Fleüt
Ar fleüt zo ur benveg-seniñ dre c'hwezhañ, anezhañ un duellenn meur a doull ennañ peurliesañ, pe ur strobad tuellennoù didoull ar gorre anezho peurliesañ. Fleütal a ra ar sonerien fleüt, a reer fleüterien anezho.
Graet e vez fleütoù e koad, en eskern, e pri, e metal, en olifant, ha kement zo.
Ar fleütoù e bed ar sonerezh breizhek a-vremañ
kemmañ- Ar fleüt-treuz koad ag Iwerzhon : euet eo da vezañ an doare fleüt implijetañ hiziv an deiz er strolladoù fest-noz. E-leizh a fleüterien ampart a gaver e Breizh abaoe ar bloavezhioù 1970, evel Jean-Michel Veillon.
- An tin-whistle ag Iwerzhon : diouzh ar c'hiz e oa hemañ er bloavezhioù 1970, pa veze ar pop-keltiek e e barr (Alan Stivell, Tri Yann hag all). Implijet e vez pell nebeutoc'h bremañ.
- Ar fleüt-treuz metal klasel : implijet e vez gant ur strollad bennak (Gwendal, da skouer) met kalz nebeutoc'h evit ar fleüt-treuz koad.
- Al low-whistle : un doare tin-whistle eo, bet brasaet a-benn kaout ur son boutoc'h. Ur soner bennak a ra gant hemañ (Ronan Le Bars, da skouer).
Istor ar fleüt
kemmañDizoloet ez eus bet en Alamagn ur fleüt bet kizellet ouzhpenn 35 000 bloaz zo : unan eus ar binvioù-seniñ koshañ er bed moarvat.
Anv-tiegezh
kemmañAn anv Fleouter zo deveret diwar fleüt.