René Bazin
René François Nicolas Marie Bazin (Angers, 26 a viz Kerzu 1853 – 20 a viz Gouere 1932) a oa ur skrivagner, gwiraour, kelenner war ar gwir ha kazetenner gall.
René Bazin | |
---|---|
Ganedigezh | 26 a viz Kerzu 1853 Angers |
Marv | 20 a viz Gouere 1932 Paris |
Stummadur | Skol-veur ar Gwir (Paris) Université Catholique de l'Ouest (Angers) |
Micherioù | Skrivagner Gwiraour Kelenner war ar gwir Kazetenner |
Oberennoù pennañ | |
Ma tante Giron (1885) Une tache d'encre (1888) La Terre qui meurt (1899) Les Oberlé (1901) |
Buhez
kemmañMab un alvokad e oa René Bazin ; e c'hoar Marie a oa mamm-gozh d'ar skrivagner Hervé Bazin (1911-1996).
Goude bout bet un aotreegezh war ar Gwir e Paris e kendalc'has gant e studioù e Skol-veur gatolik Angers, ma tapas e zoktorelezh. Adalek 1882, d'an oad a 29 bloaz, e voe kelenner war gwir an torfedoù.
E 1876 e timezas gant Aline Bricard (1855-1936) ; c'hwec'h merc'h ha daou vab o devoe.
A-hed e vuhez e voe tomm René Bazin ouzh an unpenniezh hag he difennerez an Iliz katolik roman.
Diwezhatoc'h e voe bespennskridaozer ar gazetenn L'Étoile hag e voulc'has Stéphanette, e romant kentañ, a voe embannet e 1883 e stumm un heuliadenn er gazetenn L'Union en Angers. Bloaz goude e voe embannet al levr.
E eil romant, Ma Tante Giron, a zeuas er gouloù e 1885.
An oberenn diwezhañ-mañ a zigoras dezhañ dorioù saloñsoù lennegel Paris, ma kejas ouzh rener ar gazetenn Journal des débats ; hemañ a asantas embann e stumm un heuliadenn trede romant René Bazin, Une tache d'encre.
Ken abred ha 1885 e voe lennet e oberennoù dirak Kelc'h studierien Skol-veur Angers.
E miz Du 1887 e kejas R. Bazin ouzh Ludovic Halévy (1834-1908), un ezel eus an Académie française, hag e alias da vont e darempred gant an ti-embann bras Calmann-Lévy ; hennezh a brenas gwirioù Ma Tante Giron kent embann levr Une tache d'encre e miz Mae 1888, en devoe Priz an Académie française a-drugarez da Ludovic Halévy.
Meur a wech e voe enoret R. Bazin gant an Académie
Levrioù a-zivout e veajoù a skrivas, hag e kenlabouras gant La Revue des deus Mondes (1829-bremañ) en ur aozañ pennadoù evit meur a gazetenn.
A-c'houde Brezel 1870-1871 ha faezhidigezh ar C'hallaoued e voe unan eus skrivagnerien luskad an Digollourien (Revanchards), gant e romantoù Les Oberlé (1901) ha Le Guide de l'Empereur (1901 ivez).
Kement a verzh a reasLes Oberlé ma voe degemeret en Académie française e 1903, d'an oad a 50 vloaz.
E 1904 e voe dilennet e kuzul-kêr Saint-Barthélemy-d'Anjou, m'en devoa skrivet an darn vrasañ eus e levrioù.
E 1915 e voe dilennet da brezidant Gorfuniad ar gelaouennerien gristen (Corporation de publicistes chrétiens), anvet Sindikad ar gazetennerien c'hall (Syndicat des journalistes français) ivez[1], hag e 1917 e tiazezas Burev katolik ar Wask (Bureau catholique de la presse).
E miz genver 1917 e teuas an islamoniour Louis Massignon (1883-1962) d'e skoazellañ da aozañ buheskrid ar penitiour Charles de Foucauld (1858-1916).
E 1922 e voe ezel eus ar Société royale des Sciences et Belles-lettres de Nancy, anvet Académie de Stanislas ivez[2].
Oberennoù
kemmañ
|
|
|
|
Sinema
kemmañE 1927 e voe graet ur film digomz diwar La Terre qui meurt gant Jean Choux[13] ur film komz a voe e 1936 savet gant Jean Vallée[14].
Notennoù
kemmañ- ↑ Hag a droas da Union syndicale des journalistes CFDT e 1989.
- ↑ (fr) Gallica
- ↑ Lenn en-linenn
- ↑ Lenn en-linenn
- ↑ Lenn en-linenn
- ↑ Lenn en-linenn
- ↑ Lenn en-linenn
- ↑ Mode Lenn en-linenn
- ↑ 9,0 9,1 9,2 9,3 9,4 9,5 9,6 ha9,7 Lenn en-linenn
- ↑ Lenn en-linenn
- ↑ Revue des deux Mondes, Gouere 1917, Lenn en-linenn
- ↑ Lenn en-linenn
- ↑ (en) Internet Movie Database
- ↑ (en) Internet Movie Database