Jean-Michel Veillon

Jean-Michel Veillon
Anv Jean-Michel Veillon
Ganet 16 a viz Mae 1959
Frehel
Micher(ioù) Soner
Kaner
Sonaozour
Benveg(où) Bombard, fleüt ha fleüt-treuz e koad
Bloavezhioù oberiant abaoe ar bloavezhioù 1980
Lec'hienn ofisiel www.jmveillon.net

Endro Alain Genty, Jakez Pellen


Jean-Michel Veillon a zo ur soner breizhat, ganet e Frehel (Aodoù-an-Arvor) d'ar 16 a viz Mae 1959, ha deuet da chom gant e zaou vugel da-gichen Lannuon.

Graet en deus e studioù e skolaj Lambal, e lise Dinan hag e skol-veur Roazhon. Da unnek vloaz e krogas Jean-Michel da seniñ bombard ha da zañsal dañsoù Breizh, setu perak ez eo bet kroget da seniñ er festoù-noz, met goude, gant an amzer, en deus dizoloet ar fleüt-treuz (ur fleüt implijet dreist-holl e Bro-Iwerzhon d'ar mare-se), en ur selaou The Chieftains (ur strollad sonerien iwerzhonat savet e 1962, ha brudet bras o sonerezh hengounel). Plijout a rae ar sonerezh-se dezhañ kalz, met da gentañ-penn ar fleüt a-dreuz, evel ma vez c’hoariet gant Matt Molloy. Dont a reas buan da vezañ ar soner kentañ da c'hoari e venveg e sonadegoù pe festoù-noz. Setu perak ez eo bet kinniget dezhañ seniñ gant strolladoù sonerezh (Galorn, Kornog). Adalek neuze ez eo kroget da veajiñ er broioù estren : Iwerzhon, Bro-Spagn, Belgia, Bro-Alamagn, Stadoù-Unanet (…) ha memes e Sina. Bremañ e tenn Jean-Michel e donioù sonerezh d'un doare hengounel breizhat da c'hoari fleüt, met klevet e vez ivez en e sonerezh ur stil o tont eus broioù ar reter (Turkia, Iran, India, Sina). Seniñ a ra Jean-Michel Veillon e-unan, met ivez er strolladoù breizhat-mañ : Kornog, Barzaz, Pennoù skoulm, Alain Genty, Jakez Pellen & Celtic Procession, Toud 'Sames... Ganto en deus c'hoariet e Breizh, e Bro-C'hall hag e broioù all.

Bremañ

kemmañ

Setu bremañ goude bloavezhioù ha bloavezhioù e ra Jean-Michel Veillon stajoù evit deskiñ d'an dud c'hoari fleüt, ha bremañ ez a war-gresk an niver a fleütourien vreizhat, hag hiziv an deiz e kav reizh an dud klevout fleütoù-treuz e koad e strolladoù sonerezh Breizh 'zo. Un nebeud raktresoù a zo gantañ evel : ober un disk e-unan, ober un trio fleüt gant Silvain Barou hag Erwan Hamon hag ober ul levr skrid sonerezh gant ur bladenn-arc’hant.

Pladennnoù

kemmañ
  • 1983; Kornog; « Première »; Live in Minneapolis, (Green Linnet GLCD 1055)
  • 1984; Kornog; « Ar Seizh Avel »; (Green Linnet GLCD 1062)
  • 1986; Kornog; « Kornog IV »; (Adipho/2000: réédition An Naër Produksion CD 404)
  • 1989; Barzaz; « Ec’honder »; (Coop Breizh Escalibur CD 828)
  • 1989; Den; « Just around the window »; (Coop Breizh Escalibur CD 830)
  • 1990; Pennoù Skoulm; « Pennoù Skoulm »; (Coop Breizh Escalibur CD 854)
  • 1992; Barzaz; « An den kozh dall »; (Keltia musique KMCD29)
  • 1993; JM VEILLON solo; « E Koad Nizan »; (Coop Breizh GWP004)
  • 1994; Soïg Siberil; « Digor »; (Coop Breizh)
  • 1994; Alain Genty; « La couleur du milieu »; (Coop Breizh)
  • 1994; Dan Ar Braz; « L’Héritage des Celtes »; (Sony Music/Columbia)
  • 1995; Veillon-Riou; « Pont Gwenn ha Pont Stang »; (Coop Breizh GWP 009)
  • 1996; Gérard Delahaye; « La ballade du nord-ouest »; (Blue Silver)
  • 1998; Alain Genty; « Le grand encrier »; (Keltia Musique/Potar Hurlant)
  • 1999; JM VEILLON solo; « Er Pasker »; (Coop Breizh CD 888)
  • 2000; Veillon-Riou; « Beo ! »; Live in Belfast, (An Naër Produksion CD 402)
  • 2000; Kornog; « Kornog »; (Green Linnet GLCD 1209 /Keltia Musique KMCD117)
  • 2003; Gilles Le Bigot; « Empreintes»; (Keltia Musique KMCD 137)
  • 2004; Alain Genty; « Une petite lanterne »; (Keltia Musique KMCD 152)
  • 2007; Toud 'Sames; « Son an Den Dilabour »; (Coop Breizh CD 997)
  • 2009; Pennoù Skoulm; « Trinkañ »; (INNACOR INNA10806)

Liammoù

kemmañ

http://www.jmveillon.net/