Ave Maria
Ur bedenn gristen a lavarer d'ar Werc'hez Vari eo an Ave Maria, a zo "Me ho salud Mari" e brezhoneg. Diazezet eo war un arroud eus Aviel Lukaz[1].
Skrid ar bedenn
kemmañSetu an destenn orin e henc'hresianeg :
- Θεοτόκε Παρθένε, χαῖρε, κεχαριτωμένη Μαρία, ὁ Κύριος μετὰ σοῦ. εὐλογημένη, σὺ ἐν γυναιξί, καὶ εὐλογημένος ὁ καρπὸς τῆς κοιλίας σου, ὅτι Σωτήρα ἔτεκες τῶν ψυχῶν ἡμῶν.
Setu an destenn e latin :
- Ave María, grátia plena, Dóminus tecum. Benedícta tu in muliéribus, et benedíctus fructus ventris tui, Jesus.
- Sancta María, Mater Dei, ora pro nobis peccatóribus, nunc et in hora mortis nostræ. Amen.
Sonerezh
kemmañGant pedenn an Ave Maria ez eus bet bet awenet meur a sonaozour, Franz Schubert, Charles Gounod, Johann Sebastian Bach ha Giulio Caccini / Vladimir Vavilov) en o zouez.
Lennegezh
kemmañ- Dibunet eo ar bedenn meur a wech er gontadenn italianek Il Rosario, en dastumad Processi verbali gant Federico De Roberto e 1890.
- Gant ar bedenn eo bet awenet ar barzh gall Francis Jammes (1868-1938) da sevel e varzhoneg c'hallek La Prière, anavezet evel « Je vous salue Marie » ha kanet gant Georges Brassens.
Film
kemmañEn un doare all ec'h eo bet awenet gant ar bedenn ivez ar filmaozer gall ha suis Jean-Luc Godard da sevel e film « Je vous salue, Marie » e 1985[2].