Mansour al-Hallaj
Mansour al-Hallaj (arabeg : ابو المغيث الحسين بن منصور الحلاج Abū 'l-Muġīṭ Al-Ḥusayn bin Manṣūr al-Ḥallāğ ; persaneg : منصور حلاج Mansūr-e Ḥallāj), bet ganet c. 858 e Fars (Persia) ha marvet d'ar 26 a viz Meurzh 922 e Baghdad (Kalifelezh Abbasid), a oa ur barzh hag ur c'helenner war ar soufiegezh persian.
| |||
Krougadenn Mansour al-Hallaj Dornskrid Walters W.650, 1602 | |||
Ganedigezh | c. 858 (244 AH) Tur al-Baida, proviñs Fars Persia | ||
Marv | 26 a viz Meurzh 922 (24 Doul Kada 309 AH) Baghdad Kalifelezh Abbasid | ||
Kenelelezh | Persian | ||
Maread | Abbasided | ||
Relijion | Islam sunnit Soufiegezh | ||
Micherioù | Barzh Kelenner |
Brudet eo e bed an islam ar bomm bet distaget gantañ, أنا الحقيقة ana al-haqqiqat, "me eo ar Wirionez", a voe barnet gant lod tud evel diogeladur e zoueelezh tra ma komprenas lod all en devoa kaset e ego da get evit ma c'hellje an doue komz drezañ.
Kalz diskibled en devoe a-drugarez e brezegennoù betek ma voe mesket e stourmoù evit ar galloud e lez an Abbasided, ar pezh a dalvezas dezhañ bout krouget abalamour da damalloù politikel ha relijiel. Ur c'hemm pouezus en istor kevrinelezh an islam e voe e lazhadenn.
Petra bennak ma voe diaotreet gant e genseurted soufi e troas Mansour al-Hallaj da unan eus tudennoù pennañ ar soufiegezh, a-drugarez studioù an islamoniour gall Louis Massignon (1883-1962).
Buhez
kemmañGanet e voe Mansour al-Hallaj war-dro ar bloaz 858 e proviñs Fars e Persia, mab d'ur hallaj (الحلاج) (kribiner koton) e Tur al-Baida, "Tur an Hini Wenn", ur gêr arabekaet. Zoroastrour e oa e dad-kozh a-berzh tad.
Pa oa bugelig c'hoazh e tilojas an tiegezh da Waset war ribl ar stêr Digris evit bout tostoc'h da greizennoù gwiadel ar rannvro. E Waset e voe kelennet en doare hengounel ; d'an oad a 12 vloaz e ouie ar C'horan dre eñvor. Dre ma oa arabek-rik e studioù e kollas an tamm persaneg en devoa desket e Tur al-Baida.
Tro-dro d'e 16vet bloaz e troas da ziskibl al lenneg soufi Sahl al-Toustari (c. 818-c. 896) kent kaout e sae soufi (qerqa) digant 'Amr bin Otoman Makki e Basra (en Iraq hiziv). Chom eno a reas, ha dimeziñ gant merc'h Abou Yakoub Aqta' ; tri bugel o devoe.
Diskibled ar mestr soufi meur Junayd al-Baghdadi (830- 910) e oa 'Amr bin Otoman Makki hag Abou Yakoub Aqta' ; kejañ ouzh ar mestr a reas Mansour al-Hallaj ; pa veze brudet Junayd al-Baghdadi evit difenn ur soufiegezh "diginkl" e voe tamallet da Vansour bout "pistriet" pa oa o vont war-du un tu enep, evel ma skrivas an doueoniour Ali al-Houjwiri en XIvet kantved en e bleustrad diwar-benn ar soufiegezh, Kachf al-Mahjoub, "Diskuliadur ar pezh a zo kuzh"[1].
P'edo Mansour al-Hallaj o chom e Basra e tarzhas Thaourat al-Zanj (ثورة الزنج) "Emsavadeg ar Vorianed", anavet evel Emsavadeg ar Zanjed (869-883) : tud eus ar rannvro, harpet gant sklaved vantouek bet degaset eus Afrika ar Reter, a stourmas ouzh kalifelezh an Abbasided ; moustret garv e voe ar rebellded, pa voe lazhet tremen dek mil a dud[2]. Unan eus kaserien ar stourm e oa breur-kaer Mansour, ar pezh a zegasas dezhañ bout lakaet da estremour chiit.
Goude an emsavadeg, ar prezeger a guitaas Basra da seveniñ ar birc'hirinded vihan (oumra) da Vekka[3], kent ober un emdennañ e mogeriad lec'h nevetañ an islam, an Diñs, peogwir en devoa gouestlet ur bloavezhiad tav ha yun. Pa zistroas d'ar gêr e kontas e skiant-prenet hag e vennozhioù ; argaset e voe gant e dad-kaer Aqta' ha taget gant e vestr Makki.
Kuitaat Basra a reas adarre, da vont da gêr Dostar da brezeg an dud vihan evit o broudañ da gavout an doue en o ene dezho, alese e lesanv Hallaj al-Asrar "Kribiner an eneoù kushañ". Dre ma ne wiske ket sae ar soufiegezh ha dre ma prezege e yezh eeun ar bobl e voe lakaet da visioner qamart, da lavarout eo da sektennour hag a veske an islam chiit hag ar zoroastregezh, ha neket da visioner soufi ; pa savas enebiezh outañ e Tostar en arbenn a gement-se ez eas kuit hag e tremenas pemp bloavezh o prezeg e proviñs Khorasan hag e Transoksiana[4] ; brud a c'hounezas er bed islamek, ha pa guitaas Transoksania da seveniñ e eil birc'hirinded da Vekka e yeas kantadoù a ziskibled d'e heul.
E Mekka avat e voe tamallet dezho gant e dad-kaer bout sorserien hag o devoa entuet gant al-djinn (الجن), an drouksperedoù a oa anezho er bed arabek rakislamek hag a oa bet ebarzhet e gwengelouriezh an islam ivez. Heuget an tamm anezhañ gant an afer e kemeras Mansour al-Hallaj penn an hent da Durkestan hag India.
Distroet eus e hir a veaj en em stalias ar prezeger soufi e Baghdad. Tro-dro d'ar bloaz 902 e sevenas un trede ha diwezhañ pirc'hirinded da Vekka. Hervez Louis Massignon e pedas a vouezh uhel eno evit ma raje an doue anezhañ un den kolletoc'h ha milligetoc'h eget un difidel — petra bennak ma 'z eo hevelep disklêriadur ur pimpatrom eus emzalc'h ar soufiegezh, ma klasker bout distag eus kement tra vedel a-benn mont da get en doue, en e zesterias L. Massignon evel c'hoant ar prezeger d'en em aberzhiñ a-benn dic'haouiñ en anv an holl vuzulmaned.[5]
En e di e Baghdad e savas Mansour al-Hallaj ul lunell eus an Diñs evit e azeul prevez, hag e kantreas dre ar straedoù da skignañ ar pezh en devoa lavaret e Mekka ; hervez an testenioù koshañ ez eo d'ar mare-se, e-touez skolidi ar mestr soufi Abu Bakr Chebli († 945), e lavaras Mansour « Me eo ar Wirionez », ar bomm a zo chomet stag outañ abaoe hag ar chath (شطح) "disklêriadur goursavel" brudetañ en istor ar soufiegezh. Hervez dornskridoù all bet savet dekvloavezhiadoù diwezhatoc'h e voe distaget gant Junayd al-Baghdadi e gwirionez, hag ez-prevez[5]. Bezet pe vezet, hengoun ar bobl en deus liammet ar chat-se ouzh krougadenn Mansour al-Hallaj, rak kement skrid a zo bet a-zivout an darvoudenn a laka Chebli pe Junayd da ziouganañ lazhadenn ar prezeger abalamour d'e zisklêriadur.[5] Embannadennoù all evel « A vuzulmaned, salvit-me diouzh an doue ! » hag « An doue a lakaas ma gwad feal deoc'h, lazhit-me ! » a drubuilhas ar bobl hag a reas nec'h d'an dud desket. Kaset e voe dirak al lez-varn, en aner avat rak ur gwiraour a zisklêrias e oa an awen gevrinel dreist e varnerezh.[5]
Distabilded a veze e Baghad war tachenn ar politikerezh d'ar mare m'edo Mansour al-Hallaj o chom eno. A-c'houde emzalc'h ar prezeger e klaskas ar sunnaaded hengounelour adreizhañ ar Stad dre zigadoriañ ar c'halif kozh ; unan eus o dalc'hidi a lakajont war an tron e 908, met hennezh ne renas nemet e-pad un devezh. Bloaz goude en em savjont adarre, ha Mansour al-Hallaj a voe en o zouez.
Kement a enebourien en devoa e kêr ma rankas ar mesker tec'hel kuit da Ahvaz e Khuzestan. Eno avat e voe harzet e 912 ha bac'het e Baghdad, war zigarez ma 'z embanne bout doueek ha ma prezege an enkorfadur. Ur wizir (وزیر) – unan eus kuzulierien ar c'halif – a zeuas a-benn da derriñ ar prosez, met tamallet e voe dezhañ bout a-du gant ar Gamarted ; ouzh post-ar-vezh e voe lakaet kent bout toullbac'het ivez.
Nav bloaz e chomas Mansour al-Hallaj e karc'har al lez, m'en devoa dalc'hidi hag enebourien. Eno ez aozas an darn vrasañ eus e skridoù, en o zouez lod hag a zegasas un eil prosez dezhañ abalamour ma yeas unan eus e enebourien d'o diskouez d'ar c'halif ; en unan anezho e c'houlenne ar prezeger ma vije savet adskeudennoù eus an Diñs nevet evit an dud na oant ket gouest da vont da Vekka da seveniñ an hadj.
D'ar 26 a viz Meurzh 922 (24vet devezh Doul Kada' (دل كاداه), 11vet miz ar bloaz 309 AH) e c'houzañvas Mansour al-Hallaj mil taol skourjez a-raok ma vije troc'het e zaouarn, ha krouget e voe war-lerc'h ar boureviadur.
Mennozhioù
kemmañDisoc'h dizanaouedegezh ar soufiegezh sunnit gant an dud vihan ha gant pennoù bras koulz relijiel ha politikel, pa ne voe frammet nemet adalek an XIvet kantved, eo planedenn reuzus Mansour al-Hallaj.
Ouzhpenn bout bet brudet evel "kribiner an eneoù kushañ" a brezege ar werin en he yezh evit ma kavje an doue en he askre, meur a vurzhud a voe lakaet war e gont gant ar bobl : bout enaouet 400 kleuzeur gant e vizied en Iliz ar Bez Santel e Jeruzalem ha lazhet ur flammenn beurbadus zoroastrour gant un taol milgin zo daou anezho[6].
Kement-se a ziskouez e klaskas Mansour al-Hallaj skignañ doare ar soufiegezh da zesteriañ ar feiz, pell diouzh reuter al lenneien hag ar pennadurezhioù muzulmat. Evitañ e oa an islam feiz an holl peogwir emañ « skrivet anv an doue e kalon pep muzulmat », ha kefridi pep muzulmat eo mont don en e askre d'e gavout. Lakaat sevel adskeudennoù eus ka'abah Mekka e pep lec'h a vije un doare da gas e vennozh da bennvat.
Teir c'hudenn e desteriadur e brezeg hag e skridoù o deus e gaset d'ar post-kroug en diwezh.
- Ar chath « Me eo ar Wirionez »
« Me eo an doue » eo a voe komprenet gant an dud, peogwir ez eo al-Haqqiqat "ar Wirionez" unan eus nav anv an doue en islam. Gwerzennoù bet skrivet gantañ a voe peadra da deurel an dismeg warnañ ivez : Gwelout a ris ma Aotrou gant daoulagad ar galon / Goulenn a ris : « Piv oc'h-c'hwi ? » / Respont a reas : « Te. »
Doare ar prezeger da intent ha da gelenn unan eus lavaredoù ar profed Mahomed e oa war a seblant : « Tron an Holldrugarezus eo kalon an den a feiz. », da lavarout eo emañ an doue e pep feizad.
Kement-se avat a gaver tost da 300 vloaz diwezhatoc'h e skridoù ar mestr soufi Jalal ad-Din Roumi (1207-1273)[7].
- An tamall a enkorfadur
Abalamour ma 'z embanne bout an doue, a-hervez, e voe tamallet da Vansour al-Hallaj ar širk (شرك), ar pec'hed a liesdoueegezh peogwir e vije-eñ un doue ouzhpenn Allah hag a idolerezh peogwir ez azeulje e gorf e-lec'h Allah hepken.
Sonnoc'h dalc'had d'an undoueegezh egetañ ne oa ket avat, pa 'z eas betek ober meuleudi da شيطان Shayṭān , Satan an diaoul en e levr Kitāb al-Tawāsīn : evel Satan en em lakae, rak un doueour gwirion eo an diaoul peogwir ne sent nemet d'an doue — nac'h a reas disentiñ pa voe gourc'hemennet dezhañ ober gant an doue end-eeun dirak Adam. A-du gant ar sell-se e savas lenneien soufi diwezhatoc'h[8].
- Ar c'hoant da vont da get en doue
Koll pep bezañs douarel, mont war-du netraiñ ar bezoud — hag emskiant an netraiñ ar bezoud — eo unan eus mennozhioù ar soufiegezh. An doue ha spered an den en ur c'horf hepken ne dalvez ket ez eus div zoueelezh er c'horf-se : kendeuzet int en ur spered hepken, ha netraiñ bezoud an den a gas d'ur boud hepken, an doue[9]. Kement-se a skrivas Mansour al-Hallaj, p'en em lakaas evel bodenn dan Moizez ; an hevelep skeudenn a gaver en henskridoù arabek ma weler balafenned noz o tarnijal tro-dro d'ur gleuzeur betek mont da get en abeg d'ar gor, ar pezh zo deuet da vout unan eus an arouezioù paotañ e barzhonegoù soufi Persia.[5]
Un ezel direizh e metoù ar soufiegezh e voe Hallaj al-Asrar, pa soñje d'an darn vrasañ eus e gengredenneien e oa arabat mont war hent ar gevrinelezh pa vezed o prezeg dirak ar werin — ar pezh a reas koulskoude, hag a gelennas ivez, hag a skrivas zoken, betek koll e vuhez.
Labourioù
kemmañPetra bennak ma oa persan ne skrivas Mansour al-Hallaj nemet en arabeg ; ul levrlennadur klok zo bet savet gant Louis Massignon, op. cit.
- 27 riwāyāt ("treuzkasadoù"), istoroù ha danevellskridoù, dastumet gant e ziskibled tro-dro d'ar bloaz 902, pa voe ar c'helenner gant e drede birc'hirinded e Mekka
- 11 arnodskrid bet skrivet gantañ en e levr Kitāb al-Tawāsīn • (fr) Lenn en-linenn & Gallimard, 2012 (ISBN 978-1-113-78513-8)
- Barzhonegoù, en dastumad Dīwān al-Hallāj ("Teskad al-Hallaj") • (fr) Dîwân, Lettres persanes, 2009 (ISBN 978-2-916012-09-4)
- Disklêriadurioù (betek e nozvezh diwezhañ), dastumet en Akbār al-Hallāj ("[dastumad] Meur al-Hallaj")
Hêrezh
kemmañNebeut a dud a savas ken niverus a vreutadegoù eget Mansour al-Hallaj e metoù addisplegerien an islam, forzh pe hini e vefe o redenn vennozhioù : hogosik an holl zoueoniourien ha lenneien hag a savas eneptañ o deus asantet d'e hêrezh pe d'e zigablusted ; an darn vrasañ eus kelennerienn gentañ ar soufiegezh a enebas outañ, met santelaet pe dost e voe gant ar rummadoù war-lerc'h[10].
Er c'hantved ha hanter goude marv Mansour al-Hallaj e voe aozet skridoù klasel ar soufiegezh. Un aspadenn eus ar rendaeloù diwar e benn eo n'emañ ket en daou zastumad buhezskridoù bet savet gant Abu No'aym Esfahani († 1038) hag ʿAbd-al-Karim Qochayri († 1072)[11] : Esfahani a voulc'has e levr dre gondaoniñ an enkorfadur hep menegiñ al-Hallaj gwech ebet, padal e venegas Qochayri mennozhioù ar mesker e rann pleustrek e zastumad — a pezh a ziskouez e oa lakaet diaes gant an droug a c'hoarvezje mar lakaje al-Hallaj e-touez harozed ar soufiegezh, hep mont enep ar mennozhioù avat[12].
Bez' emañ Mansour al-Hallaj er pleustrad koshañ bet savet e Persia diwar-benn ar soufiegezh, Kashf al-mahjub Ali Houjviri (c. 1009 – c. 1075) ; war an hir e kont buhez ar prezeger en ur zifenn e grog : boureviet e voe abalamour ma oa bet droukvesket gant un al-Hallaj all, pe skignet e oa bet kelennadurezhioù disivouder gant ur strollad anvet Ḥallājiān en devoa lakaet e zrougoberoù war anv ar prezeger dinamm[13].
En XIIIvet kantved e voe ur buhezskrid all gant Farid-al-Din († 1221) ma tisplegas ha ma tifennas chath brudet al-Hallaj ; adalek ar skrid-se e kaver meneg eus mennozhioù ar prezeger er varzhoniezh persian hag e garskeudennoù an arzourien.
Brudet-bras e voe Mansour al-Hallaj neuze, lakaet e voe da verzher pennañ ar soufiegezh, hag a-feur ma tremene ar c'hantvedoù e voe meneget e-touez evel barzhed ha skrivagnerien veur Azia ar C'hreiz, Anatolia hag India.[5]
Hiziv an deiz e soñj da feizidi ar soufiegezh e talveze « Me eo ar Wirionez » kement hag « An doue en deus diverket pep tra ennon war-bouez an doue ». Biskoazh hervezo ne nac'has Mansour al-Hallaj unelezh an doue, un undoueour gwirion a oa anezhañ ; krediñ start a rae avat e vez kaset ar feizad d'an unaniezh wenvidik gant Allah mar gra bepred hervez plijadurezh an doue.
Levrlennadur
kemmañ- (fr) BOSWORTH, Edmund C. & VAN DONZEL, E. J. : Encyclopédie de l'Islam, Brill, 1993 (ISBN 978-90-04-09420-8)
- (en) KADRI, Sadakat : Heaven on Earth – A Journey Through Shari`a Law, Vintage, 2013 (ISBN 978-0-09-952327-7)
- (fr) MASSIGNON, Louis : Al Hallaj, martyr mystique de l'Islam, BiblioBazaar, 2009 (ISBN 978-1-113-78753-8)
- (fr) MASSIGNON, Louis : La Passion de Husayn ibn Mansûr Hallâj, Gallimard, 2010 (ISBN 978-2-07-012967-6)
- (en) MOJADDEDI, Jawid : Hallaj, Abu'l-Mogit Hosayn, en Encyclopædia Iranica, 2003 & 2012 Lenn en-linenn
- (en) SELLS, Michael A. : Early Islamic Mysticism, Paulist Press, 1995 (ISBN 978-0-8091-3619-3)
Notennoù
kemmañ- ↑ Ourdoueg : کشفُ المحجوب ; (en) Ali al-Houjwiri (aozer) & NICHOLSON, Reynold A. (troer) : Kashf Al Mahjub, Apex Books Concern, 1985 (ISBN 978-1-85034-077-5)
- ↑ (fr) HEERS, Jacques : Les Négriers en terres d'islam – La Première traite des Noirs, VIIe-XVIe siècle, Perrin, 2003 (ISBN 978-2-262-01850-4)
- ↑ عُمرَة oumra, "gweladenniñ ul lec'h poblet", a reer eus ar birc'hirinded a c'heller ober forzh pegoulz er bloaz, a-zargemm ouzh an hadj (حَـجّ, "pirc'hirinded"), ar birc'hirinded veur a sevener da zeizioù termenet gant an deiziadur islamek.
- ↑ Ouzbekistan, Tadjikistan, Kirgizstan ar Su ha Kazakstan ar Mervent hiziv.
- ↑ 5,0 5,1 5,2 5,3 5,4 ha5,5 Massignon, op. cit.
- ↑ Kadri, op. cit.
- ↑ (en) RUSTOM, Mohammed : Rumi’s Metaphysics of the Heart, 2010 Len en-linenn
- ↑ (en) AWN, P. J. : Satan's Tragedy and Redemption: Iblis in Sufi Psychology, Brill, Leiden, 1983 (ISBN 978-90-04-06906-0)
- ↑ Sells, op. cit.
- ↑ L. Massignon e Bosworth & Van Donzel, op. cit.
- ↑ Encyclopædia Iranica
- ↑ Mojaddedi, op. cit.
- ↑ (en) NICHOLSON, R. A. : Revelation Of The Mystery, Guishan Books, 1999 (ISBN 978-8-18-339388-1)