Pierre Roche
Pierre Henry Ferdinand Massignon, brudet dindan e anv-arzour Pierre Roche (Paris, 2 a viz Eost 1855 – Paris, 18 a viz Genver 1922) a oa un ur engraver, ur c'hizeller, ul livour, ur medalenner hag ur priour gall.
A-hed e red-micher e klaskas an arzour ober gant e ampartiz war meur a dachenn evit terriñ urzhaz reut an akademiezhioù ha kas da get ar vevenn o devoa merket etre « arzoù meur » hag « arzoù bihan », kement-se evit ma vije un « arz evit an holl ». Dre e labourioù war deknikoù nevez a anvas « aquarelle estampée », « gypsographie », « gypsotypie » ha « papier églomisé » e voe Pierre Roche unan eus diaraogerien luskad an Arz Nevez.
Pierre Roche | |
Fontaine de l'Avril e Paris | |
Ganedigezh | 2 a viz Eost 1855 Paris |
Marv | 18 a viz Genver 1922 Paris |
Broadelezh | Gall |
Micher | Engraver Kizeller Livour Medalenner Priour |
Stummadur | Académie Julian |
Oberennoù brudetañ | |
Hanterskeudenn Joris-Karl Huysmans L'Effort Fontaine de l'Avril Tombeau-lys |
Buhez
kemmañMab e oa d'un apotiker a zalc'he stal e Paris ; anv e dad-kozh a-berzh mamm eo « Roche ».
Goude e vachelouriezh e voulc'has Pierre Massignon studioù war ar vezegiezh hag ar gimiezh, a zilezas buan e 1873 evit mont da studiañ al livouriezh e labourva an naturelour Alfred Roll (1846-1919) en Académie Julian. Eno e chomas da zeskiñ betek 1878.
Dimeziñ a reas gant ar Flandrezadez Marie Hovyn ; ur mab a voe ganet d'ar 25 a viz Gouere 1883 : an islamoniour Louis Massignon.
Echu gantañ studiañ gant Alfred Roll, « Pierre Roche » a livas e daolennoù-eñ, a ziskouezas e Salon des artistes français bep bloaz adalek 1884 betek 1889.
E 1888 e voe broudet gant e vignon ar c'hizeller Jules Dalou (1838-1902) da dresañ evit oberennoù e teir ment. Goude bout pleustret e lakaas e anv en ur genstrivadeg e-sell da sevel ur monumant d'an dispac'her Georges Danton ; kazeg a reas avat.
Kement-se na viras ket outañ a dapout urzhioù a-berzh Stad evel an delwenn anvet L'Effort war-dro 1898 – ma weler Herakles o tistreiñ red ar stêr Alfeios evit naetaat marchosioù Augeias[1] – evit Liorzh Luksembourg e Paris, pe delwenn feunteun miz Ebrel (fontaine de l'Avril) dirak ar Mirdi Galliera e Paris ivez.
A-stur gant e oberiantiz war tachennoù all e kendalc'has an arzour gant an engravañ. Adal 1892 betek e varv e 1922 e klaskas doareoù da vodañ al livioù hag ar bos en e labourioù.
Peogwir e chomas keit-ha-keit etre al livouriezh hag ar c'hizellerezh en ur zegemer perzhioù digant arzoù estren, ha pellaat diouzh reolennoù strizh an akademiezhioù, e voe tamallet da Bierre Roche « kas an arz gall war e ziskar ».
Ur selladenn zo trawalc'h evit anaout labour P. Roche a-douez oberennoù arzourien all ; en abeg d'an dibaregezh-se end-eeun n'eus bet hogozik hêrezh ebet d'e arz.
Teknikoù nevez
kemmañPelloc'h eget an teknikoù klasel ez eas Pierre Roche war dachenn an engraverezh, pa glaskas kendeuziñ e varregezhioù war al livañ hag ar c'hizellañ : lakaat liv er c'hizellerezh ha bos el livouriezh e oa e vennozh.
Tri doare nevez bet ijinet gantañ zo chomet brudet.
« Aquarelle estampée »
kemmañ
Dourliverezh (aquarelle) a reer eus un teknik el livouriezh ma trailher enlivadoù kent o daspegañ gant dour ha gom arabek (graet diwar teñv gwez ar genad Acacia) evit fardañ liv a implijer gant dour. Pouezus e voe levezon sevenadur hag arzoù Japan war an arzourien c'hall e kard diwezhañ an XIXvet kantved, war diaraogerien an Arz Nevez pergen. Gant ar paper-se e krogas da dennañ stampoù e bos war mouloù plastr kent o dourlivañ, alese an anv hollek « aquarelles estampées » a roas d'e oberennoù. Pelloc'h e labouras ar vamm blastr evel pa vije bet e koad : he engravañ a reas skañv evel un izelvos hag en he livas kent ledañ warni ur follenn washi c'hleb ha pouezañ gant e zaouarn war ar paper evit ma tapje diwar ar vamm koulz al liv hag ar bos ; dourlivadurioù stampet ha galfrezet eo an disoc'hoù, c'hwek o greun hag o livioù evel ar re a gaver er prierezh. |
« Gypsographie » ha « gypsotypie »
kemmañEvel-just, breskted ar plastr a verze moulladennoù a-vras. Evit remediañ ouzh kement-se ez ijinas Pierre Roche erlerc'hiañ dir pe gouevr ouzh ar vamm blastr. « Gypsographies » evit ar skeudennoù ha « gypsotypies » evit ar skridoù a reas an arzour eus disoc'hoù e deknik.
E-touez an niver bras a oberennoù a reas gant an teknik-se ez eus ur rummad diwar-benn sent Breizh[2].
Labourat gant metal a gasas P. Roche da zistreiñ d'e enklaskoù a-zivout ar vicher medalenner ; un Histoire métallique de la guerre (ar Brezel-bed kentañ) a reas dre 90 medalenn arem. Ul levr a voe embannet e 1922[3].
papier églomérisé |
Arnodenn gentañ (1896) Salon de la Plume (1896) |
« Papier églomisé »
kemmañP'edo c'hoazh o klask doareoù da lakaat bos en e engravadurioù e studias Pierre Roche an aourañ war gwer, da lavarout eo teknik an églomisé.
E-lec'h engravañ ur follenn aour danav kent he stagañ ouzh ur blakenn wer ha duañ ar gorreadoù goullo ez ijinas an arzour erlerc'hiañ skoroù didreuzwelus evel ar parch pe ar paper ouzh ar gwer. Papier églomérisé a reas eus e gavadenn.
Brudet eo ar skritelloù a reas Pierre Roche dre an teknik-se evit ar Salon des Cent e 1894, ar Salon de la Plume e 1896 hag ar Salon des Cent adarre e 1900. Brudet eo ivez golo ar romant La Cathédrale gant Joris-Karl Huysmans (1898).
Skeudennaoueg
kemmañ-
La Cathédrale
"Églomérisé", 1898 -
Loïe Fuller
Medalenn, arem, 1900 -
Loïe Fuller
Delwenn, arem, 1901 -
Le Têtard
Prierezh, 1905 -
La licorne
"Gypsographie", 1920
Liammoù diavaez
kemmañ- (en) Artcyclopedia
- (en) (fr)Histoire métallique de la guerre
- (fr) Gallica