Añjeluz
An Añjeluz pe Pedenn an Ael (Gabriel) zo ur bedenn gristen, a lavarer d'ar Werc'hez Vari.
Anvet eo ar bedenn-se diwar ger kentañ ar frazenn latin : « Angelus Domini nuntiavit Mariæ » (An Ael gand Doue a gemennas da Vari). Diouzh ar mintin, da greisteiz, ha diouzh an noz e vez lavaret an Añjeluz, pe teir Ave Maria, evit trugarekaat Doue teir gwech an deiz a enkorfadur Jezuz Krist hag evit enoriñ ar Werc'hez Vari.
Testenn latin
kemmañV/. Angelus Domini nuntiavit Mariæ,
R/. Et concepit de Spiritu Sancto.
- Ave Maria, gratia plena, Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui, Jesus.
- Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostræ.
V/. « Ecce Ancilla Domini. »
R/. « Fiat mihi secundum Verbum tuum. »
- Ave Maria, gratia plena, Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui, Jesus.
- Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostræ.
V/. Et Verbum caro factum est.
R/. Et habitavit in nobis.
- Ave Maria, gratia plena, Dominus tecum. Benedicta tu in mulieribus, et benedictus fructus ventris tui, Jesus.
- Sancta Maria, Mater Dei, ora pro nobis peccatoribus, nunc et in hora mortis nostræ.
V/. Ora pro nobis, Sancta Dei Genetrix.
R/. Ut digni efficiamur promissionibus Christi.
Oremus: Gratiam tuam quæsumus, Domine, mentibus nostris infunde; ut qui, angelo nuntiante, Christi Filii tui Incarnationem cognovimus, per passionem eius et crucem, ad resurrectionis gloriam perducamur.
Per eumdem Christum Dominum nostrum.
Amen.
Añjeluz e brezhoneg
kemmañAñjeluz amzer Nedeleg
kemmañ- Pedenn an Añjeluz eo evit an Azvent hag evit amzer Nedeleg, bet skrivet gant Charlez ar Brizh[1] :
Un arc'hael a-berzh an Aotrou Da Vari zigasas keloù
E oa gant Doue dibabet Da vezañ mamm Salver ar bed. – Da vezañ mamm Salver ar bed.
- Ave Maria, gratia plena... (pe : Me ho salud Mari...)
Mari a respontas neuze : Servijerez on da Zoue !
Ra vo graet din, ael benniget, Hervez m'ho peus din lavaret. – Hervez m'ho peus din lavaret.
- Ave Maria...
Hag e koñsevas ur bugel Dre c'halloud ar Spered-Santel.
Ha Verb Doue 'n em inkarnet E-touez an dud en deus bevet. – E-touez an dud en deus bevet.
- Ave Maria...
Pedit, Mamm santel da Zoue, Evidomp holl ho pugale
Ma vezimp din eus ar grasoù A bromet Jezuz, hon Aotrou. – A bromet Jezuz, hon Aotrou.
- Gloria Patri... (3 gw.)
Añjeluz amzer ordinal
kemmañNi ho salud gant karantez, Rouanez ar Sent hag an Aelez.
C'hwi a zo benniget, ô pia ! Hag a c'hrasoù karget, Ave Maria !
- Ave Maria, gratia plena... (pe : Me ho salud Mari...)
Ra vezo benniget Jezuz, Ar frouezh eus ho korf eürus.
Kanomp gant an aelez, ô pia ! E veuleudi bemdez, Ave Maria !
- Ave Maria...
Ni ho ped, Mari, gwerc'hez c'hlan, Pa vezimp war hon tremenvan,
Da c'houlenn ouzh Jezuz, ô pia ! Deomp ur marv eürus, Ave Maria ![2]
- Ave Maria...
Añjeluz amzer Fask
kemmañPedenn an Añjeluz eo evit an amzer Fask, a lavared eus Sul Fask da Gouel Pantekost, e-lech pedenn ar Regina Coeli. Tri c'hantik a zo.
En eskopti Kemper ha Leon, ar memes kantik eo gant daou ton : an ton Leon, hag an ton Kerne[3]. Ar gomzoù (gwechall anvet "En em gonsolit evit mad") zo bet adskrivet un tamm er bloavezhioù 1930 gant Tad Barnabe, kapusin Rosko[4] :
- Bezit laouen evit atav,
- Rouanez bro an Neñvoù !
- Lavarit buan kenavo
- D'an drubuilh ha d'an daeloù :
- Jezuz, ho mab, n'eo mui marv,
- Kanomp e veuleudioù !
- Alleluia ! Pebezh joa,
- Deoc'h-c'hwi, Mamm a garantez,
- Deomp-ni ivez, Alleluia !
- Pebezh laouenidigezh
- E welet goude hor prenañ,
- Adarre leun a vuhez !
- Ya, Gwerc'hez sakr, bezit joaius,
- Rak Jezuz, ho mab karet,
- Zo savet bev hag eürus,
- Evel m'en doa lavaret.
- Grit, ni ho ped, Mamm druezus,
- Ma vimp gantañ selaouet.
- O va Doue, dre ho Mab kêr,
- Da viken bev ha skedus,
- Ho peus karget ar bed pec'her
- A levenez dudius.
- Grit, dre Vari, e vamm dener,
- Ma'z aimp d'ar vuhez padus.
En Eskopti Sant-Brieg ha Landreger (evit Bro-Dreger ha gorre Kerne), bez eus ur c'hantik all, war don O Filii et Filiae[5] :
- Mari, Rouanez an Nenvou,
- Stankit bremañ ouzh ho taeroù,
- Ha selaouit hon c’hantigoù, Alleluia !
- Alleluia, alleluia, alleluia !
- Ar Mab hoc’h eus gwechall douget,
- War ar marv en deus trec’het,
- Evel m’en doa el lavaret, Alleluia !
- Alleluia, alleluia, alleluia !
- Mamm Jezus, leun a drugare(z),
- Ho pet soñj eus ho pugale,
- Hag evidomp pedit Doue, Alleluia !
- Alleluia, alleluia, alleluia ![6]
En eskopti Gwened ez eus un trede kantik evit amzer Fask[7] :
- Rouanéz an néañv, keméret joé,
- Alleluia, alleluia,
- Rag ar freh ag ho tigosté, (Rak ar frouezh eus ho tigostez)
- Alleluia, alleluia,
- A zo saùet biù ag ar bé, (A zo savet bev eus ar bez)
- Alleluia, alleluia,
- Pedet eidom an Aotrou Doué,
- Alleluia, alleluia,
- Deoh, Gwerhiéz, joé ha leùiné, (joa ha levenez)
- Alleluia, alleluia,
- Jézus zo saùet ag ar bé, (savet eus ar bez)
- Alleluia, alleluia.
Notennoù
kemmañ- ↑ An Añgelus amzer Nedeleg war lec'hienn eskopti Kemper ha Leon. Bez' eus un ton all e Bro-Gwened : Un El a-berh an Aotrou Doué
- ↑ An Añjeluz - Amzer ordinal war lec'hienn Kantikoù eskopti Kemper ha Leon.
Komzoù e gwenedeg : Ni ho salud ged karanté, war An overenn santél Eskopti Gwéned. - ↑ An Añjeluz - Amzer Fask (ton Leon) hag An Añjeluz - Amzer Fask (ton Kerne) war lec'hienn Kantikoù eskopti Kemper ha Leon
- ↑ Hervé Queinnec, « An Añjeluz amzer Fask » war lec’hien https://diocese-quimper
- ↑ Ur c’hantik galleg a zo bremañ war an ton-se : "Chrétiens, chantons le Dieu vainqueur" (I 36), hag ur c'hantik brezhoneg savet gant Visant Seite ha Job an Irien : "Galvet da bréd" (Muzikou Kantikou Brezoneg, Minihi levenez, 2011, p. 79).
- ↑ Kantigou Brezonek Eskopti Sant-Brieg ha Landreger gant an toniou war gan, Sant-Brieg, éd. Prud'homme, 1934, n°28, p. 34 : "Anjeluz amzer Bask". Rik evel m'eo bet moullet eo ar skrid kinniget amañ.
- ↑ Rouanéz an néañv, war lec'hienn An overenn santel Eskopti Gwened.