Ar voskeenn eo ar savadur relijiel en Islam.

Moskeenn Sultanahmet en Istanbul.

Ul lec'h pediñ eo evit ar vuzulmaned. Bez' ez eus moskeennoù meur ma teu an imam da brezegenniñ e-kerzh lid pennañ ar sizhun (d'ar Gwener da greisteiz) ha moskeennoù bihanoc'h, ar moskeennoù-karter er c'hêrioù bras pe voskeennoù ar c'hêriadennoù. Par da ilizoù hag ilizoù-meur Europa eo perzh ar moskeennoù er bed islamek eta.

Stag ouzh pep moskeenn ez eus ur minared(-où), evel ma'z eus ur c'hloc'hdi ouzh pep iliz.
Gwechall e pinte an imam ennañ a-benn gervel ar feizidi d'ar bedenn. Hiziv an deiz e vez staliet mikrofonoù e penn ar minared, pe lakaet un enrolladenn da vont en-dro evit seveniñ ar gefridi-se.

Ar vuzulmaned a zeu diarc'hen tre er sal-bediñ, ha treiñ a reont war-du ar mihrab hag a ziskouez tu Mekka.