Hervez ar Bibl e voe Ishmael mab kentañ Avraham ganet gant Hagar, matezh e wreg Sarai n'he doa ket roet bugale dezhañ[1].

Claude Lorrain - Hagar hag Ishmael er gouelec'h (1668)

Ur wech ganet Is'hak, mab Sarai, e voe argaset Ishmael hag e vamm diwar c'houlenn Sarai. Kantren a rejont er gouelec'h. Gwarezet e voe Ishmael gant Doue (« [...] rak ur bobl veur hel lakain da vezañ ! »)[2]

Hervez Gn. 25:12-18, e voe Ishmael hendad daouzek meuriad eus Treuzjordania ha norzh Arabia. Gwelet e vez evel hendad an Arabed.

Daveoù

kemmañ
  1. Gn. 16.
  2. Gn. 21:8-21.