Kentañ penitiour ar gristeniezh a voe ar sant anvet Anton (war-dro 250-350) a yeas da chom e-unan en dezerzh en Egipt Uhelañ, nepell diouzh kêr Tebas. Anakoreted a veze graet outo, ur ger deuet eus ar gresianeg. Eveltañ ez eas meur a benitiour kristen da chom d'an dezerzh adal an IIIde kantved.

Evel Jezuz kemmañ

Ober a rae an dud-se diouzh skouer Jezuz a ouias en em dennañ alies en dezerzh da bediñ, evel a lenner en Aviel. Bevañ digenvez ha hep an traoù diezhomm, en em zastum ennañ e-unan, stourm ouzh an temptadur hag ouzh e gorf a fell d'ar penitiour, evit kavout Doue.

E Breizh kemmañ

E Breizh e veze graet peneti (eus pened ha ti), pe peniti, eus ul lec'h ma veze ur penitiour, pe penitiourion, o chom. Dont a ra ar ger eus al latin paenitere (a zo kement hag ober pinijenn), gant ar ger ti da zibenn-ger.

Betek an XI-vet kantved e oa giz ar venec'h kelt ivez, re Iwerzhon kenkoulz ha re Breizh, klask lec'hioù didud evit bezañ tost ouzh Doue ha distag diouzh chadennoù ar vuhez. Lod anezho a yae en o-unan ha reoù all a veze o vevañ a-strolladoùigoù er c'hevioù pe e lochennoù er c'hoadoù.

Meur a sant breizhat en deus bevet en e-unan a-raok gwelout tud o tont da c'houlenn digantañ dont da vezañ eskob pe abad : sant Kaourintin (e beniti e Ploudiern), sant Malor (e beniti en Enez Sark), sant Maodez (en Enez Maodez).

Anv-lec'h kemmañ

Meur a lec'h a zo anvet peniti e brezhoneg e Breizh Izel, ha L'Hermitage e galleg e Breizh Uhel.

Gerioù kar kemmañ


Pennadoù kar kemmañ