Un ijinadenn eo ar mekanik dre vurezh; an araokadennoù bennañ diwar e benn a zo bet graet en XVIIIvet kantved. Ur c'heflusker termek eo lec'h ma c'hoarvez an devadur en diabarzh: Treuzfurmiñ a ra energiezh termek ar vurezh (dour e stumm gaz), pourvezet gant ur gaoter, e energiezh mekanik. Ur pouez bras en deus bet ar vekanik e-kerzh an Dispac'h greantel, ar vammenn energiezh gentañ a orin vekanik e voe savapl ha mestroniapl gant Mab-den (en enep da energiezh an dour, al lanv pe c'hoazh an avel hag o deus ezhomm lec'hioù spesius ha n'eus ket tu d'o implij p'en devezer c'hoant). En XXvet kantved eo bet distroadet gant an droellrodoù (turbin), ar c'heflusker tredan hag ar c'heflusker dre darzhañ.

Mekanik dre vurezh
Thomas Newcomen (1664-1729)
  • ██ Burezh
  • ██ Dour
  • ██ Dorikelloù digor
  • ██ Dorikelloù serr
  • Al labourioù kentañ diwar ar vurezh hag he implij a voe graet da vare an henamzer. Savet e voe gant Heron a Aleksandri er Iañ kantved an Eolipil, gwelet 'vel ur c'hoariel abalamour d'e c'halloudezh gwan, padal ur gwir keflusker dre vurezh e oa.

    Ret e voe gortoz ar XVIIvet kantved evit ma teufe en-dro ar menoz da implij galloudezh ar vurezh. E 1601, Giovanni Battista della Porta, hag e 1615 Salomon de Caus a ziskriv ur pomp gouest da skarzhañ an dour diouzh ur besel. E 1629 e sil Giovanni Branea menoz milinoù o vont en-dro gant ar vurezh, ar bloavezh da heul e tap David Ramseye ur brevet evit ur pomp o vont en-dro gant tan. Gwellaat a ra e 1629 Edward Somerset raktres Caus dre bourveziñ ar gambr vurezh gant un distaner, sevel a ra ur skouerenn vras, hogen, mervel a ra a-raok m'en defe gellet lakaat e pleustr e ijinadenn.

    Mont en-dro

    kemmañ
     
    1. Mont a ra ar vurezh en ur granenn vetal ma 'z eus ur ribouler.
    2. Dre wask er vurezh e ya ar ribouler betek penn ar granenn.
    3. Al lusk-se a vount ur varrenn a laka ur rod da dreiñ.
    4. E-keit-se eo yenaet ar vurezh hag aet da c'hlizh : distreiñ a ra ar ribouler da benn all ar granenn en ur skarzhañ an dour.
    5. Adkregiñ a ra kelc'h al lusk.