Ar skourjezañ eo ar reiñ taolioù skourjez. Ur c'hastiz eo bet, hag ur boureverezh. Alies e veze staget an dud kondaonet ouzh ur post, a-wechoù post-ar-vezh, da vezañ skourjezet pe bazhataet.

Skourjezidigezh Jezuz (1880), gant William Bouguereau.
Kein ur sklav skourjezet e Mississippi, e 1863.
Post-skourjezañ, e New Castle County Jail, Delaware 1897

Kastiz

kemmañ

Skourjezañ zo bet graet a bell zo hag e meur a vro evit kastizañ an dud. A-wechoù, evit ober muioc'h a boan, e veze staget eskern bihan, pe peget plom, ouzh penn al lêrennoù.

Sed amañ skouerioù eus pegoulz ha pelec'h e veze implijet ar skourjezañ hervez al lezenn:

  • E Sparta e veze gwelet evel un amprouenn ma c'halle an den yaouank diskouez e nerzh da stourm ouzh ar boan.
  • Er Bibl (Deuteronom 25, 3) e lenner ne veze ket roet ouzhpenn daou-ugent taol gant an Hebreed, ha gant aon a faziañ war ar gont hag evit mirout a vont dreist al lezenn e veze paouezet da skeiñ pa veze kontet nav ha tregont. .
  • e Rusia e veze implijet ur skourjez anvet knout; an tsar Pêr Iañ Rusia a lazhas e vab a daolioù knout;
  • war al listri saoz e veze skourjezet ar vartoloded disent gant ur skourjez anvet cat o' nine tails (kazh e nav lost); a-wechoù e veze evezhiet gant ur medisin a lakae an abadenn da baouez ma kave dezhañ e c'halle ar martolod kondaonet mervel gant an taolioù.
  • da vare ar sklavelezh e veze skourjezet ar sklaved disent. Brudet eo ar skourjezadegoù-se el lennegezh portugalek, er romant A escrava Isaura hag er goñchenn Negrinha,[1] entre meur a hini.
 
Kastiz ur vaouez, muntrerez he fried, en Bratislava. Tresadenn gant al livour aostrian Vinzenz Katzler (1823 -1882)
 
Mestr gwenn o skourjezañ ur sklav du e Brazil.
 
Sklav o skourjezañ ur sklav all e Brazil.

Relijion

kemmañ
 
Skourjezidigezh Santez Engracia

Er relijion kristen e vez implijet ar skourjezañ d'ober pinijenn diwar skouer Jezuz a voe skourjezet gant ar soudarded roman, hervez an Aviel. Merzherien zo avat a voe skourjezet d'ar marv, evel Santez Engracia.

Er relijion chiit e vez abadennoù emskourjezañ ivez, gant ar zanjir (chadenn).

 
Emskourjezourien, XVvet kantved.
 
Zanjir ar chiited.
 
En Tomba Della Fustigazione, en Italia, emañ al livadur-se, ma weler skourjezañ ur plac'h oc'h ober ur fellasion en ur vezañ revrfouzhet.
 
Skourjezadenn, el levr e 1888
 
Plac'h staget da vezañ skourjezet gant ur plac'h all. A c'haller keñveriañ gant ar sklav o skourjezañ ur sklav all war ur skeudenn uheloc'h.
 
Paotr staget ha skourjezet gant ur plac'h

Notennoù

kemmañ
  1. Monteiro Lobato: Negrinha

Pennadoù kar

kemmañ