Karbala
Karbala (arabeg : كَرْبَلَاء Karbalā’[1]) zo ur gêr e kreiz Iraq, lec'hiet 88 km er mervent da Vaghdad nepell diouzh Lenn Razzaza (بحيرة الرزازة). Kêr-benn Gouarnelezh Karbala eo, ha 900 000 a dud a oa o chom enni e 2016.
كَرْبَلَاء / Karbala | |
---|---|
Moskeenn al-Husain | |
Diazez | 690 |
Yezhoù | Arabeg • Kurdeg |
Melestradur | |
Riez | Irak |
Gouarnelezh | Karbala |
Distrig | Karbala |
Gouarnour | Husein al-Mnakouchi |
Maer | Anmar al-Rafiqi |
Douaroniezh | |
Gorread | 79 km² |
Uhelder | 28 m |
Poblañs | 900 000 (2016) |
Stankter | 11 392 ann./km² |
Gwerzhid-eur | UTC + 3 |
Kod-post | 00964, 56001 |
Gevellet gant | قم Qom, Iran |
Brudet eo Karbala en abeg d'un emgann a c'hoarvezas eno e 680, hag ivez a-drugarez da ziv voskeenn veur e bed an islam. Ul lec'h nevet evel Mekka, Medina ha Jeruzalem eo Karbala en Islam chiit. Degadoù a vilionoù a vuzulmaned a vez o pirc'hirinañ eno div wech ar bloaz : un eizh milion bennak a zeu da lidañ an Achoura' (عَـاشُـورَاء) da gounaat merzherinti Housain ibn Ali (mab-bihan ar profed Mohammed) da 10vet deiz kentañ miz an deiziadur muzulmat, ha war-dro tregont milion a feizidi a gemer perzh en abadenn veur an Arba‘īn' (أَربَـعِـيـن) ("daou-ugent") d'an 40vet deiz goude Achoura' da azeuliñ ar bezioù nevet. War droad e teu ar birc'hirined, eus Iraq hag eus tremen 56 bro[2].
An anv
kemmañHervez lenneien an islam chiit ez eo karbala (كَرْبَلَاء) un anv savet diwar karb (كَـرب), "an douar hag a raio kalz poanioù" ha bala' (بَـلاء), "gwalenn, gwallreuz", evel m'en diskulias an arc'hael Mikael d'ar profed.
Al lenneg muzulman Yaqut al-Roumi al-Hamawi (1179–1229) a bouezas war ar fed ma voe merzheriet Ali ben Mohammed war un douar blot, كربلا karbala, alese ivez anv lec'hel an triñchin (Rumex acetosa) hag a gresk puilh eno.
Istorourien ha yezhoniourien a glaskas dielfennañ an anv ivez : dre ma voe savet Karbala da vare Babilon diwar ur bodad kêriadennoù kristen kent an islamekadur e c'hallje anv kêr dont eus ar ger asirianek *karb al la(h), "tost d'an doue" pe "santelezh an doue", anv un azeuldi kozh ; un displegadur all e vije *hen Babel, da lavarout eo "hengêr Babilon". Lennenien all o deus kinniget un orin persek, *kar bala, "labour dreist".
Douaroniezh
kemmañWar plaenenn dichaladurioù glann dehoù ar stêr Eufrates, nepell diouzh Lenn Razzaza er c'hornôg hag ouzh troad Menezioù al-Hidjarah er mervent emañ Karbala.
Damgrin eo an hin, levezonet ma 'z eo gant sec'hor dezerzh Arabia ; a-drugarez d'an aridennad menezioù e ra un nebeud glav pe erc'h er goañv.
|
Istor
kemmañ- ♦ 680 • Emgann Karbala
D'an 10 a viz Here 680 (10vet deiz e kentañ miz ar bloaz islamek 61) e c'hoarvezas Emgann Kerbala, etre un nebeud kerent ha dalc'hidi bodet tro-dro da Housain ibn Ali – anezhañ mab-bihan ar profed Mohammed – hag un unvez kalz brasoc'h a soudarded ar c'halif omeyyad Yazid I (647-683).
Pa voe Yazid I kalif e 680 e nac'has Housain ibn Ali distagañ al le a feizleunder, en abeg ma torre ar c'halif nevez ar feur-emglev a oa bet sinet e 661 gant Hasan, breur Housain, hag ar c'halif omeyyat Mouawiyah I : an emglev a verze ouzh hennezh envel ur c'halif nevez e-kerzh e ren, en ur lezel ar bed islamek d'en ober[3].
O c'houzout e oa e vuhez en arvar e kuitaas mab-bihan ar profed e di e Medina da gaout repu e Mekka. Tud Koufa[4] a gasas lizheroù dezhañ da c'houlenn skoazell enep an Omeyyaded kent kemmañ o mennozh, lazhañ kannaded Housain ha treiñ a-du gant Yazid I. Keloù eus kement-se a zeuas da Housain p'edo e pirc'hirinded Mekka, hag eno ivez e klevas e oa bet roet urzh gant ar c'halif e lazhañ e pe lec'h bennak e vije kavet. Ur brezegenn a reas Housain e Mekka ma kondaonas emzalc'h nann-muzulmat ar c'halif, kent beajiñ betek Koufa da blaenaat an darempredoù.
Goude bout tremenet un ode e Menezioù al-Hidjarah, daou zevezhiad bale kent erruout e Koufa, e voe taget e garavanenn gant 30 000 soudard var varc'h bet kaset gant gouarnour omeyyat Koufa. Ar soudarded a c'hourc'hemennas da Housain ibn Ali distagañ al le a feizleunder en eskemm ouzh dour ; pa nac'has Housain e voe dibennet, ha lazhet e voe e vab c'hwec'h miz, e familh hag e ambrougerien ; paket e voe ar vugale all hag ar maouezed ; douaret e voe an dud varv war al lerc'h gant annezidi ar c'hornad.
Kabaduilh a savas a-c'houde ar gwalldaol-se hag enebiezh taer a savas enep kalifiezh an Omeyyaded, ken na voe breskaet betek bout diskaret gant ar Galifiezh Abbasid e 747[5].
Er bloaz 682 e voe lakaet ar brizonidi vev en o frankiz. Pa oant o vont da Vekka e rejont un ehan e Karbala ; e 685 e oa staliet ar birc'hirinded dija : savet e voe bezioù hag un arc'h-relegoù en enor da Housain ibn Ali hag e familh. Tro-dro d'ar monumant e tiwanas ur gêr evit degemerout ar birc'hirined.
Brasaet e voe ar bezioù hag ar gêr gant meur a rener, hogen distrujet e voent meur a wech gant enebourien. Er bloaz 850 e voe diskaret an arc'h orin gant ar c'halif abbasit Al-Mutawakkil ; adsavet e voe evel m'emañ hiziv tro-dro d'ar bloaz 979, peuzdistrujet e voe gant un tan-gwall e 1086 ha savet a-nevez.
- ♦ 680 • Betek bremañ
Er bloaz 1737 e voe erlerc'hiet Isfahan en Iran ouzh Karbala evel kêr-benn kelennadurezh an islam chiit. E kreiz an XVIIIvet kantved e voe an doueoniour bahreini Yousouf al-Bahrani (1695-1772) e penn ar c'helennerezh chiit ; un hengouniour e oa, unan eus dalc'hidi bennañ luskad an akhbaried ha na fiziont nemet er C'horan hag en hadit war dachenn ar gwir – en enep d'an اِجْتِهاد ijtihād, da lavarout eo preder pennadurezhioù an islam evit desteriañ e skridoù diazez a-benn termeniñ ar اِجْتِهاد chari' a, lezenn an islam. Goude e varv ez eas ar galloud gant dalc'hidi an ijtihād.
A-hed an hevelep kantved e c'houzañvas Karbala gant ar sec'hor, betek ma voe kleuziet ur ganol da gas dourioù an Eufrates betek kêr e 1803 ; kement-se a astennas levezon an islam chiit war ar rannvro, betek kêr Najaf pelloc'h en ardraoñ ar stêr.
D'an 21 a viz Ebrel 1802[6] e voe preizhet Karbala gant 12 000 alouber wahhabit, anezho soudarded emir Emirelezh Diriyah, ar Stad kentañ a voe en Arabia Saoudat[7]. Goude-se, renerien Karbala a stalias ur republik emren en Impalaeriezh otoman.
E 1843 e teuas an Otomaned da c'hourlakaat o beli. War-dro 5 000 Arab a voe lazhet (± 15% eus ar boblañs), ha 400 Turk[8]. Goude an dagadenn e tec'has ar studierien diouzh Karbala d'en em staliañ e Najaf, a droas da bennlec'h an islam chiit[9].
Adalek 1850 betek 1903 e teredas moneiz da Garbala ha Najaf a-drugarez d'ul legad a 6 betek 10 milion roupi a-berzh Stad Oudh en India (hanter reterel Stad Uttar Pradesh a hiziv) dre Legad Oudh, ur وقف waqf, da lavarout eo un ober a vadelezh hervez lezenn an islam : pa varvas roue Oudh e chomas war e lerc'h kampi un amprest en devoa asantet d'an East India Company hag intañvezed ar roue a urzhias ma vije treuzkaset an arc'hant d'an div gêr nevet.
Pouezus e voe levezon Persia war diorroadur Karbala, pa voe Persaned ar boblad niverusañ e kêr e deroù an XXvet kantved. Izili an tiegezh persan Kammouna a voe gwarded ar margavioù sakr e-pad bloavezhioù, ha dre-se ez eo ganto e chomas ar galloud war kêr betek ma kouezhas dindan beli Impalaeriezh Breizh-Veur e 1915, pa 'z eas an Impalaeriezh otoman da get. Plegañ dirak ar vistri a reas ar re Gammouna, petra bennak ma voe meur a uhelad all o stourm ouzh an aloubadeg. An tiegezh Awad, hag a oa bet o chom e Karbala e-pad pemp kantved, a zisklêrias brezel d'an estrenien : forbannet e voe he izili e-pad meur a vloaz kent galloud distreiñ d'o ziriadoù ha d'o dere, gouez da skridoù an ofiserez politikel Gertrude Bell (1868-1926) hag a gemeras perzh e diazez Stad Iraq goude diskar an Impalaeriezh otoman[10]. Unan eus familhoù meur Karbala eo ar re Awad hiziv c'hoazh.
Goude dizalc'hegezh Stad Iraq e 1932, he fennadurezhioù sunnit a vagas disfiz ouzh annezidi chiit Kerbala. Dindan ren Saddam Husain (1937-2006, prezidantelezh 1979-2003) e voe krennet war an azeul chiit e Kerbala, ha berzet d'ar chiited estren lakaat troad e kêr.
E miz Meurzh 1991 en em savas chiited Kerbala ouzh kement-se ; garv e voe ar moustrerezh kaset gant renad Baghdad, pa voe lazhet tud ha graet distrujoù bras e kêr. Miz war-lerc'h e c'hourc'hemennas Saddam Husain ma vije distrujet karter ar margavioù ha savet ur gourizad mogerioù beton da aozañ un "takad yec'hedel" etre ar margavioù ha tro-dro dezho[11] ; e 1994 e voe adsavet ar bezioù.
E 2003, goude ma voe aloubet Iraq gant ur c'hengevredadur kaset gant SUA[12] ha diskaret Saddam Husain, melestradurezh da c'hortoz ar C'hengevredadur a aotreas ar chiited estren da gemer perzh e kentañ pirc'hirinded Achoura' abaoe degadoù a vloavezhioù, e 2004. Brasañ pirc'hirinded a viskoazh e voe, gant tremen ur milion a feizidi ; ur gwalldaol a c'hoarvezas e-kerzh an abadenn d'an 2 a viz Meurzh pa lakaas Al-Qaida bombezennoù da darzhañ, o lazhañ tremen 178 den ha gloazañ tremen 500.
Daou vilion a chiit irakian a gerzhas dre Garbala da geñver an Achoura' d'an 19 a viz Genver 2008, gwarezet gant 20 000 soudard ha poliser peogwir e oa bet lazhet 263 den e Basra ha Nasiriyah e-kerzh en emgann etre lu Iraq ha feizidi chiit e deroù ar miz[13].
Skeudennaoueg
kemmañ-
Kamp Imam Husain
-
Moskeenn Al-Abbas
Levrlennadur
kemmañ- (en) BELL, Gertrude Lowthian : Syria, the desert & the sown, Scholar's Choice, 2015 (ISBN 978-1-298-00619-6)
- (en) COLE, Juan R. I. : Sacred Space And Holy War, I. B. Tauris, 2002 (ISBN 978-1-86064-736-9)
- (en) JAFRI, Syed Husain Mohammad : The Origins and Early Development of Shi'a Islam, Oxford University Press, 2002 (ISBN 978-0-19-579387-1)
- (en) MARTIN, Richard C. & all : Encyclopedia of Islam & the Muslim World, Macmillan USA, 2003 (ISBN 978-0-02-865603-8)
- (en) ROBINSON, Chase F. : The Formation of the Islamic World, Sixth to Eleventh Centuries, Cambridge University Press, 2010 (ISBN 978-0-521-83823-8)
Notennoù
kemmañ- ↑ Etre /a/ hag /ɛ/ eo distagadur an ا alif arabek ; Karbala eo ar skrivadur etrebroadel, met Kerbala ha Kərbəla a gaver ivez er yezhoù a ra gant al lizherenneg latin.
- ↑ {(en) Russia Today
- ↑ Jafri, op. cit.
- ↑ Emañ kêr Goufa war ribl an Eufrat, 74 km diouzh Karbala er mervent ha 145 km er su da Vaghdad.
- ↑ Robinson, op. cit.
- ↑ 1801 hervez (en) lod lenneien.
- ↑ Martin, op. cit.
- ↑ (en) COLE, Juan R. I. & MOMEN, Moojan : Mafia, Mob and Shiism in Iraq: The Rebellion of Ottoman Karbala 1824-1843
- ↑ Cole, op. cit.
- ↑ Bell, op. cit.
- ↑ (en) Human Rights Watch, Mezheven 1992
- ↑ Ar Rouantelezh-Unanet, Aostralia ha Polonia a gemeras perzh er c'hengevredadur, gant harp milourel Kendalc'h Broadel Irak ha pechmergaed kurd : KDP ha PUK ; nac'h a reas Bro-C'hall kemer perzh.
- ↑ (en) BBC News, 19 GEN 08