Eon Fanerozoek

Paleozoeg
Kambrian
Ordovisian
Silurian
Devonian
Karbonifer
Permian
Mezozoeg
Triaseg
Juraseg
Kretase
Kenozoeg
Paleogenel
Paleosen
Eosen
Oligosen
Neogenel
Miosen
Pliosen
Pevare oadvezh
Pleistosen
Holosen


Ar silurian a zo an trede eus c'hwec'h marevezh ar paleozoeg. Dont a ra war-lerc'h an ordovisian hag heuliet eo gant an devonian. En em astenn a ra eus 443.7 ± 1.5 milion bloavezhioù'zo betek 416.0 ± 2.8 milion bloavezh'zo. Evel evit ar marevezhioù arall eo termennet gant gant gwiskadoù douarouriel resis met a zo o deiziadur disklaer. Merket eo deroù ar silurian gant ul lazhadeg vras a zistrujas 49% ar genadoù.

Orin an anv

kemmañ

Tennañ a ra ar marevezh eus hini ar meuriad keltiek eus an Ordovices. Dizoloet e voe Roderick Murchison hag a veze o studiañ reier gouelezennek su bro-Gembre. E 1835 e embannas gant Adam Sedgwick ur pennad anvet On the Silurian and Cambrian Systems, Exhibiting the Order in which the Older Sedimentary Strata Succeed each other in England and Wales a zo diazezet skeul ar marevezhioù dourouriel a-vremañ warnañ. Evel ma oa termennet e c'holoas ar silurian un darn eus ar gwiskadoù en-doa Adam Sedgwick anvet kambrian ar pezh a voe abeg a dabut etrezo. Charles Lapworth eo an hini a ziskoulmas ar gudenn dre grouiñ ur marevezh nevez : an ordovisian.

Disrannadur ar silurian

kemmañ

Disrannet e vez ar silurian en ismareadoù abred (Lanandovery ha Wenlock) ha diwezhat. An ismareadoù-se a zo termenet gant bezañt pe diouer a fosiloù index, spesaddoù a c'hraptolitoù a ya war-well e pep hini anezho.

Ismareadoù ar silurian

kemmañ
  • Pridoli (silurian diwezhat)
  • Ludlow disrannet e
    • Ludfordian (Ludlow diwezhat - silurian diwezhat)
    • Gorstian (Ludlow abred - silurian diwezhat)
  • Wenlock disrannet e
    • Homerian (Wenlock diwezhat - Silurian diwezhat pe krenn)
    • Sheinwoodian (Wenlock abred - silurian diwezhat pe krenn)
  • Llandovery disrannet e
    • Telychian (Llandovery diwezhat - Silurian abred)
    • Aeronian (Llandovery krenn - Silurian abred)
    • Rhuddanian (Llandovery abred - Silurian abred)

E Amerika an Norzh e implijer un heuliad ag ismareadoù rannvroel


Douaroniezh

kemmañ

Kenderc'hel a reas Gondwana e ziroud war du penn-ahel ar su. Kilañ a reas ar skornegoù avat hag o zuz a lakaas live ar meurvorioù da bignat. Ar c'hevandirioù arall a dostaas an eil ouzh an egile war-dro ar c'heheder. E fin ar maread e touezjont da furmiñ ur c'hevadir nevez Laurussia e anv.

Pa stokas rak-europa Amerikan an norzh e roufennas ar stokad ar goueledennoù aodel berniet adalek ar c'hambrian e reter Amerika ha kornôg rak-europa. An orogeniezh galedoniek eo anvet an darvoud-se hag e orin un aradennad-venezioù hag en em estenne eust stad New York betek Norvegia. E fin ar amrevezh e tigreskas live ar meurioù addare en ur lezel diazoù ag evaporitoù

Hanterzouar an norzh a c'holoe ar meurvor pantalasek. E hanterzouar ar su, ma oa lec'hiet an darn vrasañ eus an tirioù e kaved meur a veurvor bihanoc'h : Rak-Tethys, Paleo-Tethys, Meurvor Iapetus (kalz bihanaet), ar Meurvor Rheic hag ar Meurvor Oural.

Hiniad

kemmañ

Treuziañ a reas an Douar ur prantad tomm e-pad ar silurian en abeg d'un efed ti-gwer kreñv. Chom a reas skornegoù war-tro penn-ahel ar su, avat, ha en e oant kalz bihanoc'h eget e fin an ordovisian. Uhel e oa live ar meurvorioù ha morioù bas ha tomm a c'holoe un darn vras eus ar c'hevandirioù kehederel. Boutin a wal'ch e oant ar c'horventennoù, war a seblant.

Buhez ar silurian

kemmañ
 
Pesked ar Silurian

Goude lazhadeg fin an ordovisian e liesekaas addare ar vuhez er morioù tomm ha bas eus ar silurian. Ar faon hag ar bleuniadur ha chomas an hevelep hag e-pad ar silurian met liesekoc'h e oa. An anevaled voutinañ a oa ar brac'hyiopodoù. Ar gennadoù o doa treuzvevet e fin an ordovisian, evel ar rhync'honelided, an athyridided hag an atrypidided a yeas. War wel e teuas ar bentamerided.

Er morioù tomm ha bas e oa ar c'herrek trovanel fonnus a-walc'h. Kenaozet e oant eus tabulatae, rugosae, stromatoporoideae, bryozoa ha bezhin razek. An trilobitoù, a oa ar genad pennañ e morioù an ordovisian a zo war o diskarr tra ma ya da get an enkrinited hag an illaenided. Ar graptolitoù planktonek a chom boutin avat.

Ar besked hep karvan a grog da drevadenniñ ar stêrioù. Ambrouget ez int gant eurypterus (kruged-mor), an xiphosura hag ar gruged wir gentañ. Posupl eo e oa ar re-se dam-zourel.

D'an anevaled-douar gentañ ez a ar miryapodoù.

Plantennoù ar silurian

kemmañ

E-pad ar silurian ez eas war-wel ar plantennoù-douar gwir kentañ. Izili kentañ ar strollad-se eo ar gooksonia e hanterzouar an norzh hag ar varagwanathia en Aostralia. Daoust ma oa eeun bleuniadur ar silurian er silurian e oa liesek a-walc'h dija avat gant plantennoù arnodel evel nematothallus, parka pe pac'hytheca. Darn vrasañ ar sepesadoù-se a zo aet da get e derou an devonian.

E-pad ar silurian ez eas war wel ar c'habelloù-touseg kentañ.

Liammoù diavaez

kemmañ