Al-Hasan ibn Mohammed al-Wazzan al-Fasi, arabeg : حسن ابن محمد الوزان الفاسي‎[3], lesanvet Joannes Leo Africanus e latin (Granada c. 1494, Tuniz, c. 1554) a oa un diplomat, un douaroniour hag ur skrivagner berber eus Al-Andalus.
Anavezet eo evit e levr douaroniezh Descrittione dell'Africa ("Deskrivadur eus Afrika"), bet embannet e Venezia e 1550, diwar-benn ar Maghreb ha traoñienn an Nil dreist-holl.
Un dave divrall e chomas labour Leo Africanus e metoù douaroniourien Europa betek ma voe ergerzhet Afrika gant Europiz en XIXvet kantved[4].

Leo Africanus

Poltred un denelour
Sebastiano del Piombo, c. 1520
Marteze Leo Africanus[1]
Ganedigezh c. 1494[2]
 Emirelezh Granada
Marv c. 1554
 Tuniz

Micher Diplomat
Douaroniour

Pennoberenn Descrittione dell'Africa
 
Embannadur 1554
 
Embannadur saoznek, 1600

A-zivout buhez Leo Africanus ne ouzer nemet ar pezh a skrivas e-unan en e labourioù.
Kenglev zo etre al lenneien evit lakaat bloaz ganedigezh Al-Hasan ibn Mohammed tro-dro da 1494, diouzh ar pezh a skrivas an douaroniour a-zivout e oad a vare da vare.

Nebeud goude e c'hanedigezh e Granada ez eas e diegezh da chom da Fes, e Maroko, en abeg da vrezelioù ar Reconquista spagnol. Eno e studias Al-Hasan e skol-veur Al-Qarawiyyin.

War-dro ar bloaz 1510, hag eñ oadet war-dro 16 vloaz, ez ambrougas e eontr da geñver ur gefridi ziplomatel o c'hasas ker pell ha Timbuktu en Impalaeriezh Songhai.
Seizh vloaz goude, e 1517, p'edo war an distro eus ur gefridi ziplomatel all e Kergustentin en Impalaeriezh roman ar Reter (Istanbul e Turkia hiziv) a-berzh sultan Fes, en em gavas Al-Hasan e porzh Rachid e-kichen Aleksandria e delta ar stêr Nil e-kerzh aloubadeg Egipt gant an Impalaeriezh otoman. Pa ne c'hallas ket kenderc'hel gant e veaj war-du ar Maghreb e troas war-du ar Su a-hed an Nil. Goude gweladenniñ Kaero e tiskennas betek Aswan ; eno a treuzas ar Mor Ruz war-du Medina en Arabia ha hep mar e sevenas ar birc'hirinded da Vekka[5].

P'edo Al-Hasan o tistreiñ da Varoko dre vor e 1518 e voe paket gant kourserien spagnol a-vaez da Greta ha bac'het en Enez Rodos dindan evezh ar Varc'heien Herberc'hour hag a oa o stourm ouzh ar vuzulmaded. E-lec'h avat bout lakaet da sklav roeñver war ar galeoù kristen evel ma veze ar boaz e voe merzet e zere, ha kaset e voe da gastell Sant'Angelo e Roma kent bout kinniget d'ar pab Leon X.
Hennezh a zamante aloubadeg Sikilia ha Su Italia gant an Durked : un diplomat arroutet a vije ur c'huzulier prizius evit a selle ouzh aferioù Afrika an Norzh, setu en e lakaas en e frankiz hag e kinnigas ur gopr dezhañ evit ma chomje en e servij. Asantiñ a reas an diplomat, ha badezet e voe e 1520 e Penniliz Sant-Pêr dindan an anv latin Johannes Leo de Medicis – diwar Medici, anv-familh ar pab Leon X ; anvet e voe Giovanni Leone en italianeg, hogen gwell e voe dezhañ treiñ e anv nevez en arabeg dre Yuhanna al-Asad al-Gharnati ("Yann al Leon eus Granada").
Goude e vadeziant ez eas an douaroniour da veajiñ dre Italia e-pad tri pe bevar bloaz. Pa varvas Leon X e 1521, e warlerc'hiad Adrian VI a vagas diskred war ur Maour en e lez : gwell e voe da Leo Africanus kuitaat Roma neuze da vont da vevañ e Bologna. Eno, e 1524, e skrivas ur geriadur arabeg-hebraeg-latin a-zivout ar vezegiezh evit ar mezeg yuzev Jakob Mantino ben Shemuel († 1549) ; war-dro an arabeg hepken e reas Leo Africanus, a sinas Yuhanna al-Asad al-Gharnati ; e Bologna ivez ez aozas ur yezhadur arabek na anaver nemet un tamm anezhañ, eizh pajenn ennañ.
Goude marv Adrian VI e 1523 e pignas Klemañs VII war kador sant Pêr ; hennezh a vennas gwareziñ Johannes Leo de Medicis, a zistroas d'al lez e 1526. En hevelep bloavezh ez echuas e zornskrid a-zivout douaroniezh Afrika.

Meur a gentel zo a-zivout dibenn buhez Leo Africanus, diasur an holl anezho.

  • Hervez lod istorourien e chomas e Roma betek e varv war-dro ar bloaz 1550, pa voe embannet Descrittione dell'Africa, kement-se diwar damvenegoù a lenner e raklavarioù embannadurioù dalif.
  • Hervez lod all e kuitaas Roma nebeut goude arigrap kêr gant soudarded Karl V an Impalaeriezh Santel e 1527 hag e tistroas da Duniz ma chomas betek e varv war-dro ar bloaz 1554, kement-se diwar skridoù ar reteroniour alaman Johann Albrecht Widmannstetter (1506-1557) : en e zanevelloù e kont hennezh penaos ez eas da Italia da gejañ ouzh Leo Africanus, a oa aet kuit da Dunizia dija ; ne zeuas ket a-benn an Alaman da vont di, met gouzout a reas edo ar Berber e Tuniz ma oa distroet da feiz an islam.
  • Un trede tezenn eo e tec'has Leo Africanus eus Tuniz e-kerz kemeridigezh kêr e 1535 gant Karl V, da vont da Fes m'edo e familh o chom c'hoazh, kement-se diwar ar goulakadur ne fellas ket dezhañ bevañ un eil gwech dindan beli Iliz Spagn, ha diwar ar fed ma skrivas en Descrittione e c'hoant da echuiñ e vuhez en e vro « gant sikour Doue ».

Deskrivadur Afrika

kemmañ
 
Kartenn Barbaria Jan Janssonius, c. 1650

E Descrittione dell'Africa, echuet e 1526, emañ ar munudoù kentañ a-zivout an "aodoù berber" (Aljeria, Maroko ha Tunizia) ha hentoù kenwerzh an aour etre rouantelezhioù ar Maghreb bet embannet en Europa.

Nav levrenn a ya da ober pennoberenn Leo Africanus : ul levrenn ginnig + seizh levrenn ma teskriv rouantelezhioù Fes, Marrakech, Tlemsen ha Tuniz, rannvro Numidia, Egipt hag Afrika issahara war bevennoù an dezerzh + ul levrenn stagadennoù a-zivout ar stêrioù, al loened hag ar plant.

E-pad 24 bloaz e tremenas an dornskrid a zorn da zorn betek erruout e Venezia e ti ar mouller Giovanni Battista Ramusio e 1545 ; eno e voe ensellet gant al lenneg Pietro Bembo (1470-1547), a alias ma vije moullet.
E 1550 e voe embannet labour Leo Africanus gant G. B. Ramusio dindan an anv Della descrittione dell’Africa et delle cose notabili che iui sono, per Giovan Lioni Africano ("A-zivout deskrivadur Afrika hag an traoù heverk a zo eno").
Diouzhtu e voe brudet al levr, hag advoullet pemp gwech dindan an anv Delle navigationi e viaggi ("A-zivout ar merdeadennoù hag ar beajoù"). Troidigezhioù latin ha gallek a voe embannet e 1556, saoznek e 1600 – siwazh, kalz fazioù a oa en embannadur latin a servijas d'an hini saoznek.

Saludet e voe al levr en abeg d'e spisted, d'ur mare ma ne ouie Europiz tost da netra diwar-benn douaroniezh Afrika ha ma oa an Iliz katolik roman o vrezeliñ ouzh an Impalaeriezh otoman koulz e diazad ar Mor Kreizdouar hag en Europa ar Reter.

Goude bout ensellet dornskrid Leo Africanus e skrivas Pietro Bembo en ul lizher deiziadet 2 a viz Ebrel 1545 : « Ne c'hallan ket kompren penaos e c'hellfe un den kaout kement a ditouroù dre ar munud a-zivout an traoù-se. »[6]. Meur a istorour zo savet a-du gant raksantad lenneg ar XVIvet kantved.

Diwirheñvel un tamm eo en devije gallet Leo Africanus ensellout an holl lec'hioù a zeskriv, abalamour da ec'honder an dachenn ha da aozioù ar beajiñ d'e vare ; diarvar eo en enep e rankas fiziout e beajourien all, kenwerzhourien an darn vuiañ anezho. Diasur pergen eo en devije gweladennet na Bro-Haoussa e Niger ar Gevred ha Nigeria an Norzh, na rouantelezh Bornu e Tchad ha Nigeria ar Biz, ker pell m'emaint diouzh ar Maghreb ha diouzh bevenn Su ar Sahara.

Marteze ne voe ket treuzet ar Sahara gant an douaroniour, zoken : trawalc'h e vije bet dezhañ atersiñ beajourien e Maroko. Hervez an istorour Pekka Masonen e voe faziet meur a lenneg pa gredjont e oa levr Leo Africanus deskrivadur un hent hepken, e-lec'h ur c'hendastumad beajoù graet evit gwir ha titouroù deuet diwar mammennoù all[7].

Oberennoù

kemmañ
 
Al lizherenn 'Alif e geriaoueg Leo Africanus ha Jakob Mantino

Descrittione dell'Africa evel-just eo pennoberenn Leo Africanus.

Kollet eo bet dornskrid ar c'heriaoueg evit ar vezegiezh bet meneget amañ a-us dija, war-bouez un nebeud follennoù. Biskoazh n'eo bet moullet war a hañval.
Kollet ivez eo bet e Yezhadur arabek.

Ul labour all diwar dorn an diplomat gounezet d'ar gristeniezh eo e zroidigezh arabek eus lizheroù Paol Tars, deiziadet e miz Genver 1521 ; e Biblioteca Estense Modena emañ an dornskrid hiziv.

Un dornskrid all zo deuet betek ennomp : un dastumad buhezskridoù holloueziadurel diwar-benn 25 lenneg muzulman ha 5 lenneg yuzev, bet echuet e Roma kent arigrap 1527. Ret e voe gortoz 1664 evit ma vije embannet e latin gant al lizheregour ha doueoniour suis Johann Heinrich Hottinger (1620-1667). A-boan ma voe merzet ar pezh labour-se en Europa. Meur a fazi zo bet kavet ennañ ; hervez al lenneien ez eo c'hoarvezet kement-se abalamour ma ne c'helle ket an aozer tizhout titouroù er bed muzulman p'edo e Roma, ha ret e oa dezhañ fiziout en e eñvor hepken neuze.

En Descrittione e ra Leo Africanus meneg eus labourioù war ar stern, evel deskrivadurioù eus lec'hioù er Reter-Nesañ ha deskrivadurioù eus reoù all en Europa. Raktresoù all e oa ul levr da zisplegañ an islam, hag unan all a-zivout istor Afrika an Norzh.
Hini ebet eus al labourioù-se zo deuet betek ennomp, ha den ne oar hag-eñ e oant bet boulc'het ha kaset da benn. Marteze e oa bet ret d'al lenneg dilezel e raktresoù pa oa distroet d'ar Maghreb.

Levrlennadur

kemmañ
Leo Africanus
Diwar-benn Leo Africanus
  • (en) BLACK, Crofton : Leo Africanus's "Descrittione dell'Africa" and Its Sixteenth-Century Translations, e Journal of the Warburg and Courtauld Institutes, levrenn 65 (2002), pp. 262–272 • Lenn en-linenn
  • (fr) MAALOUF, Amin : Léon l'Africain, Le Livre de Poche, 1987 (ISBN 978-2-253-04193-1)
  • (en) MASONEN, Pekka (2001) : Leo Africanus: The Man with Many Names, Lenn en-linenn
  • (fr) MASSIGNON, Louis : Le Maroc dans les premières années du XVIe siècle — Tableau géographique d'après Léon l'Africain, Forgotten Books, 2018 (ISBN 978-1-391-56953-6)
  • (de) RAUCHENBERGER, Dietrich : Johannes Leo der Afrikaner: seine Beschreibung des Raumes zwischen Nil und Niger nach dem Urtext, Harrassowitz, Wiesbaden, 1999 (ISBN 978-3-447-04172-0).
  • (fr) ZEMON DAVIS, Natalie : Léon l'Africain, Payot, 2014 (ISBN 978-2-228-91150-4)
  • (fr) ZHIRI, Oumelbanine & All : Léon l'Africain, Karthala, 2009 (ISBN 978-2-8111-0263-0)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. Dianav eo anv an den. Leo Africanus, ur Berber, e vije hervez Dietrich Rauchenberger, op. cit.
  2. Masonen, op. cit. & Rauchenberger, op. cit.
  3. « Hassan mab Mohammed an alamín eus Fes » ; an alamín a oa un dilennad karget en ur gêr eus reizhiad ar pouezioù hag ar muzulioù, e kenwerzh ar boued pergen, ha da eveshaat perzh ha priz an danvezioù bevañs ; kement ha "den a fiziañs" e talvez ar ger arabek orin.
  4. Masonen, op. cit.
  5. Kartenn
  6. Black, op. cit.
  7. Masonen, op. cit..