 50. Darn vrasañ an doarourien hag ar baleontologourien a gred e teraou ar c'hambrian gant donedigezh war-wel an trilobitoù hag an arc'haeosyatha gentañ, donedigezh war-wel Trichophycus pedum pe hini ur strollad a fosiloù anvet "kregin bihan". An harzioù disheñvel-se na ziforc'hont nemet dre un nebeud milionoù bloavezh.

E tri maread eo disrannet ar fanerozoeg : ar paleozoeg, ar mezozoeg hag ar senozoeg. Er skridoù kozh e live ar ger "fanerozoeg" ar maread a zedenas ar baleontologourien. Nebeutoc'h implijet eo hiziv.

E-pad ar fanerozoeg e-yeas war-wel an anevelad hag ar plantennoù liesek. E-pad ar maread en em furmas an dreistkevandir diwezhañ, ar Pangea.