Johann Sebastian Bach

sonaozour alaman

Johann Sebastian Bach (distagadur alamanek: /bax/) a oa ur sonaozour hag ograour alaman (31 a viz Meurzh 1685 en Eisenach, 28 a viz Gouere 1750 e Leipzig)

Johann Sebastian Bach

Johann Sebastian Bach
e 1748, d'an oad a 61 bloaz
Elias Gottlieb Haussmann (1695-1774)

Stil barok

Ganedigezh 21 a viz Meurzh 1685
Eisenach
Marv 28 a viz Gouhere 1750
Leipzig

Broadelezh Dugelezh Sachsen-Eisenach
(Hiziv : alaman)

Micherioù ograouer
klavisimer
bioliner
sonaozour

Ur sonaozour eus ar marevezh barok e oa, enkorfet ennañ hag aroueziet gantañ ar pep gwellañ eus arz ar mare-se, hir ha padus e levezon war diorroadur ar sonerezh kornôgat. Anavezet e voe gant ar brasañ sonaozourien, Mozart ha Beethoven en o zouez, evel ur mestr n'oufed ket mont dreistañ.

Espar eo e oberenn e pep keñver : gant ar rik hag ar pinvidik ma 'z eo gantañ kensoniezh, kerzenn ha kendonouriezh, ar peurechu m'eo ar stummoù, ar mestr m'eo a-fed teknik pe bedagogiezh, an uhel m'eo e awen ha niver e genaozadurioù. Mont a ra dreist an derezioù boas a ziforc'h koulzadoù ar stummañ, barr ar vrud hag an diskar : kenkoulz eo perzhioù e genaozaduroù yaouankiz hag ar re savet war an diwezhat.

Buhezskrid Aozañ

Eisenach Aozañ

Ganet eo bet Bach d'an 21 a viz Meurzh 1685 en un tiegezh a sonerien hag a embrege abaoe meur a remziad evel sonerien lez, kêr pe iliz e korn-bro Thüringen (Alamagn). En e gavout a ra er pempvet remziad abaoe an hendad koshañ anavezet, diouzh e anv Veit Bach a vije deuet er XVIvet kantved eus Hungaria, miliner ha soner amatour. Pa voe ganet, meur a zek e oa ar re Vach a embrege ar sonerezh ; bez' ez eo unan eus ar re bouezusañ e-touez an tiegezhioù sonerierien anavezet en istor ar sonerezh kornôgat a-bezh.

Deiziad an 21 a viz Meurzh a zo hini an deiziadur julian en implij d'an ampoent e Eisenach, an deiziad diouzh an deiziadur gregorian a vije an 31 a viz Meurzh (an deiziad gregorian an hini a implijer evit e varv e Leipzig). Ar bugel diwezhañ eo diwar an eizh ganet eus Johann Ambrosius Bach (1645-1695), anezhañ soner kêr ha trompellour a lez, hag eus e bried Elisabeth bet ganet Lämmerhirt. Badeziet e vez hervez ar feiz lutherian d'an 23 a viz Meurzh en iliz Sant-Jorj (Georgenkirche).

En Eisenach e tremen e vugaleaj ; degemer a ra e zeskoni sonerezhel kentañ diwar e dad Johann Ambrosius Bach, ur violinour donezonet. Reizhet e vez ivez war ar sonerezh relijiel ha war an ograoù gant ur c'henderv d'e dad, Johann Christoph Bach a zo ograour iliz Sant Jorj. Daremprediñ a ra, adal e eizh vloaz, skol latin dominikaned Eisenach.

Ohrdruf Aozañ

E vamm a varv d'an 3 a viz Mae 1694. D'ar 27 a viz Du da heul ec'h addimez e dad gant un intañvez, Barbara Margaretha Bartholomäi, bet ganet Keul, met mervel a ra-eñ ivez ur sizhunvezhioù bennak war-lerc'h, d'an 20 a viz C'hwevrer 1695. D'an oad a zek vloaz, kollet e-giz-se gantañ e vamm hag e dad da heul, degemeret eo gant e vreur henañ oadet a bevar bloaz warn-ugent, Johann Christoph, skoliad Johann Pachelbel hag ograour en Ohrdruf. Er gêr-mañ e tarempred Johann-Sebastian al lise, ha tapout a ra un deskamant ledanoc'h eget e hendadoù ; e-touez e gamaladed klas ez eus unan eus e gendirvi, Johann Ernst Bach hag ur mignon feal, Georg Erdmann. Gant Johann Christoph e vez kaset pelloc'h e gelennadurezh sonerezhel ha stummet war ar c'hlavioù dre stokelleg. Johann-Sebastian a ziskouez bezañ donezonet-kenañ evit ar sonerezh (a zo muioc'h ez eus gantañ ur skouarn pakret) ha degas a ra e lod eus korvoder an tiegezh evel korist. Plijout a ra dezhañ eilañ ha studiañ oberennoù ar sonaozourien a zo diraezus dezhañ, ha pa vefe a-enep da youl e vreur henañ.

D'an 19 a viz Genver 1700 e kuita Georg Erdmann Ohrdruf evit Lüneburg; Johann-Sebastian Bach a heuilh anezhañ kenkent hag ar 15 a viz Meurzh: etre ar c'hoant da adkavout e vignon hag an hini da skañvaat karg e vagadur digant e vreur henañ, a zo dimezet ha tad a familh, en deus graet e soñj war ar c'hemm pouezus-se moarvat.

Lüneburg Aozañ

O vezañ ma oa berr an danvez gant e vreur, e tro da 1700 e teu Johann-Sebastian a-benn da vezañ degemeret en ul laz-kakañ masikoded (Michaelisschule e anv) e Lüneburg, ur gêr lec'hiet 200 km en hanternoz aleshont ma'z eas daveti war droad e-ser ur c'hamalad. Ouzhpenn d'ar sonerezh, e tapas deskiñ retorik, latin, gresianeg ha galleg. Anaoudegezh a reas gant Georg Böhm, soner eus ar Johanniskirche ha skoliad an ograour meur eus Hamburg Johann Adam Reinken. Hemañ diwezhañ her reizh war stil sonerezhel Alamagn an hanternoz. Damzaremprediñ a reas ivez e Lüneburg sonerien c'hall zivroet, pergen Thomas de la Selle, skoliad Lully : digarez en doa da zenesaat boazioù sonerezhel all ; eilañ a reas e he fezh oberenn ograoù Nicolas de Grigny, ha marteze e krogas da genskrivañ gant François Couperin.

E-unan-penn dreist holl an hini e tezrann gant rikted kevrollennoù ar sonerien anavezet. Entanet ha kurius evel ma oa, ne terme ket a-raok kerzhet meur a zek kilometr evit mont da selaou sonerien, evel Böhm, Reinken ha Lübeck, ha zoken meur a gant evit Buxtehude veur.

Arnstadt Aozañ

E 1703 ez eas d'ograouer d'Arnstadt. Redek a reas buan brud ar mailh-se evel soner ha primaozer.

Mühlhausen Aozañ

Etre 1707 ha 1708 e voe ograouer e Mühlhausen. Eno e skrivas e ganadenn gentañ, derou ur mell oberenn a liderezh a yelo d'he greskiñ e oberenn evit ograoù, testoù a ziskuilh ar gwellañ ar mailhoni, an donder hag ar vraventez pur m'eo deuet Bach da vezañ ar brasañ jubennour an holl amzerioù. Kenaozañ a raio e-kerz e buhez kanadennoù evit pemp bloavezh klok a gelc'hiad liderezh, da lavaret eo en tu-hont da dri-c'hant. Kollet eo bet meur a zek kenaozadur digantañ, ul lodenn vras anezho e-kerz ar maread-se. Er gêr-se ivez eo e eured gant e geniterv Maria Barbara, ma oa bamet gant he chemet a soprano. Da eo dezhañ en em gannañ evit dastum dezhi argouroù dereat hag evit ma kemerfe e wreg e blas en abadennoù (ne oa ket degemeret ar maouezed en tribun a enor betek an XIXvet kantved).

Weimar Aozañ

Etre 1708 ha 1717, ograouer ha kentañ biolin e chapel dug a Weimar, edo en e gerzh an ograoù hag ivez laz klavioù ha kanañ an Dug. E-kerz ar c'houlzad-se e voe krouet ar bras eus e oberennoù evit ograoù (en o zouez an hini anavezetañ, an Toccata ha Fugenn e re leiañ BWV 565 ker-vrudet), eus e kanadennoù, eus e bezhioù evit klavisim awenet gant ar vistri meur italian ha gall. Met fellout a rae dezhañ kuitaat ar gêr-se ma kave hir e amzer enni. An Dug a Weimar a glevas ar c'heloù hag en reas prizoniad. Ret e voe d'ar priñs Leopold a Anhalt-Coethen dont d'e zieubiñ evit lakaat anezhañ da soner chapel e lez e Coethen.

Cöthen Aozañ

Etre 1717 ha 1723 e voe mestr a chapel e lez ar priñs Leopold a Anhalt-Cöthen. Ar priñs a zo anezhañ ur soner, evezhet ha kalvinour. Ar maread eürus-se m'emañ en e varr ar ro dezhañ an tu da skrivañ e oberennoù klaviel pennañ evit lud, fleüt, biolin (Sonadennoù ha partitaoù evit biolin a-unan), klavisim (kentañ levr ar « Stokelleg keidesaouek reizh »), gaolviolin (Heuliadoù evit gaolviolin a-unan), hag ar C'hwec'h Kengerzad Brandeburgat. Kavout a ra el lez-mañ an holl aezamant c'hoantaet a-fet archant ha mignoniezh. Met gant ur darvoud e vo eilpennet buhez Bach : marv e wreg Maria Barbara. Seul trebouletoc'h eo pa ne glev keloù eus marv hag obidoù Maria Barbara ken nemet goude dezhañ bezañ distroet eus Dresden. Dre-se e ra e soñj kuitaat al lec'h-se leuniet a gounioù ha tri abeg a vo kaoz eus e zisparti : n'helle ket kenaozañ a sonerezh sakr en ul lez kalvinour, ar pezh a vanke kalz dezhañ, hañval a ra eil gwreg an Dug bezañ un "amusa" ha Leipzig, lec'h m'eo vak ar garg a gantor, a rofe dezhañ ur vrud vrasoc'h en Impalaerded Santel kenkoulz hag e Polonia hag e Bro-c'hall (an Duc a Saks a zo Roue Polonia ha darempredet en deus lez Versailhez m'en deus dalc'het ganti liammoù mat). Tapout a ra kaout ar garg a gantor hag e kenaoz ar Basion hervez Sant Yann, kentañ oberenn liderezh o tont, gant gred, eus Cöthen.

Leipzig Aozañ

 
Delwenn e Leipzig

Etre 1723 ha 1750, da lavaret eo ouzhpenn pemp bloaziad warn-ugent e Leipzig, e teu Bach war lerc'h Johann Kuhnau evel kantor an iliz lutherian sant Tomaz. Annezañ a ra eno gant e eil gwreg Anna Magdalena, merc'h ur soner meur eus lez Cöthen ha koristez en deus dimezet ganti e Cöthen. Kelenn a ra ar sonerezh, ar c'hatekiz hag al latin en div skol a iliz eus ar gêr: S.Tomaz evit ar re "baour" ha S. Nikolaz evit ar re "binvidik", met dav eo dezhañ ivez pourchas kevrollennoù niverus-tre evit an ilizoù, ur kanadenn evit pep Sul ha devezh gouel. N'eus ken nemet ur bleustradeg evit ar C'hanadennoù, met e kerz ar c'h-Kantor ez eus bet fiziet sonerien a-unan lugernus (an drompellourien) pe a live dreist, sonerien a-unan o tremen ha studierien ar c'h-Collegium Musicum. Al lazioù-kanañ, ne ouzer ket resis an niver a izili anezho, a hañval bezañ gouest da ganañ kevrennoù diaes. Bach en deus alies da c'houzañv gwarizi e geneiled a redi pergen ar skolidi da voikotiñ e gentelioù sonerezh. Ren a ra ur vuhez leun-barr a ouiziegezh, en ur sevel ul levraoueg arbennik war al levroniezh, an doueoniezh hag ar gevrinegezh. E wreg en skoazell kalz en e garg a g-Kantor en ur adskrivañ e holl gevrollennoù. Dre e garg a z-Director Musices en deus tu da heuliañ ar bodadegoù sonerezhel aozet e Kafedi Zimmermann evit bourc'hizien amatour a sonerezh ha da gemer perzh e breutadegoù ar Skol-Veur. Ne c’hwit digarez ebet da vont d'an opera e Dresden lec'h m'eo ograour e vab. E Leipzig eo e kenaoz ar bras eus e oberennoù sakr. Skrivañ a ra p'emañ er garg-se en tu-hont da 200 kanadenn, a chom 126 anezho. E Leipzig e skriv ivez ar pennoberennoù a zo eus ar c'h-Klavier-Übung, eil levr ar Stokelleg Keidesaouek Reizh, ar C'hinnigadur Sonerezhel, Arz ar Fugenn (manet nemeur diechu), ur mell oberenn evit ograou, met ivez peder Fasion (unan anezho gant daou laz-kanañ, ar Matthäus-Passion hollvrudet), ur Magnificat, 3 oratorio, hag e destamant sonerezhel, skrivet etre 1723 ha 1749: an Oferenn Veur e si leiañ.

Hêrezh J.S. Bach Aozañ

Bugale J.S. Bach, tiegezh Bach Aozañ

J.S. Bach en doe 20 a vugale gant div vaouez. Digant e bried kentañ, e geniterv, Maria Barbara Bach (1684-1720), en doe seizh bugel : Catharina Dorothea (1708-1774) ; Wilhelm Friedemann (1710-1784) ; Maria Sophia ha Johann Cristoph bet ganet d'ar 15 a viz Meurzy 1713, mervel a ra Johann devezh e ganedigezh ha Maria Sophia d'ar 17; Carl Philipp Emanuel, gwelloc'h anavezet dindan e lizherennoù-tal CPE (1714-1788) ; Johann Gottfried Bernhard (1715-1739); Leopold August (1718-1719).

Da c'houde ec'h addimez gant ur ganerez a lez, merc'h eil henañ un trompellour, Anna Magdalena Wilcken en doe trizeg a vugale diganti : Christina Sophia Henrietta (1723-1726), Gottfried Heinrich (1724-1763), Christian Gottlieb (1725-1728); Elisabetha Juliana Friederica (1726-1781); Ernestus Andreas (Gwengolo-Here 1727), Regina Johanna (1728-1733), Christina Benedicta Louisa (badeziet d'ar 1añ a viz Genver 1730-4 a viz Genver 1730) ; Christina Dorothea (1731-1732) ; Johann Christoph Friedrich (1732-1795), Johann August Abraham (badeziet d'ar 5 a viz du 1753-6 a viz du 1733), Johann Christian (1735-1782), Johanna Carolina (1737-1781) ; Regina Susanna (1742-1809).

An hêrezh sonerezhel Aozañ

Gant Johann-Sebastian en em gav ar sonerezh barok war un dro en e varr hag en e dermen. Kerkent ha marvet, ar soner ijinek-dreist a zo koulz lavaret ankounac'haet dre m'eo aet e-maez ar c'hiz, evel ar gendonouriezh bet kaset gantañ d'ur glokted dibar.

Ar vibien bet stummet gantañ Wilhelm Friedemann, Carl Philipp Emanuel, Johann Christoph Friedrich, Johann Christian a heulio hentoù disheñvel a oa bet divinet endeo gant Bach pa lavare « Carl Philipp Emmanuel a zo evel glaz Prusia, anavezet e vo met buan e tiaezhenno. Wilhelm Friedeman hepken a dapo ober e doull da badout ha pa ranko gortoz a-raok ober berzh ». En ur gemer harp war ar gelennadurezh sonerezhel zispar plantet en o fenn gant o zad en em daolo ar pevar mab buan war-du ar redenn rak-klasel a lañs neuze war ar Barok.

Ne oa ket disheñvel ar gont gant Wolfgang Amadeus Mozart e-unan, betek an devezh ma reas dezhañ ar baron Van Swieten, un den entanet gant ar sonerezh barok hag a oa en e gerz ul levraoueg sonerezhel pinvidik-kenañ, anavezout gant birvilh ul lodenn eus oberenn Bach hag Oratoriooù Händel. Mozart a dapas tennañ e vad eus an hêrezh divent -se, e zoare da genaozañ a voe kemmet un tu bennak, evel pinvidikaet, hep n'en dije ranket evit kelo-se dianzav e stil dezhañ e-unan : soñjal a reer pergen en e Requiem, er sinfonienn « Jupiter », a zo ar pevare luskad anezhi ur fugenn dre bemp mouezh skrivet e kendon eilpennek, e arroudennoù 'zo Die Zauberflöte, ha c'hoazh.

Ludwig van Beethoven a anaveze mat-tre oberenn Bach evit ar c'hlavisim, hag eñ yaouank e sone ul lodenn vras anezhi dre an eñvor. An Argemmoù Goldberg en deus kemeret da batrom a-benn kenaozañ e Argemmoù evit piano. War-dro fin e vuhez Beethoven a studias ivez Oferenn e si leiañ Kantor Leipzig. E giz-se, arz kendonouriezh Bach a awenas Beethoven evit kenaozañ e v-Missa Solemnis, oberenn a gomze war he divout evel pa vije « e vrasañ hini ».

N'eo ken nemet e 1829 eo e lakas Mendelssohn, unan eus warlerc'hidi Bach e Sant Tomaz Leipzig seniñ en-dro Pasion hervez Sant Vazhev en Thomas-Kirche (Iliz Sant Tomaz). Evel-se e reas da galz a dud anavezout en-dro, en XIXvet kantved, ijin-dreist ar sonaozour ankounac'haet. Ar re romantel, alaman da gentañ, o deus neuze sammet an hêrezh-se, en ur azasaat anezhañ da goustoù ar XIXvet kantved, ha pergen Brahms e Vienna.

Dibaoe e chom e oberenn, distag diouzh emdroadur ar goustoù, an daveenn diziouerus hag dibar eus ar sonerezh kornôgat a-bezh. A-hervez Azia zoken a vije tapet gant ar birvilh, ha pergen Japan. Karl Straube a roas lañs, er bloavezhioù 1930 e Leipzig, d'un doare nevez da lenn oberennoù Bach gant lazioù klav ha kanañ nebeutoc'h niverus eget re jubennadurioù an XIXvet kantved ; Straube a sono ivez an oberennoù a reer teorikel anezho evel Arz ar fugenn (gant klaviaz evelato). Disoc'hiñ a raio an « adnevezadur barok »-se adalek ar bloavezhioù 1950, gant jubennourien evel Gustav Leonhardt hag e ziskibien niverus, pe Nikolaus Harnoncourt. Gustav Leonhardt ha Nikolaus Harnoncourt a vo ar re gentañ d'enrollañ an holl ganadennoù. Ret mat ivez menegiñ John Eliot Gardiner, a zo abaoe ar bloavezhioù 70 e penn ar Monteverdi Choir hag an English Baroque Soloists bet krouet gantañ. Kaset en deus da benn e 2000, da geñver 250vet deiz-ha-bloaz marv Bach ur gentaenn bedel : jubenniñ an holl ganadennoù sakr (chom a ra en tu-hont da 200 anezho) e-kerzh sonadegoù dre ar bed a-bezh e-korf ar bloavezh. Un dudenn e-touez ar re bouezusañ er mare-mañ a zo evel-just Philippe Herreweghe, a ren klaviaz ar Chapel Roueel hag ar Collegium Vocale e Gent. Harnoncourt, Leonhardt, Gardiner ha Herreweghe a zo e-touez ar pennoù ar muiañ priziet evit sonerezh Kantor Leipzig, kement dre spister ha mailhoni teknikel ha dre binvidigezh ar jubenniñ hag o eztaolusted.

Glenn Gould a ziskuilho ivez holl ijin-dreist Bach en ur lakaat ar pouez war ar wiridigezh, kement ha war an dastalmerezh, dre-benn d'e jubennadennoù war ar piano. Glenn Gould a vo tizhet gantañ barr e alkimiezh sonerezhel en eil enrolladenn eus an Argemmoù Goldberg e 1981.

Ha pa vije jubennet fall, adkempennet (Jacques Loussier pe Wendy Carlos), treuzlec'hiet eus un eil klav d'egile, pe c'hoazh azasaet war un dastalm jazz, a zalc'h ar sonerezh-mañ e berzhioù kenedel, evel ma rofe pinvidigezh e framm ur pouez dister d'ar peurrest.

Marcel Dupré a sone oberenn glok Bach evit ograou dre an eñvor, evel ma rae Helmut Walcha, an ograour alaman meur, dall anezhañ adal e oad-krenn, hen deskas dre selaou aketus.

Soñjezonoù Aozañ

  • « E-tal hennezh, n'eo an holl re all ken nemet bugale », Robert Schumann ;
  • « Paneve Bach, e kollfe an doueoniezh he divoud, a vije ar grouidigezh neuziek hag an netra ezkrerius », « Ma 'z eus unan a zo dleour-holl da v-Bach, ez eo Doue hennezh », Emil Michel Cioran, Silogismoù ar c'hwervoni, Gallimard ;
  • « Treiñ a ra ar sonerezh, gant Bach, d'ur boud bev, loper ha gwiridik », Pierre Vidal.
  • « Da gentañ ez eus Bach … ha da eil an holl re all . » Pablo Casals
  • « Daoust d'am c'harantez vras evit kalz reoù all – ha n'emañ ket Beethoven ha Mozart ar re zisterañ – n'hallan ken nemet sevel a-du gant Casals : o mestroniañ a ra Bach holl. » Paul Tortelier
  • Beethoven, en ur c'hoari gant anv Johann Sebastian Bach (Bach a dalvez kement ha gwazh en alamaneg) a gave dezhañ en dije degouezhet gwelloc'h Meer (ar mor) da veurded ha ampler e ijin.

Oberennoù Aozañ

Ar reizhiad niverenniñ BWV Aozañ

Renabl oberennoù Bach a voe savelet gant Wolfgang Schmieder hag anavezet eo gant an teskanv "BWV", a dalvez Bach Werke Verzeichnis ('Katalog Oberennoù Bach'). Embannet e voe e 1950. A-wezhioù e reer niverennoù Schmieder eus ar re BWV, pe c'hoazh e implijer S (evit Schmieder) e-lec'h BWV. Aozet eo ar c'hatalog dre zodennoù ha neket hervez red an amzer. E-touez an abegoù evit an dibab-se :

  • Diasur eo deiziad oberennoù 'zo. Pa gaver un deiziad war gevrolennoù, e c'hell bezañ ken buan all hini m'eo bet adskrivet pe kempennet an oberenn.
  • Oberennoù Bach bet embannet etre 1850 ha 1905 gant ar "Bach Gesellschaft Ausgabe" a oa strollet dre rumm endeo. Kenkoulz e oa da Schmieder kenderc'hel gant ur boaz diazezet mat.

BWV 1-222 eo ar c'hanadennoù, BWV 225-248 an oberennoù a-gor graet war ur skeul bras, BWV 250-524 ar c'horalioù ha kanennoù sakr, BWV 525-748 an oberennoù evit ograoù, BWV 772-994 an oberennoù all evit binvioù dre stokell, BWV 995-1000 ar sonerezh evit binvioù dre gerdin, BWV 1001-1040 ar sonerezh kambr, BWV 1041-1071 ar sonerezh klaviazel ha BWV 1072-1126 ar c'hanonoù ha fugennoù.

Kenaozaduroù heverk Aozañ

Jubennourien a-bouez Aozañ

Levrioù dave Aozañ

Titl orin : "Frau Musica - La vita e le opere di J.S. BACH" (E.D.T./Musica - 1979).