Gilles Le Bigot zo ganet e Sant-Brieg e 1959. Deuet eo da vezañ soner gitar er bloavezhioù ‘70. Sonet en deus e-pad ar bloavezhioù ‘70-‘80 gant Galorn, ur strollad brudet er bloavezhioù-se ma sone Jean-Michel Veillon ivez. Sonet en deus ivez gant arzourien evel Alan Stivell hag Dan ar Braz.

Gilles Le Bigot e Gouelioù-Meur Kerne e Quimper e 2011

Ganet eo Gilles Le Bigot e Sant-Brieg e 1959. Desket en deus Brezhoneg gant e dud. Kroget eo da c’hoari gitar e 1972 d’an oad a 13 vloaz. Desket en deus e-unan da son gitar. Desket en deus c’hoari en open tuning. Er bloavezhioù ‘75 en deus dizoloet ar muzik Keltiek e-barzh strolladoù brudet evel Planxty, Bothy Band, Clannad hag Alan Stivell. Dizoloet en deus ar festoù-noz da gentañ evel dañser hag goude evel soner en ur seniñ da heul ar “Pillotouses” e 1976 hag goude e-kreiz ar strollad Galorn e 1978. Bremañ ez a kant gwech bep bloaz war ar leurenn en ur ober ur bloavezh. Setu bremañ ar 7 strollad e-lec’h ma son Gilles Le Bigot : Fiddle Rendez-vous, « Empreintes », Skolvan, Gilles Le Bigot – Gerry O’Connor, Gilles Le Bigot –Soaig Siberil hag an Dizano Trio.

Ar pezh en deus graet Gilles Le Bigot

kemmañ
  • 1972 : Kroget eo Gilles Le Bigot da c’hoari gitar .
  • 1975 : Dizoloet en deus ar muzik Keltiek e strolladoù evel Planxty, Bothy Band, Clannad hag Alan Stivell.
  • 1976 : Kentañ wech evit Gilles Le Bigot da vont war al leurenn en ur seniñ da heul ar Pillotousses.
  • 1978: Kentañ fest noz evit Gilles Le Bigot evel ezel eus ar strollad Galorn. Gant Jean Michel Veillon Betek 1980 .
  • 1980 : Prenet en deus Gilles Le bigot ur gitar Lowden L 25 Graet gant [[Georges Lowden. Ezel eo Gilles le Bigot eus strollad BRETON IRISH BAND. Ar strollad-mañ a baouezas e 1984.
  • 1982 : Aet eo Gilles Le Bigot da Yougoslavia Hag ur sizhun e Sarajevo, gant strollad MALGOR.
  • 1984 : Krouet eo bet ar strollad Skolvan gant Youenn Le Bihan. Kregiñ a ra Gilles Le Bigot e respet evel soner a-vicher.
  • 1985 : Kentañ tro ez eas Gilles Le Bigot gant Serge Désaunay d’ar Stadoù Unanet.
  • 1986: Respet a reas Gilles le Bigot er Strollad Kornog. Mont a reas goude d’ober tro e Europa hag er Stadoù Unanet. E 1987 kentañ pleustradegoù gant Y.F.Kéméner]].
  • 1988 : Krouidigezh ar strollad Barzaz gant Jean Michel Veillon ha Y.-F. Kemener. Ar strollad-mañ zo sikouret gant Alain Genty ha David Hopkins. Ne oa ket ken eus ar strollad-mañ e 1993.
  • 1991 : Kemer a reas perzh en e bladenn gentañ La LUCH. Respet a reas Gilles Le Bigot e 1999.
  • 1992 : Krouidigezh triad Elixir. Ar strollad-mañ a baouezas e 1996.
  • 1993 : Kroget eo Gilles da señin gant Dan Ar Braz en Heritage Des Celtes, kroget o deus ad'r 24 a viz Gouere 1993 e Kemper. Ar veaj a baouezas e miz Meurzh 2002 e Pariz goude daou trec’h eus ar sonerezh ha muioc’h evit ur millon a bladennoù gwerzhet. Er bloavezh-se ivez e krogas Gilles da labourat gant strollad Bagad Kemper betek 2000.
  • 1996 : Gilles a gemer perzh e Strollad AN TOURTAN, krouet gant Didier Squiban. Paouez a reas daou vloaz goude.
  • 1997 : E Genver ez eas Gilles le Bigot da Iwerzhon da enrollañ ur bladenn .
  • 1998 : Gilles a yeas da señin gant Manu Lanhuel envit un nebeud sonadegoù hag evit enrollañ ur bladenn anvet « Ile Elle ».
  • 2002 : Goude kalz a vloavezhioù gant ur bern strolladoù, Gilles Le Bigot a gemer an diviz da enrollañ dindan e anv ar bladenn Empreintes. Ur strollad 7 soner.
  • 2005 : Krouidigezh : Le Bigot / Siberil, Le Bigot / O’ Connor, Le Bigot / Veillon hag kenderc’hel a ra c’hoazh da son e strollad Skolvan.

Liammoù diavaez

kemmañ