O Filii et Filiae
O Filii et Filiae zo ur c'hantik katolik e latin, meurdezus ha laouen, a vez kanet en amzer Fask, hag a zo bet azasaet meur a dro e brezhoneg. E gavout a reer :
- e Canticou spirituel savet gant Juluan Maner, Bugale Doué, çelaoüet, un droidigezh eus ar c'hantik latin[1],
- en eskopti Gwened, Alleluia kanamb viktoér, un droidigezh all eus ar c'hantik latin[1],
- e Kantigoù Sant Brieg 1934 (Ti Prud'homme), "Klevit holl vugale Doue" (p. 169), kempennet well wazh hervez an destenn latin ; hag ivez an "Anjeluz amzer Bask" (p. 34) ;
- e Kantikou Kemper ha Leon 1942 (Brest, Moulerez ru ar C'hastel), Klevit tudou (Pask) (n. 122, p. 150) ;
- e Studi & Ober Maodez Glanndour n. 20-21, 1974, kempennet hervez an destenn latin hogen pell a-walc'h c'hoazh ;
- ur c'hantik-komuniañ gant Visant Seite ha Job an Irien (Muzikou Kantikou Brezoneg, Minihi levenez, A4, 2011, p. 79) n'en deus netra da welout gant ar c'homzoù latin.
Liammoù diavaez
kemmañEvit selaou an ton latin : http://www.youtube.com/watch?v=wsjFezL5KdY