Dispac'h Greantel

(Adkaset eus Dispac'h greantel)

An Dispac'h Greantel eo an anv bet roet d'ar mare eus Istor ar bed ma voe kemmoù bras ha buan en armerzh, er gevredigezh hag er galvezoniezh. Deuet eus ar Rouantelezh-Unanet e kreiz an XVIIIvet kantved en em strewas an araokadennoù kalvezel betek ma voe kemmet al labour-douar, ar greanterezh ha dre se buhez an dud er bed a-bezh.

Stad al labour en ur vengleuz glaou
kent an Dispac'h Greantel

Un troc'h pouezus en Istor e voe an dispac'h-se, pa droas ar gouerien a laboure gant loened da vicherourien a embrege mekanikoù. Tamm-ha-tamm e voe kemmet diazezoù armerzhel ar gevredigezh, pa 'z ejont war-du ar c'henderc'hadur greantel : e-lec'h bezañ fardet gant an dorn e stalioù bihan e voe an traezoù savet marc'hadmatoc'h gant ijinennoù e labouradegoù divent ; kalz tud a zilezas al labour-douar a-benn mont e kêr ma kinnige al labouradegoù muioc'h ag implijoù, ha gopret gwelloc'h.
Ar c'hêrioù a droas da greizennoù dreistpoblet gant micherourien baour, alese ganedigezh mennozhioù politikel nevez a stummas ar bed a-vremañ : frankizouriezh ha sokialouriezh, da skouer.

Bras-divent e voe levezon an Dispac'h greantel er bed a-bezh[1]. Adal 1870 e voe ur bazenn nevez e diorroadur ar reizhiad kevalaour, pa c'hoarvezas an Eil Dispac'h Greantel : dre an araokadennoù teknikel hag armerzhel e voe ijinet listri dir, trenioù hag, adal 1873, ar c'heflusker helosk diabarzh hag an tredan.

Lod istorourien a laka dibenn an Dispac'h Greantel war-dro ar bloavezh 1820, hogen kenemglev zo etrezo evit lavaret ne oa an Dispac'h-se nemet deroù un heuliad kemmoù a bad betek hiziv an deiz. Darn anezho a laka an Eil Dispac'h Greantel da gregiñ raktal goude 1820.
Dizemglev zo c'hoazh etre an istorourien diwar-benn pennabeg an Dispac'h Greantel hag a-zivout ar fed ma loc'has e Bro-Saoz – diwar an tabut-se e voe kroget da studiañ an darvoudoù dre ar skiantoù.

Gerdarzh kemmañ

Gant ar Gall Louis-Guillaume Otto (1753-1817) e voe implijet an anv Révolution industrielle en ul lizher a skrivas d'ar 6 a viz Gouere 1799 pa oa kannad e Washington er Stadoù-Unanet. Gant Adolphe Blanqui (1798-1854) e voe arveret en-dro e 1837[2]. Gant Friedrich Engels e voe implijet ivez e 1844[3] war divoud Bro-Saoz. Pelloc'h e voe skignet a-drugarez da gentelioù roet gant ar Saoz Arnold Toynbee e 1881[4].

An deroù kemmañ

 
Coalbrookdale by Night
Philipp Jakob Loutherbourg the Younger, 1801
Sklêrijennet eo kêr gant ar fornioù-houarn

Er Rouantelezh-Unanet e krogas, e deroù an XVIIIvet kantved, er rannvro anvet Shropshire ma oa kailh houarn hag ar stêr Severn d'o zreuzkas[5],[6],[7]. Diwar kement-se e voe ganet an tachennoù greantel tro-dro d'ar gêr anvet Coalbrookdale. Labouradegoù a voe savet a-c'houde ijinadennoù nevez. Abalamour ma felle da Vro-Saoz kuzhat hec'h emdroadur diouzh peurrest ar bed e voe berzet d'an dud o devoa labouret en ul labouradeg kuitaat ar vro.

Lies eo an abegoù da c'hanedigezh an Dispac'h Greantel e Breizh-Veur a-douez an holl vroioù all ; diouzh an eil tu ez int un asked eus un tolpad darvoudennoù en armerzh Europa an XVIIIvet kantved, ha diouzh egile un heuliad eus an dispac'hoù saoz er XVIIvet kantved[8].
Gwir eo e oa e Breizh-Veur ur strobad fedoù a skoazellas ganedigezh ar c'hemmoù bras.

  • Ar XVIIvet kantved e voe Kantved ar Sklêrijenn, ma lakaas tud goulennoù diwar-benn an doare ma ya ar bed en-dro.
  • Dreist ar re all e oa galloud ar verdeadurezh breizhveurek, da lavaret eo he morlu hag he lestraz kenwerzhel.
  • Stabil e oa ar politikerezh e Breizh-Veur d'ar mare : brezel ebet er vro, petra bennak ma oa o vrezeliñ en diavaez.
  • Un impalaeriezh trevadennel e oa Breizh-Veur, ar pezh he lakae mestrez war kenwerzh ar bed, a zegase arc'hant evit an enklaskoù skiantel ha teknikel.
  • E Breizh-Veur he-unan e oa ur c'hementad mat eus an danvezioù a oa rekis evit fardañ ha boueta ar mekanikoù nevez ; ouzhpenn da se e kaved en Impalaeriezh danvez all marc'had-mat evel koton ha sukr. Ar sklaverezh a oa e meur a vro e diabarzh an Impalaeriezh, ar pezh a lakae da espern arc'hant evit sevel labouradegoù.
  • Nebeutoc'h a zouaroù da labourat a oa e Breizh-Veur eget er peurrest eus Europa.
  • Diorret ha stabil e oa reizhiad ar bankoù.
  • Distag diouzh lezennoù ar Stad e oa reolennoù ar c'henwerzh-diabarzh.
  • Un enezenn eo Breizh-Veur, neuze e c'hallas chom en diavaez eus ar brezelioù a oa war ar c'hevandir europat.
  • Da get e oa aet ar boazioù gladelour er reizhiad kevredigezhel ; kevarzh[9] hag en o frankiz e oa an dud[10],[11],[12].

Em strewiñ a reas an Dispac'h dre Europa hag Amerika, er Stadoù-Unanet dreist-holl, e deroù an XIXvet kantved.

Argerzh ar greantelaat kemmañ

 
Ar ganol etre Naoned ha Brest
e Bro-Naoned

Un argerzh pazennek e voe an Dispac'h Greantel, ha deuet eo an argerzh-se da vezañ ar patrom klasel eus emdroadur ur gevredigezh labourerien-douar en unan gêrel ha greantel.
El liester, An dispac'hoù greantel eo an anv a roer da lies houladennoù greantelaat a dizhas broioù ar bed an eil war-lerc'h heben : Belgia, Spagn, Bro-C'hall, Alamagn ha Stadoù-Unanet Amerika etre 1800 ha 1850, ha kent 1900 Norzh Italia, Rusia ha Japan (e 1868).

A-douez ar c'hemmoù bras a voe degaset gant an Dispac'h Greantel e buhez an dud e voe war un dro ur c'hresk er boblañs, dispac'hoù el labour-douar, an doug hag ar c'henwerzh, ar skiantoù lakaet da dalvezout er greanterezh hag ar c'hevala o kemer mui-ouzh-mui a bouez en armerzh.
En tu all d'ar c'hemmoù-se e c'hoarvezas an Dispac'h Greantel e-kerzh ur c'hantved a gempouez en darempredoù etrebroadel (brezel bras ebet etre 1815 ha 1914), er reizhiad voneizel (monc'hwezh ebet) hag er reizhiad armerzhel (asantet e voe ma vije ar marc'hadoù o ren).

En deroù e voe ardivinkaet greanterezhioù ar gwiadegoù, an houarn hag ar glaou ; da c'houde e voe skignet an ijinadennoù nevez en tachennoù all.
Aesaet e voe ar c'henwerzh pa voe toullet kanolioù bageüs — eus 1805 betek 1842 e padas al labourioù evit kanol Naoned-Brest[13], gwellaet an hentoù ha rouedad an trenioù.
Kresket a-galz e voe ar c'henderc'hadur pa voe staliet mekanikoù dre vurezh, a veze bouetet gant glaou[14].

Mekanikoù dre vurezh kemmañ

 
Mekanik dre vurezh James Watt

Unan eus devouderioù pouezus en diorroadur an Dispac'h Greantel e voe deroù un heuliad ijinadennoù kalvezel a voe lakaet e pleustr evit gwellaat ar c'henderc'hañ : biskoazh c'hoazh en Istor ne oa bet ul liamm ken eeun ha ker berr etre skiant ha greanterezh.
Hep mar e voe ar mekanik dre vurezh an ijinadenn bennañ en Dispac'h Greantel. Gant ar Saoz Thomas Newcomen (1663-1729) e voe ijinet, ha gant ar Skosad James Watt (1736-1819) e voe gwellaet ha lakaet e par. Da gentañ e voe implijet er mengleuzioù evit tennañ an dour diouto ha degas ar glaou betek ar gorre ; adal ar bloavezhioù 1780 e voent lakaet da labourat e lec'hioù ma ne c'helled ket ober gant mekanikoù kaset dre zour : da gas aer er fornioù ma farded houarn, da valañ pri da fardañ podoù ha listri, da labourat e labouradegoù a bep doare.
James Watt en devoa troet ur mennozh kalvezoniel en un doare efedus ha marc'had-mat da kenderc'hañ gremm, hag ur c'hantved-pad e voe ar mekanik dre vurezh rouanez ar greanterezh.

An implij eus mekanikoù dre vurezh e greanterezh ar gwiadegoù e voe ar c'hentañ doare da ober gant gremm diazezet war ar glaou, hag a-drugarez d'ar bern arc'hant a voe postet e c'halled lakaat mekanikoù da labourat e-lec'h nerzh an dud hag al loened. An houarn a voe pouezus ivez : digoret e voe mengleuzioù nevez, alese ijinadennoù nevez evit brasañ gounid ar greanterezh.

Dre ober koulz gant glaou ha gant houarn e voe diorroet an houarnouriezh, ha mekanikoù brasoc'h-brasañ, galloudusoc'h-galloudusañ a voe fardet evit ar mengleuzioù, al labouradegoù hag an doug.

Diwar implij ar glaou, an houarn hag ar mekanikoù dre vurezh e voe ganet an ardivinkerezh, da lavaret eo an arver ledan eus ardivinkoù evit kemer lec'h nerzh an dud hag al loened.

Gant en nevezentioù teknikel e teuas un doare nevez da frammañ al labour.
Korfuniadoù artizaned o labourat e stalioù-labour savet en oberiadegoù e oa diazez ar reizhiad armerzhel kent an Dispac'h Greantel : lies artizaned pep a vicher resis dezho a laboure pep hini diouzh e du en ur stal vras da fardañ gant an dorn traezoù unan-hag-unan. Gant ar mare greantel e voe kemmet an traoù : frammet e voe ar c'henderc'hadur gant mekanikoù o labourat hag un urzhaz eus ar perc'henn betek ar micherour, kement-se evit fardañ kalz traezoù heñvel bemdez.
Tamm-ha-tamm ha dizehan e teuas war wel an embregerezhioù greantel nevez, disheñvel-bras diouzh an oberiadegoù kozh. Dont a reas ar vicherourien da vezañ distag diouzh frouezh o labour, ha dibersonelet e voe an darempredoù etrezo.

Ganedigezh ar greanterezh arnevez : ar gwiadeier kemmañ

 
Bulzun-nij John Kay
 
Spinning Jenny James Hargreaves

E deroù an XVIIIvet kantved ne veze nezet nemet gloan gant artizaned a laboure en o stal dezho. Un nebeud lin ha koton a veze labouret a-wezhioù ivez da werzhañ d'ar binvidien. Diwar ar c'henwerzh trevadennel e tiorroas ar gwiadiñ koton, en Impalaeriezh breizhveurek dreist-holl. Betek deroù an 18vet kantved ne zeue an danvezioù koton nemet eus India pe dost, ha gant kompagnunezhioù galloudus evel an East India Company ("Kompagnunezh India ar Reter"). En Europa e voe stourmet ouzh ar c'hompagnunezhioù-se gant oberiadegoù lec'hel a rae war-dro ar gloan hag ar seiz, a zeuas a-benn e dibenn ar bloavezh 1700 da verzañ an enporzhiañ gwiadoù eus India. Al lezenn-se a zigoras an hent da Indianed a imbourc'has koton kriz eus India hag adalek 1790 eus ar plantadegoù ma laboure sklaved er Stadoù-Unanet.

En deroù ez eas un tamm mat eus ar gwiadoù war ar marc'had-diabarzh ; kement-se a ziazezas un armerzh eskemmus a ziorroas rouedad an doug er vro. Buan avat e voe ar marc'had-diavaez andon wirion ar c'hresk : ne oa kevezerezh ebet er marc'had nevez-se ha muioc'h ag arc'hant a zegase, ar pezh a gasas da ardivinkadur ar gwiadiñ greantel ha da ijinañ mekanikoù nevez.

Pemp deiziad zo bet pouezus-kennañ en istor ar gwiadiñ greantel :

  • 1733 : John Kay a ijinas ur stern-gwiadiñ a laboure buanoc'h a-drugarez d'ur vulzun-nij.
  • 1764 : James Hargreaves a ijinas ar spinning jenny, ur mekanik da nezañ koton.
  • 1768 : Richard Arkwright a ijinas ar water frame ("stern-dour"), ur mekanik da nezañ kaset gant nerzh ur veilh-dour.
  • 1779 : Isaac Crompton a ijinas ar spinning mule, anezhi ur meskaj etre water frame ha spinning jenny.
  • 1789 : ar c'hentañ stern-gwiadiñ graet en houarn ha lusket gant ur mekanik dre vurezh.

Gant gounidoù al labour-douar troet en embregerezh kevalaour, gant re ar c'henwerzh tramor ha re an trevadennoù e voe arc'hantaet al labouradegoù kentañ. Arc'hant a voe postet en arsanailhoù koulz hag el labouradegoù gwiadel ha metalourel. E berr gomzoù, ken nebeut ag arc'hant e oa ret postañ er c'hoton ma c'hellas an embregerezhioù kreskiñ hep ma vije ret dezho klask kellidoù en diavaez.

An houarnouriezh kemmañ

 
Uhelfornelloù glaou-kok
en Abercwmboi, Kembre

An houarnouriezh a reer eus metalouriezh an houarn, ar potin hag an dir.

E prenn e oa ar mekanikoù kentañ el labouradegoù-gwiadiñ, betek ar bloavezh 1732 pa lakaas Abraham Darby I (16781717) glaou-kok e-barzh un uhelfornell.

  • Glaou-kok a reer eus glaou a zo bet poazhet a-benn e zizeouliañ hag e zisec'hiñ betek ma teuje kalet evel maen. Implijet e vez en uhelfornelloù evit teuziñ kailh houarn a roio potin da gentañ ha dir war-lerc'h.

Dre se e loc'has an houarnouriezh, hogen tost d'ur c'hantved a dremenas kent ma kemerje ar glaou meinel lec'h an hini plantel rak daoust da intrudu A. Darby ne voe ar bazenn veur gentañ en houarnouriezh nemet e 1775 pa voe tro da implijout mekanik dre vurezh James Watt er govelioù.

An ezhomm a houarn evit fardañ mekanikoù ha binvioù da labourat an douar, mekanikoù evit ar greanterezh, dafar-brezel ha hentoù-houarn a greñvaas an houarnouriezh. Div ijinadenn a lakaas kresk er c'henderc'hadur : argerzhioù ar bresadur (saozneg : puddling), bet ijinet gant ar Saoz Henry Cort' (1740-1800) e 1783 evit gwellaat an houarn dre lemel ar c'harbon dioutañ, hag al laoniadur evit fardañ barrennoù houarn.
Buan e voe kendeuzet bresadur ha laoniadur, neuze e voe staliet uhelfornelloù tost d'ar mengleuzioù peogwir e oa ar glaou marc'had-mat, puilh ha gwrezus-kenañ.
Er bloavezh 1740, ur moñcher-alc'hwezer saoz anvet Benjamin Huntsman (1704-1776) a gavas an doare da galetaat an dir, hogen a-gementadoù bihan ha ker.

Lieskementet dre 100 e voe kenderc'hadur an teuzerezhioù saoz etre 1750 ha 1850 ; dreist greanterezh ar c'hoton e tremenas an houarnouriezh a-fed kenderc'hadur ha nevezentioù kalvezel.

E 1856 ez ijinas ar Saoz Henry Bessemer (1813-1898) e gemmer : dre buraat ar potin gant aer e farder houarn pe zir marc'had-mat ha gweñv a-walc'h.

 
Bangounell dre vomeder (1817)

Ar mengleuzioù kemmañ

Abred e krogas istor ar mengleuzioù e Breiz-Veur, e Kembre pergen. Tri doare mengleuzioù a oa kent donedigezh ar mekanikoù dre vurezh :

  • kleuziet e veze gorre an douar en ur heuliañ ar wazhenn c'hlaou a oa tost dezhañ, pe
  • toullet e veze riboulioù danzouar e tor ur menez glaouek ;
  • pa oa tu d'en ober e veze toullet a-serzh en douar da vont da dapout ar gwazhennoù glaou, hogen kudennoù a oa evit tennañ an dour kuit.

Ret e oa neuze skarzhañ an dour a-sailhadoù evel diouzh ur puñs, pe toullañ ur ganol a-dreuz evit ma tiverje dre ar pouez-traoñ. Gant ar mekanikoù dre vurezh e voe aesaet al labour : bangounelloù dre vomeder a skarzhe an dour, ha tu a voe da doullañ donoc'h a-benn tapout muioc'h a c'hlaou.

Ar gimiezh kemmañ

 
Ar riboul dindan ar stêr Davoez

Un araokadenn veur a voe er gimiezh pa voe kenderc'het dek gwezh muioc'h a zanvezioù en un taol ; buan e voe fardet dafar diwar efedoù kimiek reoliet kentoc'h eget dre leskiñ plant pe vezhin evit kaout ludu soud (NaOH) ha kali (KOH). Pouezus e oa an daou zanvez-se peogwir e vezent implijet e labour ar gwiadoù, ar gwer, ar soavon hag ar paper. Trenkenn sulfurik a veze graet ivez, a servije evit diverglañ an houarn ha gwennaat an dilhad.
War-dro ar bloavezh 1800 ha goude dizoloadenn an dour-Javel gant ar c'himiour gall Claude-Louis Berthollet (1748-1822) a e voe ijinet ar poultr-dislivañ gant ar Skosad Charles Tennant (1768-1838), ar pezh a grennas a-galz an amzer rekis evit gwennaat ar gwiadoù el labouradegoù : eus meur a viz e tremenas d'un nebeud devezhioù hepken. Brasañ labouradeg kimiel ar bed e voe hini Charles Tennant e Glasgow.
E 1824 e lakaas ar Saoz Joseph Aspdin (1778-1855) breved war un doare kimiek da fardañ simant, a voe un nevezenti bras er sevel-tiez. Un nebeud bloavezhioù goude e voe implijet simant da sevel ar riboul dindan ar stêr Thames, hag un tregont bloavezh war-lerc'h e servijas da sevel rouedad ar c'hanoù-deskarzh e London bet digoret e 1843.
Goude 1860 e voe Alamagn mestrez war ar gimiezh er bed, a-drugarez d'he livadurajoù pergen[15].

Ar mekanikoù-binvioù kemmañ

 
Un turgn eus 1911

Hep mekanikoù-binvoù ne vije ket bet tu da sevel mekanikoù evit an Dispac'h Greantel. E-kerzh an XVIIIvet kantved e oa bet fardet ar re gentañ evit ar voñcherien da genderc'hiñ pezhioù bihan a-steudadoù. Diwar patrom an horolajoù e voe savet ar mekanikoù kentañ evit greanterezh ar gwiadoù.

Kilvizien a save ar mekanikoù-se peogwir e oant graet e prenn ; da c'houde e laboure goved ha turgnerien da fardañ an tammoù metalek. Nebeud a vetal a veze arveret rak rouez e oa ha ne oa ket trawalc'h a vekanikoù-binvioù ; kudennoù a save gant ar prenn em zistumme hervez tommder ha glebor an amzer. A-feur ma yeas an Dispac'h Greantel war-raok e voe graet mui-ouzh-mui gant mekanikoù metalek o framm, graet unan-hag-unan gant an dorn.
Turgnioù a oa dija e stalioù an artizaned ; trogleuzerezioù e voe ar mekanikoù-binvioù bras kentañ a voe implijet evit fardañ an ijinennoù dre vurezh kentañ. E deroù an XIXvet kantved e teuas raboterezioù ha limerezioù.
Kalz mekanikoù-binvioù a voe kenderc'het evit arsanailhoù al luioù.

An doug hag ar c'hevredadoù-kellid kemmañ

 
Stephenson's Rocket
"Fuc'hell Stephenson"

E 1829 e voe dibabet arverañ ar stlejerez-se etre Liverpool ha Manchester, da 40 km/h.

A-bouez-bras e voe gwellaat an doug evit ma c'hallje ar marc'hadourezhioù mont aes eus an eil lec'h d'egile. Dav e voe neuze krouiñ hentoù, astenn an doug dre stêrioù, toullañ kanolioù bageüs, ha lakaat ar mekanikoù dre vurezh e pleustr en dougoù dre zouar, dre zour ha dre vor.

Ar merdeerezh dre vurezh e voe an nevezenti pennañ e pazenn gentañ an Dispac'h Greantel. Adalek dibenn an XVIIIvet kantved e oa bet klasket lakaat mekanikoù da gas listri, hogen ne voe disoc'h talvoudus ebet kent deroù an XIXvet kantved.

  • E 1807 : al lestr North River Steamboat (anvet Clermont diwezhatoc'h), ijinet gant an amerikan Robert Fulton (1765-1815), a voe al lestr-dre-vurezh kenwerzhel kentañ ; dougen a reas tud war ar stêr Hudson etre Albany ha New York City, ha dre se e wellaas an doug dre stêrioù er bed a-bezh.
  • E 1812 e savas a an ijinour skosat Henry Bell (1767-1830) a lestr Comet, a voe al lestr kenwerzhel kentañ kaset dre vurezh en Europa, oc'h ober monedone etre Glasgow ha Helensburg war ar stêr Clyde.
  • E 1819 e voe treuzet ar Meurvor Atlantel gant ul lestr-dre-vurezh amerikan anvet Savannah.

Diorroadur an hentoù-houarn a c'hoarvezas e kreiz an XIXvet kantved, petra bennak ma krogas war-dro 1814 pa savas an ijinour saoz George Stephenson (1781-1848) ar c'hentañ stlejerez a ruilhe war roudennoù houarn. Taolioù-arnod niverus a voe graet betek 1830, pa voe digoret al linenn-houarn gentañ etre Liverpool ha Manchester.
Kement-se a gasas ezhommoù an hentoù-houarn d'ur bazenn nevez en Dispac'h Greantel liammet gant an houarnouriezh rak ret e voe kenderc'hiñ kementadoù bras a houarn hag a zir.

Da heul ar stad nevez-se en armerzh e voe krouet ur marc'had-kellidañ na oa ket anezhañ c'hoazh, hag a roas tro da bostañ kalz arc'hant el linennoù-houarn. Gant gounidoù bras al labour-douar hag ar gwiadañ breizhveurek e voe broudet ar marc'had da glask postadurioù nevez ; diaesoc'h-diaesañ e oa lakaat arc'hant er gwiadiñ hag en hentoù-houarn, hogen taolioù-arnod Stephenson a lakaas da postañ an arc'hant a oa — war-dro gounid ur bloavezh — er rouedad trenioù. A-barzh 20 vloaz e teuas ar gevalaourien a-benn da sevel ur rouedad a-zoare ha da dapout gounidoù bras, tra ma c'hallas ar rannvroioù ober heñvel dre arbennikaat al labour-douar ha gwerzhañ o c'henderc'hadoù e pep lec'h a-drugarez da rouedad an doug.
Diwar al lusk-se e voe krouet bankoù adal 1780 ha kevredadoù-kellid da heul, a-benn skoazellañ an diorroadur greantel.

An dispac'h el labour-douar kemmañ

 
Un dornerez e 1881

Dre ma oa muioc'h a dud da vagañ e rankas al labourerien-douar kenderc'hiñ muioc'h, ar pezh a oa diaes en abeg da barkeier re vihan dasparzhet fall ha d'ar reizhiad hengounel a barkeier digor. Ret e voe kemmañ an doare da verañ an douaroù aradus.
Gant an dro-spered nevez-se e tivizas perc'henned an douaroù klozañ ar parkeier ha krouiñ atantoù brasoc'h ha dizalc'h an eil re diouzh ar re all. Etre ar bloavezhioù 1700 ha 1810 ez embannas Breujoù ar Rouantelezh-Unanet kantadoù ag Enclosure Act-où ("lezennoù-klozañ"), o devoe daou heuliad pennañ : lakaat un diwezh d'ar reizhiad aotrouniek ; argas kouerien pe o zreiñ da zevezhourien rak ne oa ket an holl berc'henned pinvidik a-walc'h evit kas ar c'hlozadurioù da bennvat. Lod perc'henned vihan a rankas gwerzhañ o douaroù ha mont e kêr da chom ha da labourat el labouradegoù.[16]

Gant ar framm nevez-se e voe tro da zegas doareoù ken nevez all da genderc'hiñ.

• Ar gounezerezh dizehan dre irvi.
Abaoe ar bloavezhioù 1700 e veze hadet en irvi gant harp ararioù tric'hornek, ar pezh a aesae al labour hag a grenne an niver a loened rekis dre ma oa tu da dreiñ an douar buanoc'h hag en un doare efedusoc'h.
Arver haderez Jethro Tull (1674-1741) a voe un araokadenn veur : ur gael houarn evit digeriñ an erv, ur sailhad hadoù da lakaat ennañ hag ur rastell evit e c'holeiñ a yae d'he sevel. Kuzhet diouzh al laboused e veze an hadoù, hag a-renkennadoù eeun e kreske ar plantennoù.
• An treiñ-trevadoù nevez, an diletoniñ hag ar peuriñ[17].
Tamm-ha-tamm e voe dilezet an doare kozh da gemmañ trevad pep trede bloavezh, hag e-lec'h lezel un dachenn da vont da zouar-leton e voe gounezet legumaj ha geot warni. Ar reizhiad Norfolk eo homañ, ar pal dezhi kreskiñ gorread an douaroù labouret.
Dre c'hounez legumaj ha geot e voe tro da gaout boued-chatal e-pad ar goañvezh ha, dre gas al loened da beuriñ, da wellaat struj an douar gant an hañvouez.

A-drugarez d'an nevezentioù-se e voe muioc'h a voued matoc'h evit poblañs niverusoc'h-niverusañ ar c'hreizennoù greantel ; pinvidikaet e voe al labourerien-douar, a c'hallas prenañ danvezioù greantel.[18]

An dud kemmañ

Da geñver framm ar gevredigezh e voe an Dispac'h Greantel trec'h bourc'hizelezh[19] perc'henned al labouradegoù hag ar genwerzhourien war an noblañs. Pa oa ar reizhiad kevalaour o kregiñ da ren e voe ar gevredigezh rannet etre bourc'hizelezh ha tavantiezh[20]
. Ar vicherourien a gave gopr el labouradegoù met dister e oa an aozioù labour, gant devezhioù hir lusket gant mentadur ar mekanikoù. Gwir eo e oa bet diaes al labour pell kent an Dispac'h Greantel[21].

An dispac'h poblañsek kemmañ

 
"Cottonopolis" e Manchester
Livadur eus 1840

Bras e voe ar c'hresk e poblañs Breizh-Veur ha hini Europa : eus 140 milion e 1750 e pignas betek 187 milion e 1800 ha 266 milion e 1850. E Breizh-Veur e krogas adalek ar bloavezhioù 1740-1750 ; doublet e voe ar boblañs e 1821 ha triplet e 1861. Daou abeg a voe da gement-se : digreskiñ a reas feur ar verventi ha kreskiñ un tammig a reas ar feur-genel.
Peogwir e voe gwellaet dere an dud dre vras e voe muioc'h a vugale ganet ha muioc'h anezho o tizhout an oad-gour tra ma veve an dud pelloc'h. Predoù reoliekoc'h gant muioc'h a voued distag eus sav-diskenn an eostoù a lakaas an dud kreñvoc'h dirak ar c'hleñvedoù. Araokadennoù er vezegiezh hag er yec'hedouriezh a voe pouezus-tre evit lakaat merventi ar vugale hag ar mammoù da gilañ.

A-feur ma kreskas ar boblañs e kreskas ar greanterezh ivez, abalamour ma oa muioc'h a dud gouest da labourat ha ma voe ar genderc'herien broudet da ijinañ doareoù nevez da labourat.
A hent all e c'hoarvezas un darvoudenn boblañsek all : an enbroadegoù. Daou zoare anezho a voe : tud ar maezioù a yeas er c'hêrioù, hag un niver bras ag Europiz a yeas da Amerika ha da lec'h all — o kempouezañ dre-se ar c'hresk er boblañs en o bro.

Diwar ar reizhiad greantel ez eo deuet an darn vrasañ eus ar c'hêrioù a-vremañ, en abeg da zivroadur familhoù a-bezh a oa o klask labour. Tra ma oa al labour dornwezhel o vont da get e voe miliadoù a vicherourien oc'h em verniañ er c'hêrioù greantel peogwir e oa ar mekanikoù o kemer o lec'h er parkeier. Manchester, lesanvet Cottonopolis ("Kêrgoton"), e voe ar gêr c'hreantel gentañ er bed. Barcelona e Katalonia a welas he foblañs o tremen eus 175 000 a dud e 1850 da 535 000 e 1900.
En tu all da zonedigezh tud eus ar maezioù e kreskas poblañs ar c'hêrioù abalamour ma kreskas ar feur-genel a-c'houde gwellaennoù er boueta hag er yec'hedouriezh. Diwar kement-se e kemmas neuz ar c'hêrioù : diskaret e voe ar mogerioù-tro ha savet tiez nevez, uheloc'h ha kletoc'h a-drugarez da implij dafar nevez evel an houarn hag ar bili-raz, a voe adkavet gant ar Saoz John Smeaton (1724-1792) e 1756 goude bezañ bet kollet e-pad 1 300 bloavezh[22].

Aozioù ar vuhez kemmañ

 
Karterioù greantel e London, 1870
gant Gustave Doré

Dreistbevañ kentoc'h eget bevañ a rae renkad nevez al labourerien, gant devezhioù a 12, 14 pe 16 eurvezh en eskemm ouzh ur gopr izel a veze termenet gant ar patrom e-unan. Alies, ar yec'hedouriezh fall hag an devezhioù re hir a zegase kleñvedoù a oa diaes da bareañ.

Ne oa gwarez ebet digant ar Stad, na embanne lezenn ebet a-fed aoz al labour. Tu a oa da zic'hoprañ al labourerien evit an disterañ abeg hep o digoll. Ne emelle ar Stad nemet evit lakaat urzh ha peoc'h en-dro pa save reuz e straed pe straed. Gant Breudoù Breizh-Veur e 1802 e voe embannet al lezennoù kentañ war divoud aoz al labour, gant ar pal krennañ hirder devezh-labour ar vugale da 9 eurvezh ha rediañ ar batromed da zisplegañ al labour dezho. E kreiz an XIXvet kantved, an darn vrasañ eus ar Stadoù europat o devoe embannet o lezennoù kentañ a-fed labour — Bro-C'hall, da skouer, a verzas lakaat bugale yaouankoc'h eget 8 vloaz da labourat.
Boutin e oa lakaat ar vugale hag ar merc'hed da labourat peogwir e vezent gopret izeloc'h eget ar baotred, daoust dezho kenderc'hañ kement all ; ouzhpenn da se, ne oa redi ebet da vezañ arbennik en implij mekanik pe vekanik. Dibaot a wezh e veze roet un tamm deskadurezh d'ar vugale, galvet ma oant abred da vont da labourat.

Fall e oa al lojeiz ha fall ar boued. Peogwir e oant paour e veve an dud a-vil-vern e bannlevioù lous, saotret, mogedek, hep servijoù foran (dour en tiez, kanoù-deskarzh, straedoù naetaet...) nag esaouennoù digor (leurioù-kêr, liorzhoù...). Friedrich Engels a zeskrivas e 1843 ur familh iwerzhonat a gouske war ur gwele hepken, div gambr ma veve div familh, hag ur riboul danzouar ma veve betek 16 den en deñvalijenn, ar glebor hag ar flaer[23].

Ur c'houblad labourerien gant daou vugel ne c'hounezent ket a-walc'h evit fardañ predoù fonnus leun a broteinoù. Pa c'hoarveze an dilabour dre gleñved pe wallzarvoud e veze kaset an tiegezh d'an traoñ.

Ar stourmoù kentañ kemmañ

Kalz micherourien eus ar c'henwerzh a gollas o labour abalamour da vuanded ar greantelaat. Heñvel e voe evit kalz gwiaderien, na oant ket evit derc'hel penn da ijinennoù n'o devoa ket ezhomm a dud arbennik hag ampart evit mont en-dro. An dud-se a vukas o fulor war ar mekanikoù o devoa laeret o labour diganto, hag adal 1811 e klaskjont o freuzañ ha diskar al labouradegoù. Luddites a voe graet eus an dud-se e Breizh-Veur, da lavaret eo heulierien Ned Ludd. Buan en em strewas al lusk dre Europa a-bezh, gant an hevelep abeg : aon o devoa an dud rak bezañ dilabour ha paour abalamour d'an nevezentioù kalvezel. Ar Stad breizhveurek a embannas lezennoù evit gwareziñ ar greantelerezh.
En tu all d'ar fulor enep ar mekanikoù, aozioù fall al labour hag ar goproù dister a zegase stourmoù a roas lañs d'an emsavadegoù kentañ ; diskrogadegoù[24] ha kendiskuliadegoù[25] a voe an arouez d'al lusk-se. Pelloc'h, kement-se a voe an diazez da gemmoù pouezus en armerzh, ar politikerezh hag ar gevredigezh : digor e oa ar brezel etre ar labourerien hag ar gevalaourien.
Breizh-Veur, er bloavezh 1825, a voe ar Stad kentañ o reiñ d'al labourerien ar gwir d'em vodañ en uniadoù. D'an 21 a viz Meurzh 1884 e voe graet heñvel e Bro-C'hall, hag e 1902 e Spagn.

An Dispac'h Greantel er bed kemmañ

Treuzkas ar ouiziegezh kemmañ

 
A Philosopher Lecturing on the Orrery
gant Joseph Wright of Derby (ca. 1766).

Meur a zoare a oa da dreuzkas ar ouiziegezh nevez.
Ur wezh desket ganto un dro-vicher — a-wezhioù dre zreveziñ micherourien all — e c'halle al labourerien mont da lec'h all da glask bezañ gopret uheloc'h ; alies e kemere den pe zen penn an hent da zastum titouroù a-benn bezañ ampartoc'h ha gounez muioc'h ag arc'hant.
A-hed an Dispac'h Greantel e voe aozet troiadoù-studi gant Europiz hag Amerikaned. Lod Stadoù, Bro-C'hall ha Sveden en o zouez, a c'hopras tud evit mont da studiañ an teknikoù nevez. E broioù all evel Breizh-Veur hag ar Stadoù-Unanet e voe aozet troioù-studi gant embregerezhioù e felle dezho gwellaat o doareoù da genderc'hañ, prenañ mekanikoù arnevez ha stummañ un nebeud tud da ober war o zro.
Un doare all da skignañ ar ouiziegezh e oa rouedad ar brederourien ma veze studiet ar brederouriezh naturel"", da lavaret eo ar skiantoù, hag alies an doareoù d'o lakaat da dalvezout en oberiadegoù.
Holloueziadurioù a voe moullet a zeskrive an nevezentioù, evel Lexicon John Harris (1704), Cyclopaedia Abraham Rees (1802-1819), Descriptions des Arts et Métiers, hag Encyclopédie Diderot ha D'Alembert (1751-1772). Troioù-micher ar broioù all a veze displeget enno dre engravadurioù brav ha spis. E dibenn an XVIIIvet kantved e voe embannet kelaouennoù diwar-benn ar c'halvezouriezh ma kaved pennadoù a-zivout ar brevedoù diwezhañ. E Bro-C'hall e kaved Annales des Mines adal 1794, ma veze embannet karnedoù-beaj an ijinourien c'hall a yae da Vreizh-Veur da studiañ an troioù-micher nevez[26].

Europa kemmañ

 
Finnieston Crane e Glasgow

Ur c'havr-houarn divent a servije da lakaat marc'hoù-du war listri o c'hase da bellvro.

E kreiz an XIXvet kantved en em astennas an Dispac'h Greantel da Velgia, Bro-C'hall, ar broioù alamanek, Suis hag Euskadi da gentañ. Dizingal e voe an argerzh er peurrest eus Europa : diwanañ hepken a reas e Skandinavia, gant an doare kozh e kendalc'has Europa ar Reter war-bouez Polonia, Ukraina, Moskov ha Sant-Petersbourg. Da ziwezhañ e voe Stadoù ar Mor Kreizdouarel, ma voe dizingal-kenañ an Dispac'h Greantel etre an Norzh hag ar Su e pep bro ; en Italia da skouer e voe savet labouradegoù en Norzh pa chome ar Su war-lerc'h ; e Spagn e voe tizhet Euskadi, Asturies ha Katalonia tra ma chomas kreñv al labour-douar en Andalousia hag e Kastilha.
Linennoù-houarn a voe staliet e pep lec'h ar pezh a voe ur benveg-brezeliñ da gentañ, hag unan a beoc'h diwezatoc'h.

  • Belgia e voa ar Stad kentañ oc'h heuliañ Breizh-Veur, hogen daoust dezhi bezañ brudet abaoe ar Grennamzer evit he glaou hag he houarn e Wallonia ne c'hallas ober he Dispac'h Greantel nemet adalek rannadur Rouantelezh Unanet an Izelvroioù, pa c'hallas ar Stad Velgiat ren ur politikerezh a-fed greanteladur. E 1835 e voe savet al linenn-houarn gentañ hag e 1847 e voe staliet ar pellgelaouer etre Brusel hag Antwerpen.
  • Bro-C'hall a zivizas diazezañ he greanteladur war he marc'had kouerel diabarz. Petra bennak ma paouezas gant an Dispac'h Greantel abalamour da Zispac'h 1789-1799 ha da vrezelioù Napoleon I — ar re-se o tegas un digresk er feur-genel ha koshadur ar boblañs — e troas ar vro da unan eus ar galloudoù greantel pennañ a-drugarez d'ar gwiadeier ha d'an houarnouriezh. Adalek 1850 e voe an Dispac'h Greantel kadarnaet gant postadurioù arc'hant er rouedad hentoù-houarn.
  • Er broioù alamanek e voe luzietoc'h an Dispac'h Greantel rak meur a zoare marc'hadoù, patromoù politikel, stadoù kevredigezhel hag armerzhel a oa kent ma voe Alamagn unanet gant Otto von Bismarck (1815-1898) e 1871. Rannvro ar Ruhr a heulias ar patrom armerzhel deuet eus Breizh-Veur – mengleuzioù glaou ha houarnouriezh – gant arc'hant gall ha brevedoù saoz ; buan e voe liammet dre hentoù-houarn gant porzhioù-mor Bremen ha Hamburg. Er Reter ne voe ket al labour-douar kaset da get gant ar greanteladur, hag ar vro a-bezh a voe broudet gant ar c'hresk er boblañs. Dre ezhommoù al linennoù-houarn e voe kenderc'het muioc'h a houarn, a zir hag a c'hlaou.
  • En Aostria-Hungaria, rouantelezh Bohemia ha dugelezh Silezia dre o finvidigezh e glaou a droas da greizennoù greantel a vagas marc'had Vienna en Aostria tra ma chomas Hungaria troet war-du al labour-douar hag ar c'henderc'hañ dafar-diazez.
  • Rusia a loc'has he Dispac'h Greantel pa oa Stadoù all o kregiñ gant an Eil Dispac'h dija. Tresoù pennañ an argerzh rusat e voe emelladur ar Stad, nebeut a embregerezhioù, ur marc'had bihan, ha pouez kreñv ar rouedad hentoù-houarn. Ret e voe enporzhiañ dafar ha trenioù, ar pezh a lakaas kresk bras en dleoù hag a redias ar vro da ezporzhiañ kenderc'hadoù al labour-douar (edoù dreist-holl) diwar-goust ar marc'had-diabarzh. E berr gomzoù, kempouezet e voe mentel ar paeamantoù ha greantelaet ar vro dre baouraat ar gouerien.

Ouzhpenn an hentoù-houarn e voe diorroet ar gwiadeien, hag an houarnouriezh a-c'houde ma voe toullet mengleuzioù houarn ha glaou e Krimea hag e Mor Azov. Eoul-maen a voe dizoloet e Bakou en Azerbaidjan, hag e dibenn an XIXvet kantved e voe Rusia brasañ kendercher eoul-maen ar bed a-bezh.

  • E Sveden etre 1790 ha 1815 e voe daou argerzh armerzhel o vont kenstur : adstummet e voe al labour-douar dre grouiñ atantoù bras, binvioù nevez, kenwerzh ar c'henderc'hadoù ha kroget e voe da staliañ labouradegoù bihan e-maez ar c'herioù, an dud o vezañ labourerien-douar en hañv ha micherourien er goañv. Etre 1815 ha 1850 e voe diorroet greanterezh ar mengleuzioù, hini ar gwiadoù ha hini ar prenn. E 1842 e voe staliet dre lezenn ar skol ret ha digoust evit an holl vugale, ar wezh kentañ er bed a-bezh, e 1846 e voe lakaet ar marc'had-diabarzh en e frankiz hag e 1848 e voe embannet ul lezenn diwar-benn ar c'hompagnunezhioù lodennaouet.

Norzhamerika ha Japan kemmañ

 
Labouradeg-purañ ar Standard Oil
e Cleveland, Ohio, e 1899

En eil hanter an XIXvet kantved e voe greantelaet ar Stadoù-Unanet ha Japan.

  • Tri skoilh a voe er Stadoù-Unanet : dindan veli Breizh-Veur e oa an armerzh, nebeut a vicherourerien a oa, ha dister e oa rouedad an doug. Goude ar Brezel-diabarzh hepken (1865) e voe ar mekanikoù dre vurezh trec'h war ar re a oa kaset gant dour, ar pezh a lakaas ar greantelerezh d'em skignañ er vro a-bezh e-lec'h chom e-kichen stêrioù kreñv ar Biz. Ijinusted un nebeud tud evel Samuel Slater pe Robert Fulton, kevret gant enbroadegoù eus Europa, a vroudas ar greanteladur e Reter ar vro. Buan e voe gounezet ar C'hornôg a-drugarez d'al linennoù-houarn.
  • Diwar intrudu ar gouarnamant en Amzervezh Meiji (1868-1912) e voe greantelaet Japan' e meur a zoare.
• Labouradegoù brezeloniel (armoù) a voe savet e Tōkyō hag en Osaka.
• Broudet e voe an doug dre vor rak re ger e oa sevel ur rouedad trenioù en ur vro veneziek 6 848 enezenn enni[27]
• Diorroet e voe ar mengleuzioù hag ar gwiadegoù gloan ha seiz.

Kreskiñ a reas ar boblañs : 37 milion a dud a oa e 1880, 50 milion e 1914. Kresk ivez a voe war ar c'hevala a-drugarez da c'hoproù izel. Kement intrudu greantel prevez a voe skoazellet gant ar Stad, alese ur spered ijinus ha nevezer gant an embregerezhioù. A-barzh un nebeud bloavezhioù e voe kreizennet ar greanterezh hag ar c'hevala : deuet e oa Japan a-benn da gendeuziñ ar c'hentañ hag an eil Dispac'h Greantel.
Drevezañ ar C'hornôg ar reas Japaniz er penn kentañ : ar merdeiñ breizhveurek, ar melestradur gall, al lu hag ar vezegiezh alaman ha doareoù ar c'henwerzh norzhamerikan. Dizale avat, dre ma oant arsellerien ampart-kenañ, e tegasas ar skiantourien japanat nevezentioù er fizik, er matematik, ar vevoniezh hag er vezegiezh.

An Eil Dispac'h Greantel kemmañ

An Eil Dispac'h Greantel eo an anv a zo bet roet d'ar mare etre 1870 ha diwezh ar Brezel-bed kentañ e 1918 ma voe araokadennoù bras er skiantoù hag en teknikoù, ha ma voe boulc'het labouroù war tachennoù an tredan hag ar gimiezh da heul dizoloadennoù a oa bet graet er Stadoù-Unanet.
Mare kengreizadur an embregerezhioù greantel e voe ivez, ha kadarnaet e voe ar reizhiad kevalaour.

 
Ar Palez Strink e London
da geñver an Diskouezadeg Veur e1851

Dizoloadennoù hag araokadennoù pennañ kemmañ

  • Gremmoù nevez a voe dizoloet. Diouzh an eil tu e voe kenderc'het eoul-maen er Stadoù-Unanet, ar pezh a roas dour-tan evit ar c'hefluskerioù helosk a luskas mekanikoù ar greanterezh ha, diwezhatoc'h, ar c'hirri-tan. Diouzh an tu all e krogjod da implijout an tredan er greanterezh ivez, er goulaouiñ straedoù hag er pellgehenterezh. Gant araokadennoù ar gimiezh e voe fardet danvezioù-tarzh, livioù, temzoù-strujusaat evit al labour-douar.
  • En houarnouriezh e voe kavet teknikoù nevez da buraat ar metaloù ha da implijout an aluminiom, alese ganedigezh metaloù kendeuzet evel an dir diverglus (houarn + karbon + nikel + krom).
  • Astennet e voe ar rouedadoù hentoù-houarn, ar pezh a roas tro da vuanaat dasparzh an dafaroù diazez ha da zigeriñ marc'hadoù nevez pelloc'h-pellañ. Erlerc'hiet e voe ar bigi-dre-lien gant re dre vurezh, a voe herrusoc'h c'hoazh goude digoradur kanol Suez ha hini Panamá.
  • A-hed an XIXvet kantved e voe ijinet traoù evel ar benveg-luc'hskeudenniñ, ar mekanik da skrivañ, ar pellgelaouer, ar pellgomz hag ar c'harr-tan a voe implijet diouzhtu gant kalzik tud. Dre an nevezentioù-se o devoa an dud ar santad da vevañ en un oadvezh nevez.

Kemmadennoù en armerzh kemmañ

Peogwir e oa bet tizhet ul live uhel en teknikoù e voe kresket kalz kenderc'hadur ar greanterezh, ha buan en em gengreizas lod embregerezhioù evit sevel korrwerzhoù, unwerzhoù, trustoù ha karteloù.

Korrwerzh : un niver bihan a embregerezhioù distag an eil re diouzh ar re all zo mistri war ur marc'had bras. Kevezerezh zo etrezo.
Unwerzh : un embregerezh hepken zo gouest da bourvezañ un dafar pe ur servij war ur marc'had bras. N'eus kevezerezh ebet. Unpiaou a lavarer ivez.
Trust : e 1888 e voe implijet ar ger-se er Stadoù-Unanet, diwar ar saozneg to trust ("fiziout") evit komz eus un embregerezh vras a zo mestrez war meur a varc'had en un domani greantel. Bez' a c'hall an embregerezh-se bezañ ur strollad embregerezhioù a zo bodet dindan beli ur renerezh hepken a fiziont enni. Sevel un unwerzh eo ar pal da gement-se.
Kartel : en Alamagn e 1901 e voe goveliet ar ger Kartell evit komz eus un unwerzh ma vez emglev etre ar werzherien a-benn bezañ mistri war ar marc'had, da lavaret eo sparlañ an hent da embregerezhioù all ha brasaat o gounidoù. Ar pal eo mirout ma vije kevezerezh.

Kenstur gant kengreizadur an embregerezhioù e voe hini ar bankoù, a glaskas sevel un unpiaou war kevala an arc'hant.
Da heul kengreizadur an embregerezhioù ha hini ar bankoù e voe kemmet frankiz ar c'hevezerezh, brasaet ar gounidoù ha dre se, tamm-ha-tamm, etrebroadelet ar reizhiad kevalaour. Evel-se e krogjod da glask marc'hadoù nevez evit postañ ar gounidoù, gwerzhañ ar c'henderc'hadoù ha tapout dafar diazez ; diwar kement-se voe roet lañs da drevadennerezh Afrika hag Azia.

Notennoù kemmañ

  1. BROWN Lester Russell, Eco-Economy, Building an Economy for the Earth, Earthscan Ltd, 2003, ISBN 978-1-85383-904-7 Googlebooks
  2. BLANQUI Jérôme-Adolphe, Histoire de l'économie politique en Europe depuis les anciens jusqu'à nos jours, 1837, ISBN 978-0-543-94762-8
  3. ISBN 978-2-7555-0109-4
  4. HUDSON Pat, The Industrial Revolution, Hodder, 1992, ISBN 978-0-7131-6531-9.
  5. SZOSTAK Rick, The role of transportation in the industrial revolution: a comparison of England and France, McGill-Queen's University Press, Montréal, Kanada, 1991, ISBN 978-0-7735-0840-8
  6. USHER, Abbott Payson, An introduction to the industrial history of England, University of Michigan Press, SUA, 1920
  7. UGLOW Jennifer S., The Lunar Men: the friends who made the future 1730–1810, Faber & Faber, London, 2002, ISBN 978-0-374-52888-1
    Embannadur amerikan : The Lunar Men: Five friends whose curiosity changed the world, Farras Strauss & Giroux, New-York, SUA, 2003, ISBN 978-0-374-19440-6
  8. KAMEN Henry, La sociedad europea, 1500-1700 / The European Society, Alianza, Madrid, Spagn, 1983, ISBN 978-84-206-2475-4
  9. Kevarzh, anv-gwan : Kevatal dirak al lezenn
  10. HOBSBAWM Eric J., The Age of Revolution: Europe 1789–1848, Abacus, 1988, ISBN 978-0-349-10484-3
  11. INIKORI Joseph E. Inikori, Africans and the Industrial Revolution in England, Cambridge University Press, 2002, ISBN 978-0-521-01079-5 Googlebooks
  12. MARTÍNEZ CARRERAS José Urbano, Introducción a la historia contemporánea 1770-1918, La Era de las Revoluciones, Historia Universal Istmo, Madrid, Spagn, 2010, pp. 35-36, ISBN 978-84-7090-135-5
  13. ABED Loïc, Le canal de Nantes à Brest, Éditions C. M. D., Montreuil-Bellay, Bro-C'hall, 1998, pp. 7-46, ISBN 978-2-909826-82-0
  14. MEIER Gerald M, RAUCH James E., Leading Issues in Economic Development, Oxford University Press, 2000, ISBN 978-0-19-511589-5 Googlebooks
  15. MURMANN Johann P., Knowledge and competitive advantage: the coevolution of firms, technology, and national institutions, Cambridge University Press, 2006, pp 53-54, ISBN 978-0-521-68415-6
  16. HILL John E. C., A Social and Economic History of Britain, 1530-1780, Wendelfiel & Nicholson, SUA, 1967
    E spagnoleg : De la reforma a la Revolución Industrial, 1530-1780, Ariel, Barcelona, Katalonia, 1980
  17. Letoniñ : paouez da labourat un dachenn e-pad ur bloavezh evit ma tiskuizhfe a-benn adtapout he finvidigezh.
  18. LILLEY S., Men, Machines an History: A Short History of Tools and Machines in Relation to Social Progress, Cobett Press, London, RU, 1948
    E spagnoleg : Hombres, máquinas e historia, Ariach, Madrid, Spagn, 1973.
  19. Bourc'hizelezh (a.k. benel) : strollad an dud binvidik o ren war ur gevredigezh peogwir int perc'henn war ar binvioù kenderc'hiñ traezoù ha marc'hadourezhioù.
  20. Tavantiezh (a.k. benel) : strollad an dud a rank labourat en eskemm ouzh ur gopr evit kaout peadra da vevañ.
  21. HARTWELL R. M., The Industrial Revolution and Economic Growth, Methuen Young Books, London, RU,1971, pp. 339-341 ISBN 978-0-416-19500-2
  22. Building construction: the reintroduction of modern concrete, en Encyclopedia Britannica
  23. ENGELS Friedrich, La situation des classes laborieuses en Angleterre dans les grandes villes, Mille et une Nuits, Paris, Bro-C'hall, 2009, ISBN 978-2-7555-0109-4
  24. Diskrogadeg : meur a labourer o paouez da labourat evit diskouez d'ar patrom ez int drouklaouen evit abeg pe abeg.
  25. Kendiskuliadeg : dibunadeg labourerien e kêr a-benn diskouez ez int drouklaouen.
  26. Bez' e vez embannet c'hoazh : Annales des Mines
  27. Facts and Figures of Japan 2007 01: Land.

Liammoù diavaez kemmañ