Bazhata a vez lavaret e brezhoneg eus reiñ taolioù gant ur vazh. Daou dra disheñvel e c'hall bezañ ar bazhata: pe ur c'hastiz, gant taolioù bazh, pe ur sport, ar bazhataerezh.

Skoliad bazhataet war e revr noazh.

Kastiz

kemmañ

Gwechall e veze kastizet tud vras ha bugale gant taolioù, taolioù bazh pe taolioù skourjez. Tud an noblañs a veze ur vazh gante alies, ha ganti e vazhataent lakizien ha mitizhien. Kement-se a zo meneget e pezhioù Molière (Georges Dandin, Les Fourberies de Scapin). E skolioù Bro-Saoz e veze bazhataet bugale, hervez ar c'hrennlavar: Spare the rod spoils the child ( ma ne vazhataer ket ar bugel e vo kollet).

Bizhier-polis

kemmañ

Bizhier a vez gant poliserien en ur bern broioù ha bazhata an dud a reont gante, dreist-holl e-lerzh manifestadegoù.

Pennadoù kar

kemmañ