Post-ar-vezh, post-an-dalc'h, post-ar-c'holier, post-an-dro-c'houzoug, bouilhouer a reer eus ur post, e koad pe e maen, savet e-kreiz ur gêr hag a veze staget outañ an dud kondaonet gant al lez-varn evit ober dezho ur vezhekadenn dirak ar bobl. Gallout a rae an den kondaonet chom stag aze pe e-pas un nebeud eurvezhioù hepken pe a-hed meur a zevezh, dindan ar seizh amzer.

Ur post e Sveden

Peurvuiañ e veze taolet legumaj brein, loened marv pe vein d'an dud a veze mezhekaet evel-se. A-wechoù e varvent gant an taolioù plantet gant an dremenerien, dreist-holl pa veze tamallet dezho bezañ muntrerien griz.

Hiziv c'hoazh e weler postoù-ar-vezh graet e mein e lod kêrioù en Europa.

Istor kemmañ

Meneget ez eus bet postoù-ar-vezh e meur a vro e-kreiz ar Grennamzer.

  • E romant Victor Hugo, Notre Dame de Paris, e oa bet staget Quasimodo ouzh post-ar-vezh, hag Esmeralda an hini a zeuas da reiñ da evañ dezhañ.
  • E Salvador da Bahia e Brazil, eo brudet karter ar Pelourinho ("post-ar-vezh" e portugaleg), a zeuer da weladenniñ eus pevar c'horn ar bed. Gwechall e veze diskouezet eno ar sklaved kastizet gant an drevadennerien.

Kelc'henn-wanañ kemmañ

Alies e veze graet gant un doare bihanoc'h : plenk a veze lakaet en-dro da zaouarn pe divc'har an den kondaonet, ur gelc'henn goad anvet kelc'henn-wanañ.

 
Plac'hed o tiskouez ur gelc'henn-wanañ e Finland

Kondaonidi vrudet kemmañ

 
Post ar vezh e Charing Cross, Londrez, war-dro 1808

Gwelet ivez kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.